Ninjet, ninjet, ni ho ped, Elet

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 79-80)


N° 69. — Ninjet, ninjet.
War don : Volez, volez, anges, N° 69.


Diskan.
Ninjet, ninjet, ni ho ped elet eürus,
Trezek lein Barados Doue,
Douget bete Tad mager Jezus
Hon feden hag hon c’harante,

Hon feden hag hon c’harante.

1. Zant braz, veldomp ol war an douar,
Alies e skuillec’h daerou ;
En Env breman pel euz peb glac’har
N’ankouaët ket hon trubuillou.

2. Ho torn zo leun a binvidiges,
Jezus-Krist d’ac’h a n-euz roet
Ar garg da ziskuill e vadeles
D’an dud er bed-man divroet.

3. Gwejal ec’h euz bet hen diouallet
Ouz skilfou eur roue treïtour ;
Neuze genac’h ec’h euz hen maget
’N ho ti, dre boaniou ha labour.

4. Peb gwej ho prec’h-hu hen baleas
Dre barkou al labourerien !
Ped gwej ho torn dezan a vedas
Bleun-roz pe lili an draouien !

5. Ouzimp bezet ive truezus,
Ni zo fal ha diners meurbet...
Gret d’imp evel ma rec’h da Jezus,
Pa oe genac’h e Nazareth.

K. G.