Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Nik ha Seven (Ar Prad).

Le Dault, 1950  (p. 34-38)




Nik ha Seven


En amzer ma teue alies Jezuz hag e vamm santel da ober troiou-bale er vro-mañ, e oa o veva daou zenjentil yaouank : Nik ha Seven.

Nik a oa krog en e c’houezek vloaz, ha Seven ne oa c’hoaz nemet pevarzek.

Seven a gare an aotrou Doue hag ar beorien a zo bugale muia-karet an Aotrou. Ne chome ket pell e wenneien en e c’hodell. Nik avat ne roe nemet ar pez a ranke, ha marc’hata a rae c’hoaz zoken.

O zad a oa aet diganto, hag o mamm a soñjas kas anezo da flec’h da di eun eontr d’ezo a oa o chom e pell-bro. Eun devez eta, e roas bep a yalc’had, bep a vantell vouk ha bep al loen-kezek d’ezo ; hag an daou vugel ha mont, laouen o c’halon, da welout broiou nevez.

Hogen, en eur c’hroazhent, eur mintinvez, e kavjont en he c’hoazez e-tal eur groaz, eur vaouez kaez kuzet e fenn ganti en he zavañcher. Seven a reas d’e varc’h chom a-sav, hag heñ goulenn ouz ar baourez petra a rae d’ezi leñva. Hi a lavaras d’ezañ oc’h hirvoudi :

« Maro eo va mab diganin ! Ha bremañ eo red d’in mont da glask va zammig bara ! »

Seven a voe mantret ; met Nik, aet eun tammig larkoc’h, a hopas goap warnezañ.

« Ha kredi a ri ar pez a glevi gant kement klufan a gavi ? Huanadou ar wrac’h-se a zo eur griped da gaout da yalc’h diganez. »

« Va breur, ro peoc’h, en an’ Doue ! Da gomzou c’houero a ra d’ezi gouela muioc’h-mui. »

Hag heñ, o rei e yalc’h d’ar wreg paour :

« Dalit : ne c’hellan rei nemet an dra-mañ d’eoc’h, met pedi a rin Doue ma plijo gantañ skuilha eur beradig gliz bennak war ho kalon. »

Ar baourez a gemeras ar yalc’h en eur lavarout :

« Pa ’z eo gwir hoc’h eus bet ar vadelez da rei d’in ar pez ho poa, kemerit ar graoñenn-mañ a zo enni eur wespedenn hag he deus eur flemm dir. »

Hag an daou vreur gant o hent.

Digouezout a rejont a-benn eur pennadig e-kichen eur c’hoad. Er c’hoad-se, eur bugelig noaz-pilh a glaske eun dra bennak, mel marteze, e toullou ar gwez ; ha kana a rae war eun ton ker klemmus ha gousperou an Anaon :

« Riou am eus ! »

Seven a lavaras d’e vreur :

« Jezuz ! Nik, nag ar paour-kaez bihan-se a c’houzañv gant an avel yen ! »

« Rividik eo eta ! Me ne gavan ket an avel tamm yen ebet. »

« N’eo ket diaes d’it. Te a zo gwisket mat, e lec’h heñ n’eus seurt en dro d’ezañ. »

Hag heñ a-sav, gervel ar paotrig, ha goulenn outañ petra a rae.

« Me a zo o klask an nadoziou-aer a zo kuzet er gwez, » eme ar bugel.

« Ha petra ri ganto ? »

« P’am bezo kavet kalz, me a yelo da werza anezo, ha me a breno dilhad da gaout tomm d’in »

« Ha kavet ac’h eus ? »

« Unan hepken. Er gaoued vroenn-mañ emañ. Sellit aotrou. »

« Mat, kemerout a ran kaoued hag all. Dal va mantell vouk, paour-kaezig ; tomm a roio d’it. »

Hag an daou vreur gant o hent adarre. Seven en devoe riou da genta ; met hep dale, an avel a davas, ar c’houmoul a zispakas, hag eur wazienn heol a baras.

Edont neuze tostik d’eur prad. Er prad-se e oa eur feunteun hag, azezet e-tal ar feunteun, eun den koz. Eur val a oa gantañ war e skoaz, ha seblant skuiz a oa war e zremm. Gervel a reas an daou zen yaouank gant eur vouez truezus. Ha Seven da dostaat outañ.

« Petra hoc’h eus c'hoant, tad koz ? » emezañ.

« Allas ! aotrounez, gwelout a rit peger gwenn eo va bleo ha peger roufennet eo va zal ! Kabac’h oun deuet da veza, ha va divesker o deus bec’h o tougen ac’hanoun ! Ret e vezo d’in mervel amañ nemet gwerza a rafe unan ac’hanoc’h e varc’h d’in. »

« Gwerza eur marc’h d’it ! klasker bara ! » eme Nik. « Ha penaos e paeï ? »

« Gwelout a rit ar vezenn-mañ. Enni ez eus eur gevnidenn hag a oar ober gwiad kreñvoc’h eget an dir. Evit eul loen ho pezo anezi. »

Ha Nik dirolla da c’hoarzin. Seven avat a lavaras gant douster :

« Dalit va loen, va den mat. »

« Bennoz Doue d’eoc’h, aotrou ! »

Hag an den koz a sav war ar marc’h hag a gerz seder.

Nik ne voe ket evit mirout da lavaret traou d’e vreur :

« Genaoueg ! » emezañ. « Mez a dlefes da gaout ! Te a vezo reuzeudik da stad bremañ ! Soñjal a rejout marteze em bije daouhanteret va zraou ganez ? O ! tra ! ne vezo ket ar stal e-giz-se !… Skiant-prena, skiant gwella. Te a zesko diwar da goust beza furoc’h hiviziken. »

« Ne oa ket bet em soñj, Nik, kaout lod eus ar pez a zo d’it. Kae eta. Me a yelo ivez. »

Nik a dec’has, lorc’h ennañ war gein e varc’h. E vreur a gerze war e droad war e lerc’h, hep rebech seurt d’ezañ.

Digouezout a rejont e-giz-se war eur straed striz gwasket a bep tu gant eur menez. Ar straed-se a oa he ano ar Straed Villiget, rak, en e c’hichen, e veve eur roñfl hag a bake atao an dud pa gleve anezo o tremen. Dall e oa, seizet e zivesker, met ken tano e oa e ziskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzugenn eus an douar. Da vevelien gantañ e oa daou erer doñv a nije war e gomz da dapout nep piou bennak a yae gant ar straed.

Nik ne ouie seurt. Hag heñ gant e varc’h dre ar straed.

« Va chas mat, » eme ar roñfl, « kit da gerc’hat an tremeniad d’in d’am lein. »

Hag an daou labous da vont herr e-giz eur bolod. Kemerout a reont Nik ha kas a reont anezañ d’ar roñfl.

Seven a zigoueze d’an ampoent e penn an hent striz. Gwelout a eure e vreur o vont gant an daou erer. Hag heñ koueza war bennou e zaoulin.

« Aotrou Doue holl-c’halloudek, » emezañ, « grit ma vezo va breur e savete ! »

« N’a ket da zirenka Doue gant eun dra ken dister-all,  » eme deir mouezig flour en a gichen.

« Piou a zo o kaozeal ? » emezañ. « Pelec’h emaoc’h ? »

« E godell da chupenn, » eme an teir mouez.

Hag an den yaouank klask en e c’hodell, ha tenna er-maez ar graoñenn, ar gaoued hag ar vezenn. E pep hini, c’houi a oar, e oa eur loenig bihan.

Ha Seven d’ezo :

« C’houi eta eo a fell d’eoc’h savetei Nik ? »

« Ya, » emezo.

« Ha penaos, va netraigou ? »

« Digor warnomp hag e weli. »

Hag ar gevnidenn steui eur wiad kalet evel an dir ; hag hi sevel war gein an nadoz-aer a zougas anezi en aer. Hag en eur vont he devoa graet eur skeul. Seven a bignas gant ar skeul vurzudus, ar wespedenn o nijal dirazañ, ken a zigouezjont e ti ar roñfl.

Ar roñfl, dall ha seizet, a oa en e goazez war ar leur-di. Bralla a rae e gorf en eur gana :


Me ’gav mat ar c’hig leonard
Maget druz-druz gant fars ha lard ;
Re Dreger a zo mat o blaz,
Blaz krampouez fritet ha laez glas ;
Met re Wened ha re Gemper,
Foei, re a yod ’zo en o r… !

Hag, o lavarout ar son-se, e renke pastellou kig sall da lakaat da boaza da heul Nik. Hemañ a oa e-harz e dreid, staget e-giz eur penn-yer da lakaat ouz ar ber. An daou erer a oa eno ivez : unan o tresa ar ber, egile o c’houeza an tan.

Trouz ar roñfl o kana a viras outañ da glevout Seven hag e deir mignonez. An daou erer avat a oa o vont da blanta o skilfou e Seven, met dallet e voent gant flemm dir ar wespedenn. Ar gevnidenn a dapas ar roñfl en he gwiad dir. Gervel e zaou vevel a reas ar roñfl ; diredek a rejont, n’eo ket d’e zifenn met d’e zispenn. Dibri a rejont anezañ hag e krevjont.

Ha Seven da ziliamma e vreur ha da bokat d’ezañ. Hag int er-maez. An nadoz-aer hag ar wespedenn a oa eno, sterniet ouz ar gaoued a oa bremañ eur wetur, gant ar graoñenn hag ar vezenn da rodou. Ar gevnidenn a grogas er gidou. Ha yao ! ker buan hag an avel.

Ar wetur a dapas douar e-kichen ti eontr ar baotred yaouank. An daou vreur a gavas o loened eno. Ouz dibr marc’h Seven edo yalc’h hemañ hag e vantell, met ar yalc’h a oa teurennek hag ar vantell goloet gant perlez aour.

Sebezet, na petra ’ta, Seven a droas war-du ar wetur da c’houlenn ouz e loenedigou petra a oa an dra-ze. Ar wetur n’edo ken eno, hag e lec’h ar wespedenn, an nadoz-aer hag ar gevnidenn e oa tri ael lugernus.

Hag an daou vreur a gouezas war o daoulin.

Neuze, eun ael, an hini kaera ha gwisket ar splanna, a lavaras da Seven :

« N’az pez aon ebet, te hag a zo mat da galon, rak ar vaouez, ar bugel hag an den koz ac’h eus graet vad d’ezo, a oa ar Werc’hez Vari, ar Mabig Jezuz ha Sant Josef. Ni a zo bet roet d’it evit da sikaour da gas da veaj da benn. Bremañ pa ’z out digouezet, ez eomp en-dro d’ar Baradoz. Kenavezo. » Hag heñ da Nik : « Az pez soñj eus ar pez ac’h eus gwelet ! Ha gra vad d’ar paour. »

Hag an tri ael digeri o diouaskell ha nijal kuit o kana an Alleluia.


Kroaz ar Vretoned,
gouere 1904.