Skrid ha Skeudenn, 1941
Skrid a-bezh


Eur ger diwar-benn
" Nomenoe-oe ! "

Echu eo bet "Nomenoe-oe !" gant Jakez Riou, e Douarnenez, d'an 20 gouere 1935. Er bloavez-se ivez, e oa bet treset e skeudennou evit al levr gant an arzour brestat, P. PERON.

Aet e vo bet eta pemp bloaz hanter e-biou etre ganedigez an oberenn hag ar mouladur anezi. Skoilhet eo bet, heñvel, e-doug an hevelep maread, eur bern dournskridou all hag a oa da veza embannet dindan arouez "Skrid ha Skeudenn. Rak n'eo bet ar pemp bloaz hanter-se na goullo na disoursi evidomp.

Jakez Riou a zo aet da anaon ar 14 a genver 1937, hag a geneiled o-unan a zo bet dalc'het da vont war-raok gant meur a zarvoud.

Hizio, avat, e c'hellomp kinnig d'hor c'henvroiz : "Nomenoe-oe !" unan eus an oberou chomet diembann war-lerc'h ar skrivagner.

Ar mouladur a vo kavet amañ da heul a zo bet adskrivet diwar e zournskrid, en eur vont ar reisa ma c'helled a-dreuz an notennouigou hag ar c'hemmadennou strewet penn-da-benn an oberenn. Figus meurbet e oa Jakez Riou war e labour brezonek, ha skrivet-diskrivet e veze gantañ, ken n'en kave klok evit an embann.

N'eo ket d'imp da veuli ar seurt pez-c'hoari sabatus. Na d'hen dilenn. Marteze, koulskoude, e vo kavet da abegi eun distera gant hini pe hini e fentigou libr-a-deod, — lod a lavaro : dizoujañs — kouerien drant ar c'hoari-se. Jakez Riou a oa yac'h e c'hoarz ; doun, avat, e spered. Goude c'hoarzin, d'e heul, a galon vat, pe… c'hoarzin glas, al lenner a vo dao d'ezañ klask pe vennad a oa kuzet dindan al farserez reut. Hag e lufro meur a wirionez dirak e zaoulagad, houmañ da skouer : gwelet fall eo neb a glask kemma tra-pe-dra e boaziou an dud. Petra eo gounit emgann Ballon, an emgann a roas he frankiz da Vreiz, e-pad mil bloaz, e kenver koll foar ar miz ?

A drugarez Doue e vo kavet bepred da embann talvoudegez ar Stourmer, eun Tad Konvoion, eur Breur Gwennoll, eur Foeter-hent... ha da vont d'o heul meur a Izidor, ha meur a "lakepod" all.

N'eo kemmet netra. Pez a c’hoarvezas, m’oarvat, 1.100 bloaz’ zo, a c’hoarvez hizio. N’anavezer ket talvoudegez gounidou kadourien ar brezoneg.

Hogen, eur wech ouzpenn, an Tadou Konvoion, uhel-speredet, ar vreudeur Gwennoll, chomet bugale eun tammig, nemet leun a youl-vat, ar Foeterien-Hent, da lavarout eo neb n’eo ket stag e ene ouz an danvez, emañ ar wirionez ganto.


Kemper, 30 genver 1941
Youenn DREZEN.


Eur gontadenn
e doare kentskrid


Izidor, daoust ma oa aet diwezat d’e wele, en ostaliri an Trilonk, ne deue ket ar c’housked d’ezañ. Ne ehane ket trei ha distrei ha chench penn d’ar c’holc’hed gant e dreid. E vreur yaouank, gourvezet en e gichen, a glemmuske :

— N’eo ket unan evit reposi ! Petra c’hoarvez henoz ganit o krapat ha diskrapat ? Ehana a ri pelloc’h dispac’ha ha termi ?

— Dalc’h ganit gwele, golc’hed, penn-wele hag all, a respontas Izidor.

Hag heñ e-maez.

— Da belec’h emaout o vont ? a c’houlennas ar breur yaouank.

— D’al liorz, d’ober eur blegadenn, a lavaras Izidor.

Hag ar breur yaouank, boazet ouz imor fall ar breur bras, en em souchas dindan ar pell hag a chenchas tu evit ober eur c’housk all.

Izidor a dostaas, diarc’hen, ouz an oaled ; sellout a reas ouz ar siminal. En e zourn e luc’he eur gontell. Chom a reas difiñv eur pennadig, o selaou, rak kredet en doa d’ezañ klevout eun trouz bennak en eur gwele. E vreurig an hini ’ oa o huñvreal kreñv. An tad hag ar vamm, hag ar vreudeur all, labezet o c’horf gant eun devez maradeg tenn, a oa kousket mat, hervez a roc’hou a groze dre gwerzidou ar gweleou.

Izidor, evit gwir, en doa kavet an tu, an deiz-se, da chom hep mont da varat. Hogen; e dad ne oa ket bet gwall nec’het, rak Izidor a veze atao mastoc’het e labour, hag an doubennou boemmet gantañ, al lastez hag ar geot mellek a ziwane enno dizale, druso’h eget araok. E dad a oa boazet da lavarout : " Al labour a zo eur stourmadeg pemdeziek war an douar. Hogen en emgann-se, ni a dle en em labeza, en em laza evit lakaat an douar da veza frouezus. "

Izidor, avat, e-lerc’h en em laza, ne rae nemet laza an douar.
Izidor a sellas ouz al loar a skuilhe he sklerijenn dre ar prenestrig ; ar pellgent a oa tost. Digeri a reas an nor en eur deurel evez bras. Evelato, ar vudurenn a wigouras er garan, hag an tad, dre vored, a c’houlennas digant e wreg :

— Ne santit ket c’houez anduilh, e-barz an ti ?

— Eo, emezi, hag ouspenn, klevet em eus ar gazeg c’hell o rizinkat er porz.

D’ar mare-se eus an noz, kalz Bretoned, paotred yaouank start, ha bagol, hag ar peurvuia anezo hep kar na par, hep leve na danvez war an douar, a gerze eus pep korn eus ar vro da gavout Nomenoe, emzavet evit ar vro, hag ar stered o hente hag al loar-gann o para en oabl sklaer mezeven, a skuilhe, a-berz Doue, he sklerijenn war o hent.


Roll ar c’hoarierien


―――――――――


Ar Foeter-hent Job, ha Kouerien all
Gwennoll, manac’h yaouank Ar paour, gant e gi
Konvoion, eskob ha maer kêr Redon Naig, gant he dañvad
Nomenoe Madalen, gant e viou
Izidor Maïvon, gant he fesked
Lomig Seza, gant hec’h amann
Perig An Tabouliner, ar C’hloc’her, ar Gedour, ar C’halvez, an Ostizez
Jobig Ostiz an « Trilonk »
ha Bugale ar skol Soudarded
An Archer Kenta An Eostig, al Laouenan, ar Voualc’h, ar Rakerig, an diou Vran, ar Sparfell
Mestr an Archerien, hag Archerien all An Touseg
Yann, gant e vuoc’h An Awen
Fañch gant e bemoc’h
Jakez, kiger

Lec’h — Redon, e Breiz


Kenta Arvest



Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez.


Ar Foeter-Hent

Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret.

Gwennoll

Breiz digabestret !… Nag a vrud e kêr Redon, bremaik, pa vo savet an heol. Nag a levenez pa zegouezo war ar blasenn. Nomenoe, ar marc’heg holl-c’halloudek, gant e varc’hegourien daer, sounn o fenn, feroni an emgann ha levenez an trec’h en o sellou talarek. Dont a raint da zaoulamm o mirc’hed kuladus, frankaet o fronellou, o moue an avel, tan en o daoulagad hag eonenn war o divesker, ruziet gant gwad an enebourien villiget. Gloar da Vreiz war an douar ha gloar da Zoue e-barz an Neñv evit ar blanedenn gaer a voe tonket d’imp ! (Eur boutad avel a hej stalafiou ar prenestrou). Ene ar roue Arzur o tremen, moarvat. Aotreet eo bet d’ezañ gant an Aotrou Doue da ziskenn e Breiz ha da gaout perz, en hon touez en nevezenti vurzudus. O ! Nomenoe enor ha meuleudi ha gloar

d’eoc’h ha d’ho kadourien adalek an deiz a hizio betek an deiz meur ma vo gwelet eur groaz tan o skedi en neñv ha Mab Doue o tiskenn war eur goumoulenn da zont da gemenn d’ar gristenien e vo degouezet fin ar bed… Ouf ! n’eo ket fall. An Awen ha me, ni en em glev evel breur ha c’hoar.Savomp eta buan eur werz ma vo dibabet evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo Nomenoe gant e vrezelourien c’hlorius. Plijout a ray, me ’ zo sur, d’hon tad santel Konwoion hag, er c’henstrivadeg, e teuio ar maout ganin.
(O prederia)

Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet ;
E vestr ’ oa gall moarvat…

N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !…

Ar c’hi a harz er c’hoad…

N’eo ket fall.

Eur Bugel

N’eo ket mat.

Gwenoll, souezet

Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ?

Ar Bugel

Ar c’hi er c’hoad.

Gwenoll

Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !…

Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet…

Eur Bugel

Ne dalvez mann ebet.

Gwenoll

Oc’ho ! ’Meus aon n’eo ket peurgousket an holl vugaligou… Pe marteze emaint gwasket gant gwall huñvreou ?… Pe marteze c’hoaz,

gloar Nomenoe a lugern e noz o c’housk ?

An impalaer gall
A vo…

Eun Trede Bugel

…Fall.

Gwenoll

Gwir eo ; an impalaer gall, galloudek gwechall, a zo aet da fall. Ne dalvez mui netra ebet, hag ar vugaligou-se a gar kement o bro !… (kenderc’hel a ra).

Ar brini lor, ar brini du…

Eur Pevare Bugel

A zo fall du.

Gwenoll

Mil malloz ruz !

Ar Bugel

Turlututu !

Gwenoll

An azen a reont ganin. Paour kaez Nomenoe !…

An Holl Vugaligou

Oe-oe !…

Gwenoll

A ! bugale dianket, ker e gousto d’eoc’h. War-sav ! war-sav ! En em wiskit buan, paotred ! Buan ha buanoc’h ! D’an dour ! d’an dour ! Ha te sevel a ri ? (Gwinta a ra eur paotrig eus e wele). Ha ma chom eur bikouzenn e korn da lagad hag eur gramenn adreñv da skouarn, ne zebri epad eur sizun nemet kreun ha bruzun.

Ar Bugel, difoutre

Kreun ha bruzun eus ar meurz betek al lun.

Gwenoll

Dal ! da lod ! (Hag e ro d’ezañ eur flac’had ouz kostez e benn).

Ar Bugel

Oe !

Gwenoll
Goap a rez ouzin c’hoaz ? (Hag e ro d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv).
Ar Bugel

Oe !

An Holl Vugaligou

Oe-oe !

Gwenoll

Mont a rin diot gant ar marmoused-mañ. Ahe ! kuit ac’han ! Buan d’an traoñ !

Eur Bugel, en dour.

Kramenn a zo c’hoaz ouz va fas.

Gwenoll

Ma ! diskenn gant kramenn hag all. Manous eur Breizad n’eo ket reketus da welout. Bretoned omp hizio.

Ar Vugaligou, o tiskenn d’an daoulamm gant an diri.

Oe ! Oe !

Gwenoll

Paour kaez Nomenoe !

(Lien.)


Eil Arvest


Eur sal-studi. Gwennoll. Ar vugaligou.


Gwennoll

Lavaromp da genta eur bater hag eun ave evit renta gloar da Zoue ha kinnigomp d’ezañ meuleudi kalonek evit an enor bras en deus graet d’hor bro. Dre e volontez, Breiz a zo bet digabestret ; Breiz a zo diberc’henn. N’hon eus mui war an douar nemet eur mestr : an Aotrou Doue hepken. Klevout a rit, bugaligou ?

Lomig

Klevout a ran ha kompren ne ran ket.

Gwennoll

Bugale dientent ! Breiz a zo digabestret, da lavarout eo bet trec’het armeou ar C’hallaoued gant soudarded Nomenoe, ha ne gomprenit ket ? Spontus eo kement-se.

Lomig

Ha piou eo Nomenoe ?

Gwennoll

Ha piou eo Nomenoe ? Setu eur goulenn difeson ! Aes eo gouzout, diot ac’hanout ha diot ac’hanoc’h. Nomenoe a zo eur Breizad taer. Ar chas ne dagont ket ar chas ha, pa vez drailh, e tegouez dalc’hmat etre Breizad ha Gall. Emgann a zo bet war gompezenn Ballon ha Nomenoe, e penn ar Vretoned, a zo deût a-benn da danfoeltra ar c’hallaoued e rouantelez an Anaon.

Lomig
A ! bremañ e komprenan. Bec’h a zo bet etre maout ar Go ha maout ar Gall ; ha maout ar Gall en deus paket lamm.
Gwennoll

Dres ! Boued pasket a zo flour da zibri. Nemet evit da lakaat a-benn eur wech all da zigeri frankoc’h da ziskouarn hir, te a lavaro hizio epad ar bourmenadenn : me eo ar genaoueka hini a zo maget er skol. Ha taol evez gant aon e chomo prennet da c’henou, eur vunutenn

Lomig

Me a vez tizet dalc’hmat, e lec’h ar re all.

Perig, da Lomig

Ha c’houi a vez atao o klemmuskat hag o c’hrignousat.

Lomig

Grignous ? grignous ? Ha c’houi, daoust ha gouzout a rit piou eo an Nomenoe ?

Perig

Ya, emichañs. Va breur bras lzidor a ao aet gantañ da vrezelekaat.

Lomig

O ! neuze eo Nomenoe eun den a netra.

Perig

Abalamour n’eman ket ho preur o c’hoari gantañ

Lomig

Fougaser ac’hanoc’h ! A-boan ma anavezit zokenn en « a » ouz an « o ». Arabat d’eoc’h kredi e tifaziñ ho teveriou a-benn ar wech all.

Perig

C’holala ! hag e kav d’eoc’h en em gavan nec’het evit se ?

Gwennoll

Peoc’h a vo e penn traoñ d’ar c’hlas ?… Ha bremañ, selaouit ha klevit ouspenn. Hizio ne vo na kentel na dever…

Holl
Bravo !
Jobig

Perak ?

Holl

Añ ! hennez a vez atao gant e beragou.

Gwennoll

Peoc’h en traoñ pe me ho perago bremaik… Ne vo na kentel na dever en enor da Nomenoe…

Daou pe dri

Gloar da Nomenoe !

Holl

Oe !

Gwennoll

Ha peoc’h a vo pe ne vo ket ? An hini a vo re hir e deod e savo keuz d’ezañ dizale. Ne vo na kentel na dever hizio. Hogen, p’eo gwir, hervez gourc’hemennou Hor Mamm Santel an Iliz, e tle spered eur c’hristen beza atao war evez ha morse dizoursi, gant aon da veza touellet pa soñjo an nebeuta, c’houi a savo bremañ, pep hini ouz e du, hag hervez e awen, eur werz kaer meurbet en enor da Nomenoe. An hini vrava a vo dibabet gant hon tad Konwoion evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo e kêr ar vrezelourien veur. Ha stagit dioustu gant al labour.

Lomig

E brezoneg pe e latin e vo savet ?

Gwennoll

E brezoneg, evel just ; e brezoneg, penn da benn. (Outañ e-unan.) Eürusamant va gwerz-me a vo an hini vrava (Lenn a ra en eul levr koz en deus kavet e tiretenn e daol-skriva).

An aour yeotenn a zo falc’het ;
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

A ! ar varzed koz a ouie an doare. Marvel eo ar ouenn anezo, siouaz ! Nag eo kaer !… An aour yeotenn a zo falc’het… Falc’het gant falc’h an Ankou. (Prederia a ra eur pennadig). Emichañs ne gounnaro ket ouzin nag ar barz nag an Awen ha ne gouezin ket er pec’hed marvel ?… Rak eur pec’hed bras eo al laeronsi… Kazi-sur zoken, ne gouezin e pec’hed ebet. Ar werz-mañ n’eo ket sinet ; rak-se n’eus perc’henn ebet d’ezi. Hag ouspenn n’emañ ket an ton war ar son ; setu n’eo nemet labour divrazet. Me a lakaio an ton da zegouezout gant ar werz hag evelse, an hanter a vo d’ar barz koz hag an hanter all a vo d’in…

Lomig da Berig

Ha gwir eo aet ho preur d’ar brezel gant an Nomenoe ?

Perig

Pa lavaran d’eoc’h.

Lomig

Ha c’houi a anavez an Nomenoe ?

Perig

Evel va breur ha va zad.

Lomig

Evel penaos eo an den ?

Perig

Ha c’houi a zifazio va deveriou ?

Lomig

E-giz araok.

Perig

Nomenoe a zo eun den kaer, eun den bras ; ne gousk na noz na deiz ha biskoaz ne vez skuiz ; e vleo a zo melen, e gleze a zo anezañ bec’h eun den, e nerz a zo trec’h d’eur jao.

Lomig

N’eo ket neuze eun den evel ar re all ?

Perig
Nann, n’eo ket eun den evel ar re all.
Lomig

E pelec’h hoc’h eus anavezet Nomenoe ?

Perig

Morse n’em eus gwelet Nomenoe ; hogen, gouzout a ran ez eo eun den kaer, eun den bras, eun den kreñv.

Lomig

Gwir eo, panavet-se n’en dije ket gallet planta lamm d’ar Gall… Nemet dont a ra ganeoc’h ho kwerz diwar-benn Nomenoe ?

Perig

Dont a ra evel e lost d’ar c’haz ; ne vo ket savet, avat, diwar-benn Nomenoe.

Lomig

Ha diwar-benn piou ’ta ?

Perig

Diwar-benn an anduilh.

Lomig

N’emaoc’h ket mat ?

Perig

Eo ! Nomenoe en deus gounezet an emgann, ha pa zegouezo e Redon, e vefe eürus o kavout dirazañ eur mell pladad friko n’eo ket ’ta ? Ha ma vefe c’houez an anduilh mogedet er pladad friko, neuze en em gavfe Nomenoe eürus en e groc’hen.

Lomig

Lakaat a rit an traou da zegouezout evel ma vefent c’hoarvezet… C’houi a oar rimal buan, ha me, war an ton ha war ar son, e choman atao boud.

Perig

Neuze c’houi a zifazio d’in va deveriou epad eur sizun leun ?

Lomig

Ober ’ rin ma savit d’in eur werz heñvel ouz ho hini diwar-benn

an anduilh. (Perig a skriv hag a ginnig da Lomig eur baperenn).
Perig

Setu ar pennad kenta eus ar werz ; bremaik, e savin ar pennad all : emañ daoulagad an targaz o para warnomp. (Gwennoll o tont.)

Gwennoll

N’eo ket echu gant an daou-mañ c’hoaz konta gevier an eil d’egile ? (outañ e-unan). An aour yeotenn a zo falc’het… Na pegen kaer !… Perak eta e klevan rebechou em c’houstians ? Pa n’oun ket evit kas da benn va C’hi er c’hoad… (Da Berig) : Perak e chomez alvaonet o sellout ouz ar solier ? Ha da werz ? Savet eo ?

Perig

Savet eo penn-da-benn.

Gwennoll

Diskouez. (Lenn a ra kreñv).

Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou,
Anduilhennou druz ha mogedet kaer ;
Du-mañ, er siminal, e oa anduilhennou…
Siouaz d’imp ! en noz all, ez int aet gant al laer.

Du-mañ, er siminal, e oa seiz anduilhenn,
Staget ouz ar c’horg ha druz o lugerni…
Du-mañ, er siminal, n’eus mui eun anduilhenn,
Hag abaoe va zad ’ zo klañv gant an avi.

Va zad ouz o gwelout ken kaer, a-istribilh,
’ Lavare ’n eur lipat dija e vuzellou :
« Peur e vezint lakaet da graza war ar strilh,
Ha peur e tiskennint betek va bouzellou ? »

Va zad a chom bremañ mudet gant ar glac’har,
Ha ne gar mui tostaat ouz toull ar siminal,
Gwasket eo e galon ; en e geuz e lavar :
« Me a garfe strilha an anduilhenn vras all. »

An eizvet anduilhenn eo va breur Izidor,
P’eo gwir eo aet gantañ an anduilhenn all ;
Hennez ’ zo eur c’hof bras hag eur galon digor,
Eur genou kel ledan ha mantell ar siminal.

Izidor en deus rinset kement skalf oa er c’hrog ;
Hep lezel eun distera gant e dad hag e vamm,
Ha goude ez eo kerzet, kent na ganas ar c’hog,
War gein ar gazeg c’hell, dre an noz, d’an daoulamm.

D’ar brezel e kerzas da heul Nomenoe,
En doa touet kas kuit roue ar C’hallaoued.
— « Mistri Vreiz, emezañ, a vo me ha Doue,
Hag ar Gall ’ vo gwintet, pe amañ douaret. »

Bep mintin, en eur sevel, va zad a lavare,
En eur lakaat e fri e toull ar siminal :
— « Pa zegouezo en-dro soudard Nomenoe,
E pako fest ar vaz ma ne gas ket ar Gall. »

Hogen, p’en doa gouezet e oamp trec’h e Balon,
War an taol e teuas an dour ’n e zaoulagad.
— « Izidor, emezañ, ’ zo eun den a galon.
Heñ eo va gwella mab, mab d’an eürusa tad. »

« Ha c’houi, Yannig ha Fanchig, it ho taou dre ar c’hêriou
Ha zoken, ma vez ret, er parreziou, tro dro,
Da glask an hini gaera eus an anduilhennou
Da frita da Izidor, pa zegouezo en-dro. »

N’eo ket re fall an holl, ha farsus eo eun tammig ; hogen, ma talvez beza displeget, en noz, e korn an tan, en eur graza kistin darnet, re voutin ha re boblel eo evit beza displeget dirak Nomenoe ; n’he deus ket dremm eur werz-lid. Kendalc’h evelato, paotrig, kendalc’h. Ma n’eo ket mat hep beza fall, e teuio marteze ar maout ganit, eur wech bennak, pa ne vi mui krennard. An taol-mañ, moarvat da labour n’en deus ket degaset d’it eur c’houezenn.

Perig

O ! nann ; gant va breur eo bet graet, ha neizeur eo bet degaset d’in en dro d’eul lur amann.

Gwennoll

Da vreur a oar neuze rimal buan.

Perig
Ar rimadellou a zeu d’ezañ evel c’hoant staotat d’ar c’hi.
Gwennoll

Lez ar chas da redek ar c’had… Soñjal a raen : daoust m’eo divalo, re vrao eo c’hoaz evit beza ganet gant eur spered dientent evel da hini. (Sellout a ra ouz Lomig, deût ar c’housked d’ezañ.) Ha da werz, kousker lor ?

Lomig, o tivoredi

Echu eo.

Gwennoll

Savet da werz ha te o roc’hal ? Neuze avat eo bet savet gant da ael gwardian ? Diskouez, evelato, ma vo gwelet ha talvezout a ra. (Kemer a ra ar baperenn). Feiz ! n’eo ket gwall hir : peder linenn. Dispar e tle beza. (Lenn a ra).

Me a gar an anduilhenn,
Hag he c’harin da viken ;
Ouz unan hepken e vouzin :
Ouz ar mestr a ra skol d’in.

O ! Sapientia Domini ! n’emañ ket ar Furnez e korf ar bugel-mañ. Ha ya, paotrig, me eo an anduilhenn ?… Me an… anduilhenn ?… Me… me… an hini eo ? Mil malloz !… (C’hoarzadeg er c’hlas). Keuz a savo d’it, paotrig…

Lomig

N’eo ket me… n’eo ket me en deus savet anezi, rak n’ouzon ket rimal ha n’ouien ket petra ’ oa warni.

Perig, da Lomig

Diwallit d’an diskuilh…

Gwennoll da Berig

Petra ’ larez ?

Perig

Me ? Seurt ebet. (C’hoarzadeg er c’hlas).

Gwennoll

Boulc’hurun ! ar peoc’h a vo pe ne vo ket ? (Da Lomig). Ha te, kae dioc’htu da benndaoulina e-kichen va bureo ha da ziouvrec’h e kroaz. (Lomig a sent. Konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota).

Konwoion

Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik.

Gwennoll

O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin.

Konwoion

Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ?

Gwennoll

O ! mann ebet, va zad.

Konwoion

Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue.

Gwennoll

Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi.

Lomig

An anduilhenn !

Konwoion

Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ?

Gwennoll
Lomig an hini a youc’he an herra.
Lomig

O ! o !… n’eo ket gwir.

Gwennoll, da Lomig, goustad.

Emaout o klask hopal adarre. Prenn da c’henou, amprevan !

Konwoion, da Lomig

Kae da azeza ha chom reiz. (Da Gwennoll). Arabat e oa, breur Gwennoll, lenn ho kwerz d’ar vugaligou… Dalc’hit soñj eo dleet d’eoc’h, pa ne vefe evit an ano a zougit, beza atao fur ha direbech, e Sapientia Domini.

Gwenoll

N’oa ket evit maga gloar, nemet evit deski d’ezo penaos sevel gwerziou evit meuli an Aotrou Doue hag ar vro.

Konwoion

Diskouezit d’in ho labour. (Lenn a ra).

An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

Kaer eo moarvat… C’houi a lavaro, breur Gwennoll, eur bater hag eun ave, gant aon da goueza e pec’hed an ourgouilh. (Gwennoll a vousc’hoarz, eürus.)

Gwennoll

Hag eun ton brao am eus lakaet war an diskan. (Mouskana a ra eun ton iskis : « La Marseillaise »).

An Aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet.
Argad !

(Er-maez, eur foeter-hent a gan ivez a-bouez penn).

An aour yeotenn a zo falc’het,
Brumenni raktal en deus graet. Argad !

(Gwennoll, chomet berr, a vousc’hoarz glas. Konwoion a sell outañ, eur pennadig hir a-walc’h).

Konwoion

Breur Gwennoll, n’eo ket gwenn holl ho koustiañs. C’houi a lavaro eur bater hag eun ave evit ho pinijenn…

(Lien.)


Trede Arvest



Leur-gêr Redon gant ostaleriou tro-dro. Paotred o sanka peuliou en douar. Tud o tont d’ar foar gant marc’hadourez ha loened. Eun archer.


An archer

Maouez, maouez, da belec’h emaoc’h o vont gant ho tañvad ?

Naig

Da belec’h, den mat ? D’ar foar, evel just.

An archer

Ne vo ket foar hizio.

Naig

Eo, foar an deñved a vo.

An archer

Siouaz d’eoc’h ! ne vo ket foar hizio.

Naig

Biskoaz kement all ! Hag a nevez neuze e kêr ? (Yann o tont dre an tu all gant e vuoc’h. An Archer a ra tro. Eur Paour, en eur c’harr bihan, staget outañ eur c’hi.)

Ar paour

Truez ouz eur paour kaez den mac’hagnet ha dall.
Ha Doue ho pennigo er bed all !

Naig, d’ar paour
Dal ! gwenneg ar chañs, evit ma vo foar an deñved.
Ar paour

Doue ho paeo, itron vat,
Ha chañs vat d’eoc’h da werza ker ho tañvad.

An archer, da Yann

Da belec’h emaoc’h o vont gant ho puoc’h ?

Yann

D’ar foar.

An archer

N’eus ket foar hizio.

Yann

Foar ’ vo sur, p’emañ an deiz.

An archer, taer

Ne vo ket foar hizio.

Yann

Ha c’houi a lavar traou ’vat. N’eo ket al loened a vanko bremaik war ar blasenn.

An archer, taeroc’h

Na saout, na denved, na tra. Ne vo ket foar hizio. (Kouerien o tont dre an tu all gant loened pennasket. An archer a red daveto.)

Ar paour

Truez, va breudeur gristen
Ha roit d’ar paour an aluzen.

Yann, d’ar gouerien

Oc’ho ! degouezet oc’h ivez ?

Youen, gant e ebeul

Degouezet omp. Pe briz ez a al loened ?

An archer
Na priz na loened : ne vo ket foar.
Youen, o c’hoarzin

Hizio emañ foar ar c’hezeg hag araok eun eur amañ e vo kezekenned ha mirc’hed kalloc’h, e-leiz, war ar blasenn.

An archer

Dont a raint marteze ; gwerzet, avat, ne vint ket. Rak ne vo foar ebet.

Youen

Pe vo foar, pe ne vo ket, me n’oun ket chalet : en eur zont e kêr em eus gwerzet va ebeul da Jakez ar c’higer.

Naig

Gwerzet ha paeet ?

Youen

Paeet e vo mar n’eo ket c’hoaz. Gwelit : touzet eo ar vlevenn, e kroaz, war dailher al loen ; a-benn eur vunutenn amañ, e touchin va gwenneien.

Naig, goapaus

Pe Youenn pe Jakez an hini a vo tizet ? Setu aze eun divinadenn.

An archer, herr

Pa lavaran d’eoc’h ne vo ket foar. Na kezeg, na tra.

Youen

Ha perak ’ta ?

(Kouerien en tu all).

Yann, d’ar paour

Dal ! gwenneg ar chañs evit ma vo foar ar saout.

Ar paour

Doue ho paeo, va den mat, evit hoc’h aluzen,
Hag a rabato d’eoc’h eur pennad pinijenn.

(Eur goueriadez gant eur banerad viou.)

Madalen
Ouf ! na pegen tomm eo d’in.
An archer

Ha c’houi, maouez ?

Madalen

Eun diner ar vi.

An archer

Na diner, na vi. Ne vo ket marc’had.

Madalen

Marc’had ’ vez atao da zeiz ar foar.

An archer

Ne vo ket foar hizio. Mont a rin diot o hopal an hevelep tra.

Madalen

Chesus va Doue ! Ne vo ket foar ? Koulskoude…

(Sellout a ra ouz an niver bras a dud deût d’ar foar.)

An archer

It en-dro gant ho viou.

Madalen, o sec’hi an dour-c’houez ouz he zal

Setu ’ta !

An archer

Ya, tomm eo.

Madalen

Tomm an amzer ha pounner va fanerad. Viou nao yar o tozvi bemdez epad eiz deiz. (An archer a dro kein. Youen a ro gwenneg ar chañs d’ar paour.) D’ar gêr ez in, pa vo goullo va faner.

Ar paour

Truez, va breudeur gristen,
Ouz eur paour kaez den
Ne welo biken
Eur berad sklerijenn.

(An holl a ro d’ezañ gwenneg ar chañs.)

Bennoz Doue d’eoc’h holl.
N’ho po na keuz na koll.

Naig

Dal ! eur gwenneg c’hoaz evit ma vo dreist-holl foar an deñved.

Ar paour

Doue ho paeo. En ano an tad, ar mab hag ar spered santel. (Lavarout a ra eur bedenn.)

Naig

Foar ’ vo !

Holl

Foar ’ vo !

Madalen

Ha marc’had !

Holl

Ha marc’had !

Fañch, o tont gant e bemoc’h

N’eo ket digor c’hoaz ar foar ?

An archer

Da belec’h emaoc’h o vont c’houi ho taou ?

Fañch

Va femoc’h ha me, ni ’ zo deût d’ar foar.

(E-leiz a dud).

An archer, kollet gantañ e benn

Ha c’houi ? ha te ? ha c’houi ? ha te ? ha te ?…

Holl, taer

D’ar foar !

An archer

Pa ne vo ket…

Madalen

Ne vo ket foar ? Ne vo ket foar ! Setu aze eur ganaouenn !

Holl
Setu aze eur ganaouenn !
Madalen

Perak ne vo ket ?

Holl

Ha perak ne vo ket ?

An archer

Abalamour… Selaouit…

Madalen

Hennez a zo mezo pe diskiant.

An archer

O ! o ! hoc’h ano ? maouez.

Holl

Ne vo ket foar ?

An archer

Nann ! nann ! nann ! nann ! (Da Vadalen) Hoc’h ano, maouez.

Madalen

Da sutal !

An archer

O ! o ! o !

Holl

A ! a ! a !

An archer

Amañ ! amañ ! Sikour d’in (Archerien o tont, peb a skourjez ganto.)

Mestr an archerien

Petra ’ c’hoarvez ?

An archer

Darbet eo bet d’in…

Holl, ha droug en dud
Foar ’ vo !
Mestr an archerien

Ne vo ket !

An archer kenta, laouen

A ! a ! a!

Holl

Ha perak ne vo ket ?

Mestr an archerien

Dre urz an Aotrou Eskob ha Maer, hon Tad Santel Konwoion. (An archerien a denn tennou gant o skourjez. Eun tabouliner a zegouez war al leur en eur skei war groc’hen e daboulin. Tenna a ra goude eur skritell diouz e sac’h.)

Maivon, gant he fesked

Brilli, brilli… brilli fresk… Eun diner ar vrellenn ; eun hanter hini eun dousen pennou sardin.

An archer

Ho kenou gant ho prilli !

Maivon

Brilli a zo em paner hag eun archer brell a zo dirazoun. (An archer a chom berr gant e respont) Sur oc’h chomet diskabell dindan an heol bero.

Seza, gant he amann

Mall ’ oa ganin beza erru ; aet oan skuiz-maro o tougen va fanerad amann. Aet va c’horf da zour ha va amann da flibous. (Teurel a ra he faner war al leur.) Amann melen, amann druz, amann mat, amann marc’had mat.

An tabouliner, goapaer
Gwell a ze mar deo marc’had mat ; disteroc’h ’ vo ar c’holl. Drebet e vo sur ; prenet, ne lavaran ket.
An archer

Setu degouezet mat : amann melen da frita brilli fresk…

Seza

Ne gomprenan seurt e parabolennou ar re-mañ.

An tabouliner
Selaouit hag e klevot. (Lenn a ra.) A-berz an aotrou Konwoion, eskob ha maer, ne vo hizio na foar na marc’had : na foar ar c’hezeg, na foar ar moc’h, na foar ar saout… na marc’had yer, na marc’had viou…
Madalen
Brao emaoun ganti !
Mestr an archerien
Peoc’h ! (Strakal a ra e skourjez.)
An tabouliner

…na marc’had viou, na marc’had amann, na marc’had pesked… (Klask a ra eur skritell all en e sac’h.)

Yann

Ma n’eo ket evit staga ar c’hezeg hag ar saout, evit petra neuze emañ hennez o sanka peuliou en douar ?

Ar c’halvez

Eur volz-enor emaoun o sevel.

Yann

Eur volz-enor ? En enor da biou ?

Ar c’halvez

Aes eo gouzout ne vo ket savet evit ar saout nag evit ar moc’h… (Pemoc’h Fanch a ya dre zindan) Si ’ta ! pemoc’h fall ! (C’hoarzadeg. Da Fanch) Sko war e vin ma kilo al loen… nemet en enor d’an Nomenoe.

Holl

Nomenoe ? Nomenoe ? Piou an Nomenoe ? (Merc’hed yaouank gant boutegadou bleuniou ha briadou brulu a dreuz al leur ; kana a reont.)

Youen

Koll amzer.

Yann
Koll arc’hant.
Madalen

Ha petra ’ rin-me gant va viou ? Pask a zo tremenet.

Fañch

Va gwiz, er mintin-mañ, he deus bet korfad brenn. Eun tamm brao a goll evidoun.

Ar paour

Truez, va breudeur, ouz ar paour
N’en deus nag arc’hant nag aour,
N’en deus na kar
Na par,
Na diner nag aoz
Evit tremen an noz.

Youen

Dal ! daou wenneg evit ma touchin va arc’hant.

Ar paour

Doue ho paeo.

Youen

Doue am paeo ? Doue am paeo ? Da Jakez ar c’higer eo d’am paea. Ar paour-mañ a ra goap ouz an dud. (Ar paour a zo aet diwar weled).

Holl, taer

Foar ’ vo !

Mestr an archerien

Peoc’h a vo ?

Madalen

Ma kred d’eoc’h e tougin en-dro, d’ar gêr, ar viou dozvet gant nao yar, en eiz deiz ? Me ’ zo kustum da vont war droad, o !

Mestr an archerien
Degasit ar viou-se, amañ.
Madalen

Eun diner ar vi.

Mestr an archerien

Goude e vo gwelet.

Madalen

Ola ! Ola ! roit d’in va viou en-dro.

An tabouliner, kavet gantañ e skritell

…Hag an holl dud a zeuio d’ar foar, gwazed ha merc’hed, yaouank ha koz, a ranko chom war blasenn Redon da rei degemer da Nomenoe, evel ma tere, gant youc’hadennou ha strakadeg daouarn.

(Ne wel ket gwall sklaer, eeuna a ra e lunedou. An dud a glask en em denna.)

Fañch, d’e bemoc’h

Si ’ta ! D’ar c’hraou !

Naig, d’he dañvad

Deomp d’ar gêr, mennig

Yann, d’e vuoc’h

C’houst !

Youen, d’e ebeul

Hei !

Madalen

Roit d’in va viou en-dro.

(Jakez ar c’higer, o tont : roched plaket, chupenn mezer du ha gouriz glas.)

Youen
He ! Jakez, degas d’in va arc’hant ha kemer krog e kabestr an ebeul. D’it eo al loen, korden hag all.
Jakez

D’in-me, siouaz ! N’oun ket bet prener, hizio. Gwelout a rez emañ gwisket va chupenn sul ganin ha nann va saro zu.

Youen

Bremaik, war gorre kêr, e oa ganit da saro zu, ha foar hon eus graet hon daou.

Jakez

Penaos hon eus-ni graet foar hon daou, p’eo gwir ne vo ket foar, hizio, e Redon ?

Youen

Foar a zo bet graet etrezomp hag ez eus eun testeni : ar vlevenn touzet war dailher al loen, ha…

Jakez

…Ha lavaret em eus d’it kas en-dro, d’ar c’hraou, da ebeul da larda, rak n’eo ket kuilh awalc’h evit beza gwerzet e stal eur c’higer kristen.

Youen

Gaouier out ha laer ouspenn, evel an holl gigerien. Distaol da arc’hant pe n’out gour. (Ar c’higer a dro kein.) N’out gour ! n’out gour ! Klevout a ri c’hoaz ano ouzin.

(An dud a zo o vont kuit.)

Mestr an archerien, d’ar gouerien

Ha bouzar oc’h ? N’eus ket lavaret d’eoc’h chom war ar blasenn ? (D’an archerien) Stankit an hentou. (An archerien a sent.)

Madalen

Roit d’in va viou.

An archer
Da sutal.
An tabouliner, o kenderc’hel

…Ha kement loen, kement lur amann, kement vi, kement pesk degaset d’ar foar pe d’ar marc’had, a vo diwallet e kêr Redon, betek ar c’huz-heol, kenkas o defe naon soudarded Nomenoe.

Graet e Ti-Kêr Redon
gant Konwoion,
Eskob ha Maer,
d’an 30 a vezeven 845.

Dre urs hon Aotrou ’n Eskob ha Maer e stagan ar skritell ouz mogerou an ostaleriou. D’an dud d’ober anaouedegez ganti penn-da-benn. Ker e kousto d’an neb a rogo pe a saotro anezi.

Fañch

Bandenn voc’h !

Mestr an archerien, d’an archerien

Stagit al loened ouz tal an ostaleriou, ha lakait a gostez pesked, viou hag amann.

Youen

Va ebeul a zo Jakez e berc’henn. Pa soñjan em eus, er gêr, foenn da charreat.

Naig

Ha me, dilhad fank da brada.

Madalen

Ha me ’m eus bronn da rei d’am mabig.

An archer
O ! o ! maouez, c’houi a zo plac’h yaouank koz…
Madalen

Hag ez oun hag e chomin. An dra-se a zegas d’eoc’h droug-kof ?

Mestr an Archerien, d’an Archer Kenta

Skrivit, archer : dek diner amand d’ar vaouez divergont-se.

An archer, laouen

Hoc’h ano, maouez, hoc’h ano ?

(Lien.)


Pevare Arvest



War ar blasenn. An hevelep re. Ar breur Gwennoll, Job.


Youen, da Yann

Peseurt darvoud an diaoul a zo degouezet hizio er vro ? Ha c’houi a gompren eun dra bennak ?

Yann

N’oun ket kustum da veza dientent, nemet hizio eo tapet va spered genaouek. Ne gomprenan ket eur vulufenn er pez a c’hoarvez.

Fañch

Dont d’ar foar da zeiz ar foar, ha ne vo ket foar !…

Naig

Dont d’ar marc’had da zeiz ar marc’had, ha ne vo ket marc’had.

Madalen

An dra-se a zo eur mister.

Maivon

Petra an diaoul a sinifi ar volz emeur o sevel war ar blasenn hag en elestr hag ar bleuniou ledet war al leurenn, evel da c’houel ar sakramant, ha piou eo Nomenoe ?

Holl
Ha piou eo Nomenoe ?
Gwennoll, o tegouezeout

Mantrus ! mantrus ! n’ouzont ket piou eo Nomenoe !

Maivon

Nann, ’vat, ha n’oun ket nec’het c’hoaz.

Gwennoll

Nomenoe a oa gwechall
Gouarner, e Breiz, evit ar Gall ;
Hizio Nomenoe,
E Breiz, a zo roue.

Youen

Kompren a ran : an Nomenoe a zo paotr an tailhou.

Gwennoll

Sevel a rae tailhou evit Bro-C’hall ; nemet, edo o c’hortoz an deiz merket gant Doue evit terri ar yeo ha savetei ar vro, hag ober ouzomp-ni, Bretoned, gwazed dieub. An eur venniget a sonas en devezioù-mañ, ha paotred Nomenoe ha soudarded Karl ar Moal, ar roue gall, a zo bet emgann etrezo e kompezenn Ballon. Ar Vretoned o deus gounezet, Breiz a zo dieubet ha Nomenoe a zo hor salver. Hizio emañ an deiz da lida ar viktor ha bremaik Nomenoe, hor roue galloudek ha glorius, a vo degemeret e Redon gant bleuniou, kaniri, brall ar c’hleier ha son an trompilhou.

Holl

Diwar goust hol loened, hor pesked, hor viou hag hon amann.

Fañch

’M eus aon, manac’h yaouank, ez eus ac’hanoc’h eur paotr leun a zeskadurez hag uzet hoc’h eus moarvat ouspenn foñs eur bragou

war skiñvier ar skoliou. Klevit ’ta : daoust hag e Breiz digabestret, ne vo mui savet a dailhou ?
Gwennoll

E gwirionez, tailhou a vo savet, evel araok ; eun tamm mat nebeutoc’h, a-dra-sur, eun tamm mat nebeutoc’h, hag e kefiou Breiz e vezint miret e-lec’h mont da leunia boujedenn Vro-C’hall evel gwechall. Setu.

Holl

Ha !

Gwennoll

Alvanet e chomit.

Holl

Ya !

Gwennoll

Perak ?

Holl

Ne gomprenomp ket

Gwennoll

Ne gomprenit ket ar c’hemm a zo etre an daou gef, hini Bro-C’hall hag hini Breiz ?

Holl

Nann ! Kef Breiz pe kef Bro-C’hall a zo ingal d’imp, p’eo gwir e paeomp, memez tra…

Gwennoll

Bretoned digalon !

Holl

…Ha kompren a reomp e vo atao goullo hor c’hef-ni.

Gwennoll

Ne garit ket ho pro !

Yann
Da zeiz ar Viktor, me a zo laeret diwarnoun va buoc’hig Durham.
Youen

Ha me, va ebeul ken flour e vlevenn.

Fañch

Ha me va gwiz ken lart.

Naig

Ha me va dañvadez gant he gloan hir a oa da veza touzet en deveziou-mañ.

Madalen

Ha me melladou viou dozvet gant yer bet gant ar c’hilhog.

Maivon

Ha me va brilli pesketaet gant an higenn e-tal Damgan.

Seza

Ha me va amann druz, ribotet d’ar beure.

Job

Ha me emañ va buoc’h o hala er c’hraou, hag a-benn bremañ marteze he deus kollet he leue. Ha n’oun ket evit mont d’ar gêr, war he zro.

Holl

Ni a goll holl ouspenn eun devez labour.

Youen

Eun tamm brao a laer eo Nomenoe. Ya ! eun tamm brao a laer, setu petra eo da Nomenoe.

Gwennoll
Ha ma vefe goulennet diganeoc’h rei daou ebeul, diou vuoc’h ha daou bemoc’h e-lec’h unan ?…
Youen, Yann ha Fañch

O tri mil c’hast !…

Gwennoll

Koulskoude e vefe eun enor evidoc’h kinnig ho loened da veza aberzet war aoter ar Vamm-Vro.

Youen

’M eus aon, kloareg, gant ho teskadurez, ez eo kollet ganeoc’h an diweza peadra eus ho skiant vat. Brao eo d’eoc’h prezeg ha kentelia pa n’hoc’h eus ket zoken eun diner da goll.

Maivon

Ha marteze n’eo ket d’ezañ zoken ar roched a zo war e gein.

Gwennoll

Eur roched all a zo war da c’hein ha n’en deus perc’henn nemedoun.

Maivon

Ho kroc’hen ? Aberzit anezi ’ta, war aoter ar Vamm-Vro.

Gwennoll

Graet em bije a galon vat, nemet n’em boa digarez ebet da vont d’an emgann, rak Nomenoe n’en doa ket ezomm eus soudarded war droad. Ouspenn eur Breton, avat, en deus roet, en deveziou-mañ, e groc’hen ha kroc’hen e varc’h.

Maivon

Ya ! Izidor an anduilhenn a zo aet d’an emgann gant kazeg e dad.

Gwennoll

Heñ ha meur a hini all.

Maivon

Klevet em eus en eur zont d’ar marc’had gant va brilli, en deus kuitaet Izidor ti e dad hag e vamm goude distribilha eun dousen anduilhennou hag eo tec’het dre noz ha dre laer, war gein ar gazeg c’hell.

Naig

E kompagnunez dispar emañ Salver ar Vro.

Maivon

Koll Izidor ne vo ket eur c’holl bras. Nemet pa zeu soñj d’ezañ eus e gazeg c’hell hag eus e anduilhennou, an tad a ya sot-ran.

Gwennoll

Ma ne deu ket Izidor en-dro, e vo garanet e ano er peulvaen ha meulet da viken e gwerziou ar varzed.

Madalen

Kaerat tra d’an den maro !

Seza da Vaivon

Ho pesked…

Maivon da Vadalen

Ho viou…

Madalen ha Madalen, da Seza

…a vo fritet gant hoc’h amann… war billig ar Vamm-Vro… evit leunia goude-se kof al lakepoded.

Maivon, da Wennoll

Daoust hag ar brilli, an amann, ar viou, an ebeul, an dañvadez hag ar wiz a vo meulet ivez e gwerziou ar warzed, inosant ac’hanoc’h ?

Gwennoll a hej e ziouskoaz
Ha drailh ha frailh ; ha freuz ha reuz ; ha kant mil Gall vil, trec’het, o tec’hi… (Eürus) Tan ar c’han, ha taran an diskan.
Yann

Me n’emaoun ket o vont da chom amañ da selaou an abostol-se o sevel litaniou.

Youen

N’oc’h ket evit mont d’ar gêr : ho puoc’h a zo pennasket ouz tal an ti all.

Yann

Me he dibennasko.

Fañch

Gwelit : an hentou a zo stanket gant kirri a-dreuz, ha diwallet gant archerien e-leiz.

Yann

Me a roio al lerenn d’ezi etre he divesker ken ma lammo dreist ar c’hleuz mar deo stanket an hent, pe e toullgofo an archerien a gavo dirazi. (Emañ an dud o vont kuit ; an archerien o tont.)

Eun archer

Penaos ? An dud o vont kuit ?

Yann

O ! n’emaomp ket ; ne daimp ket d’ar gêr hep hol loened.

Madalen

Hep va viou.

Yann

Me n’oun ket evit chom hep lavikat va divesker pe kerkent, e vez maro va zreid hag e kouezan diouz va sav.

Eun archer
Grit eur pennadig bale war ar blasenn evit divoredi ho kwad ; arabat d’eoc’h, avat, mont da zistaga al loened.
Yann, d’an archer

O ! ne zistagin ket va buoc’h nemet mont a ran da drouc’ha d’ezi eur bec’hiad melchon ruz. Da genta avat ez an d’an ostaleri, amañ, da c’houlenn an aotre digant ar perc’henn. (Mont a ra d’an ostaleri).

Youen

Mont a ran ivez d’a c’houlenn eur pochad kerc’h evit va ebeul.

An archer

It, hag hastit afo.

Fañch

Ha me…

An archer

Ha c’houi, eur muzuliad brenn evit ho pemoc’h ?…

Fañch

Eeün-hag-eeün.

An archer

Ha goude e vo tro Madalen ; ha goude tro Seza, ha goude tro Maivon. Ha goude en em gavin va-unan war ar blasenn. Aze emaoc’h, aze e chomot. Ma tegouez d’ho kwiz gwic’hal gant an naon, skoit d’ezi war he min ken na davo. (Yann o tont er-maez eus an ostaleri a zistag e vuoc’h). Oc’ho ! arabat distaga al loened.

Yann

Evit he c’has d’ar peuri an hini eo, rak n’eus ket er verouri melchon trouc’het na da drouc’ha.

An archer
Ma n’eus ket, he do ho puoc’h eun diouer. (Yann a adstag an aneval hag a zistro d’an ostaleri). Da belec’h emaoc’h o vont ?
Yann

Da lavarout d’ar perc’henn n’eo ket druz awalc’h ar peuri en e bark.

An archer

Gouzout a ra petra a zo en e bark hep ma vo lavaret d’ezañ. Deuit amañ en-dro (Yann a dosta en eur c’hrozmolat.)

An ostizez, dre ar prenestr

Yann, servichet eo da vanne.

Yann

Emaoun o vont. (Ober a ra tro.)

An archer, da Yann

Dont a reot amañ pe me a ya d’eoc’h ? (Yann a dosta goustad. Fañch a gouez eus e sav war ar blasenn.)

An archer

Petra ’ zo c’hoarvezet gant an den-mañ ?

Yann

Skoet gant eun taol gwad dindan an heol bero.

An archer, da Yann

It buan da glask ar medisin.

Yann

Gwell eo dougen anezañ betek an ostaleri evit ma vo skuilhet dour fresk war choug e gil. Eur fozad dour sin a dalvez eur medisin. (Yann, Youen ha Job a grog e Fañch hag a zoug anezañ d’an ostaleri.

Madalen, Maivon ha Seza a glask ivez rei sikour. An archer d’ezo :)
An archer

Ar merc’hed-mañ a glask atao en em lakaat etre treid ar wazed. En em dennit ! (Ar maouezed a chom. An archer da Job :) Daou waz a zo barrek awalc’h evit dougen eun den. (Job a ziskrog. Lezel a ra e dog da goueza.)

Job

Aotrou Archer, Fañch a zo chomet e dog war e lerc’h ; mont a ran da gas anezañ d’e berc’henn. (Mont a ra.)

Fañch, d’an dougerien

Diwallit d’ober hirlink d’in dindan va c’hazellou pe e tirollin da c’hoarzin.

Seza, da Wennoll

It da gerc’hat d’in eur boked geot dreinek a viro ouz an arne da goueza war va amann. (Gwennoll a gutuilh eun dournad geot. Seza a lak geot en he fronellou hag o gwask gant he bizied. Gwada a ra he fri raktal.)

Seza

O ! aet oun sempl.

An archer

He fri o wada ?

Seza

Va fenn o faouta gant an droug.

Maivon

Eun taol gwad all !

An archer, da Seza

It ivez d’an ostaleri da c’houlenn dour fresk. (Seza a gerz war he fouezig. Madalen, Maivon ha Naig a ro skoazell d’ezi.) Mont a ray

hec’h-unan.
Naig

Kazelik-kazelik e daio aezikoc’h. N’eo ket gwir, Seza gaez ?

Seza

Gwir. (Maivon ha Madalen a ra tro ; Seza ha Naig en em denn, kazel ha kazel.)

Maivon da Vadalen

Ha ni, amañ, hon diou, hon unan !…

Maivon

Me n’oun ket evit chom pelloc’h em sav.

An archer

Ha c’houi a zo klañv, ivez ?

Maivon

Klañv ha gwall glañv, siouaz ! Mez am eus.

An archer

Eur c’hleñved mezus eo moarvat ?

Maivon

Mezus kenañ, aotrou archer… Gwelit pegen stardet eo va c’horkenn…

An archer

N’em boa ket taolet evez : o tougen emoc’h ?

Maivon

Evit an ugentvet gwech, siouaz d’in ! Hag emaoun hizio war

an navet miz. Buhez ar gwragez war an douar a zo penn-da-benn eur menez kalvar.
An archer

Hag oc’h deût evelato d’ar foar ?

Maivon

Da gavout ar medisin, aotrou archer.

An archer

O ! gouzout a ran pegen start eo dougen bugale. Da zek mab oun bet tad, hag e-keit ma veze va gwreg o tougen, e veze ret d’in soursial ouz labour an ti goude graet labour ar park.

Maivon

C’houi a zo eun den a galon.

An archer

Re a galon. (Maivon en em glemm.) Emoc’h o vont da glañva ?

Maivon

Kasi sur ; n’oun ket evit chom pelloc’h em sav. Emaoun o vont da vankout ma ne azezan ket.

An archer

Deuit ganin ma kasin ac’hanoc’h da di ar medisin.

Maivon

N’oun ket evit mont da di ar medisin p’eo gwir n’em eus ket eur gwenneg zoken em godell. Arc’hant va brilli a oa evit paea ar medisin ha va brilli a zo bet dalc’het diwarnoun.

Madalen

Pec’hed eo ivez derc’hel viou war goust eur baourez kaez.

An archer, da Vaivon

Rei a rafen d’eoc’h ho prilli en-dro, nemet n’eo ket me eo ar mestr ; hag, ouspenn, ne gavot ket gwerz d’ezo. Ostiz an Trilonk

a bresto d’eoc’h moarvat ar peadra. It d’e gavout.
Maivon

Mont a ran ; hoc’h ali a zo ali eur c’hristen mat.

An archer

Pouezit war va brec’h : aesoc’h e vo d’eoc’h bale.

Maivon

O ! mont a rin va-unan ; me a zo boazet ouz ar boan hag ouz ar vizer ; hag, ouspenn, ma tegouez d’eoc’h beza gwelet gant ho mestr, e viot gourdrouzet, moarvat. Doue ho pennigo evelato, aotrou archer. (Mont a ra da ostaleri an Trilonk.)

Madalen

O ! aon am eus amañ, va unan, hep eur c’hristen em c’hichen, ha gant an diaoul ebarz va c’halon.

An archer

C’houi a zo o klask ober an diodez ; hogen, amañ e chomot.

Madalen

Sur awalc’h, n’oun ket bet gwall fur hizio. En eur zont d’ar foar, em eus graet an diodez. Pilet oun bet e foz an hent bras gant eur foeter-hent, ha bremañ en em gavan e stad a bec’hed marvel.

An archer

Mar doc’h bet pilet ha gwallet, ar pec’hed a zo d’ezañ.

Madalen

Da genta e oa d’ezañ ha goude d’imp hon daou, rak kemeret em eus ivez plijadur.

Gwennoll
O ! maouez fall.
An archer, da Wennoll

Ha te a zo aze ivez ?

Madalen

Ya, eur vaouez fall, siouaz d’in ! Keuz am eus avat ha doñjer ouz va fec’hed bras ; ha mall ’ zo warnoun mont d’an iliz da walc’hi va ene lor er gador-govez ha, goude, e dour ar binijenn.

An archer

Mat a reot.

Madalen

Mont a ran eta, war eeün.

An archer

Ne viot ket kovesaet bremañ ; n’eus beleg ebet en iliz.

Madalen

Amzer en em brepari…

An archer

Grit sin ar groaz war ar blasenn ha skoit war ho peultrin, dirak Doue araok ober dirak ar beleg er gador-govez.

Madalen

N’oun ket evit ober, gant dremm eun archer dirazoun.

An archer

Ha perak ’ta ?

Madalen

Abalamour ne garan ket an archerien hag en eur welout dremm unan dirazoun e sevenan war an taol eur pec’hed marvel a gasoni. D’an iliz ez in.

An archer
Gwelet e vo.
Madalen

O ! den fallakr ! mirout ouz eur vaouez da vont da govez !… Ma kouezan amañ, dindan an heol bero, skoet gant eun taol gwad, e vo daonet va ene. Hogen ma ’z an gant an diaoul, e pedan an Aotrou Doue da zaona ac’hanoc’h ivez.

An archer

Maouez, maouez, it buan d’an iliz ; it dillo da govez !

(Madalen en em denn.)

Madalen

Araok ma vezo kavet war an douar eun archer e spered digor, e vo degouezet fin ar bed ; nemet hemañ, a gredan, a zo e-touez ar re c’henaoueka bet krouet a-viskoaz gant an Aotrou Doue. Ma kemerfe korf, en e spered, an holl sotoniou am eus roet d’ezañ da gredi, n’eo ket eur penn a vefe war e choug, nemet eur varrikenn. (An archer en deus troet kein ; Madalen a red d’an ostaleri.)

An archer

Hag e choman va-unan, war ar blasenn, hag oun bet lakaet gant va mestr da ziwall al loened hag an dud…

Gwennoll

Me a zo amañ ivez ; setu emaomp daou.

An archer

Eur c’hloareg ne gont ket. (Outañ e-unan) Va-unan war ar blasenn, gwelloc’h em bije kavet en em gavout gant unan all bennak hag ober ganti eur pec’hed marvel e foz an hent bras.

Gwennoll, dinec’h

Tan ar c’han ;
Taran an diskan.

Klevout a rit, archer ? (An archer, imoret, a dro kein.)
An archer

Me a roy d’it diskan, bremaik. (outañ e-unan) Mont a ran ac’han da ziwall ar c’hirri ; aesoc’h e vo d’in. (Mont a ra kuit. Eur gedour o tont gant eul luned hir : ken hir hag e gorf. Sellout a ra ouz eur skeulig, sko ouz lost an doenn.)

Ar gedour

Ha petra a welin-me diwar lein ar skeul vihan-se ? Eur c’halvez ne oar ket, e fesoun, ez eo ret d’eur gedour pignat uhel, uhel, el laez, evit gwelout pell, pell. Aes eo gouzout n’eo ket bet er skol.

Gwennoll

Ne c’hellfe konta nemet war e vizied niver ar bazinier en e skeul.

Ar gedour, o konta

Dek pazenn. Dek ha dek a ra ugent. Ugent a oa ret.

Gwennoll

Gwir, gant ugent pazenn e vez unan eun hanter uheloc’h eget gant dek. Ha gwelout a reer eta eun hanter pelloc’h ?

Ar gedour

Kavout a rae d’in e oac’h bet er skol ; ’m eus aon avat, n’oc’h ket bet hiroc’h eget an daolenn genta. An dek pazenn genta a zo, ouspenn dek, pell diouz an ugent. Selaouit : gant dek pazenn ne welin tra, p’eo gwir, diwar c’horre ar skeul, ne dizin ket c’hoaz lost an doenn ; ha gant dek pazenn ouspenn e welin, dreist an doenn, betek penn an dremmwel… Ne oa ket eun divunadenn.

(Gwennoll a dro e gein, feuket. Ar c’halvez a dremen, eur plankenn gantañ war e skoaz.) He ! kalvez ! Klev ! Petra ’ welin diwar c’horre ar skeulig-mañ ?

Ar C’halvez

Lost an doenn, evel just. Eus lost an doenn e pigni gant da grabanou war c’horre an ti ha goude war c’horre ar siminal. Hag ac’hano

e weli an dremmwel. Ne oa ket eun divunadenn. (Ar c’halvez en em denn).
Gwennoll, o c’hoarzin goap ouz ar gedour

Hi ! hi ! dek pazenn a zo awalc’h, ne oa ket eun divunadenn. Eul labous ha ne oar ket an tu da bignat d’e glud !…

(An Aotrou Konwoion, gant e zilhad aour hag e vaz eskob.)

Konwoion, d’ar gedour

N’emaout ket c’hoaz war c’horre ar siminal, ha marteze emañ tost soudarded Nomenoe ? (Ar gedour a bign er skeul ; Konwoion a sell en-dro d’ezañ). Penaos ? Den ebet war ar blasenn ?

Gwennoll

Eo, me.

Konwoion

Eur c’hloareg ne gont tra, nemet pa vez er skol.

Gwennoll

Unan all bennak en deus lavaret an dra-se d’in bremaik…

Konwoion

Va-unan war ar blasenn !… Koulskoude eo stanket mat an hentou gant ar c’hirri ha diwallet gant archerien. Al loened a zo stag ouz an tiez… Da belec’h eta eo aet ar gouerien ?…

Gwennoll

Darn a zo aet da gavout ar medisin, darn da gavout an apotiker, ha darn all da govez.

Konwoion

Souezet oun e teuont da govez e-kreiz ar sizun, ken lezirek ma ’z int da zont da zerc’hent ar goueliou-berz.

Gwennoll

Eur vaouez he deus graet eur pec’hed mezus en eur zont d’ar foar !

Konwoion

’M eus aon eo bet kovesaet war ar blasenn, araok mont d’an iliz ?

Gwennoll
Ya ! an archer en doa c’hoant da c’houzout.
Konwoion

Ha c’houi, da glevout. Ar pec’hed a zo d’eoc’h.

Gwennoll

O ! ne c’hell ket beza, ne c’hell ket beza, Aotrou ’n Eskob… Ar pec’hedou-se a vez atao d’ar merc’hed.

Konwoion

Mat, mat… It d’an iliz, ha goude, da di ar medisin, ha goude da di an apotiker, ha degasit d’in eus ar gouerien, klañv hag all o c’horf pe o ene.

Ar c’hloc’her, o tremen

Mont a ran da seni an añjelus.

Konwoion, d’ar c’hloc’her

Da unan emaout ?

Ar c’hloc’her

Va mab hena a zo o tont war lerc’h, gant alc’houeziou an iliz.

Konwoion

Ha prennet eta eo doriou an iliz ?

Ar c’hloc’her

Sparlet int gant barinier houarn ha prennet ouspenn gant an alc’houeziou abaoe an oferenn vintin. Kemennet hoc’h eus d’in, Aotrou ’n Eskob, prenna doriou an iliz, da gement devez foar, abaoe m’eo bet laeret an arc’hant eus kef sant Yann Vadezour.

Konwoion

Mat a rez senti ouz va gourc’hemennou evel ouz gourc’hemennou an iliz. Hogen, mar deo prennet an noriou, n’eus den ebet en iliz ?

Ar c’hloc’her
O ! den ebet, Aotrou ’n Eskob.
Gwennoll

Piou a welan o vont du-hont, gant ar straed ?… Ar medisin hag an apotiker !… Gwelit, Aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Neuze, n’eus den ebet en o zi ; da lavarout eo, den e ti an apotiker, den e ti ar medisin ha den ebet en iliz. Gaou hoc’h eus lavaret d’in.

Gwennoll

Neuze, me an hini a zo bet gaouiet da genta.

Konwoion

Kit gant ar c’hloc’her da seni an añjelus. (D’ar c’hloc’her) Brall an tri c’hloc’h epad eun hanter eur, evel evit eun Te Deum bras. (Ar c’hloc’her a sell gant fae ouz ar manac’h). Ar c’hloareg-mañ a vrallo ar c’hloc’h bihan… Ha me a zo o vont d’ober an dro d’an ostaleriou da glask ar gouerien.

(Lien.)


Pempvet Arvest



En ostaleriou. Ar gouerien, gwazed ha maouezed oc’h eva hag o c’hoari ’ c’hartou hag o kana.


Madalen

N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer ?

Yann

Mont da archer pe da vengleuzier, da zibab en doa, rak re vihan e oa an tiegez evidomp hon daou abaoe m’hon eus, en hevelep deiz, kemeret an diou c’hoar da bried. Dre ma oan ar breur hena, an tiegez a oa d’in da dalvezout.

Madalen

Hag e tibabas ho preur mont da denna an tao eus ar mengleuziou ?

Yann

Dre geuz ha dre ret… An nozvez kenta p’edont en o gwele, hag o vont da seveni gant furnez sakramant ar briadelez, e wreg a reas d’ezañ toui na vije ket aet biken da archer. — « Goulennet em eus va flas, emezañ, gwall nec’het. — « Te a nac’ho da blas, emezi, araok ma vin, penn-kil-ha-troad, gwreg d’it, dirak Doue. Ma ne blij ket d’it, me a yelo warc’hoaz vintin, da gavout an Aotrou Konwoion da c’houlenn gantañ an divorza. »

Va breur, tommet e wad, ha mall gantañ beza dimezet, penn-da-benn, a asantas hag a douas mont da labourat er mengleuziou. Va c’hoar-gaer, laouen bras, a ziskouezas d’ezañ, neuze, eur valetenn a-istribilh ouz ar voger ha, war c’horre an armel, eur podig houarn, ruz-livet. « Er valetenn-se, emezi, e lakai bara amanennet hag, er podig, soubenn vat. » Hag, en eur ziroll da c’hoarzin, va c’hoar-gaer a lazas ar goulou… Ha goude, en denvalijenn, e voe bet eun abadenn c’hoari ha pokat.

Antronoz vintin, kerkent dibikouzet gantañ e zaoulagad, va breur a savas diouz e wele, imoret fall kenañ. Krediñ a rae d’ezañ e oa bet c’hoariet, neizeur, gant e wreg, hag en eur soñjal en amzer da zont, en doa keuz ha kerse d’e vuhez paotr yaouank… ha d’e dog archer moarvat. Va c’hoar-gaer a lavaras d’ezañ n’he doa dastumet, e-keit ma oa bet matez, e ti ar juloded, nemet eun nebeut gwenneien, peadra da brena ar pep reta ; ha setu e tigase d’ezañ, evit e lodig, eur podig ruz hag eur valetennig wenn. En eur zimezi d’eun archer, e vije deut davetañ gant he daouarn goullo ha ne gave ket se eun dra a zoare.

O klevout kement-se, va breur a grafinas e benn, evel ma ne vije ket bet dilaouet e vleo abaoe e bemp bloaz. — « Ma ne vezan ket archer dindan ar gouarnamant, e vezin archer em zi, » emezañ, e kounnar bras. Hag edo o vont da vanna a-dreuz ar prenestr maletenn ha pod ruz, pa grogas e wreg en e vrec’h. — « En ano Doue, emezi, na vrev ket ar werenn pe, henoz, en hor gwele, ni a vezo skournet… Pe, ma he brevez, me a ya war-eeün da glask an archerien.» — « Eun archer, eun archer, em zi, emezañ, fuloret… Sur, ne deuio ket dre doull an nor ; ha, ma fell d’ezañ astenn e benn er prenestr, me hen dic’hougo raktal. » Hag e kemeras ar gontell gamm a zindan an dorz vara. — « Va gwazig, va gwazig karet, a lavaras neuze ar vaouez, gant he floura mouez, te a zo eun den a galon vat. Hogen, gwall brim war eun dro. Sell ouz da zremm er melezour. Dourn prim ha kalon vat, a vez lavaret. ma vefe lakaet eur sabrenn etre da zaouarn, te a rafe gwalleuriou. » — « Gwir eo, a lavaras hen, rak ma pakfen eul lank bennak o laerez pe oc’h ober droug d’an nesa, me hen toullgoffe hep damant ebet. » Sellout a reas dre ar prenestr evit gouzout pet eur ’ oa pelloc’h ; gant e gontell gamm e trouc’has eun tamm bara penn-da-benn d’an dorz hag e ledas warnañ eur bisadenn amann, rak ne oa ket bras ar pladad, hag e taolas las e valetenn dreist e choug. E wreg he doa aozet d’ezañ eur soubenn rous er podig ruz hag, evit ar wech kenta, va breur a yeas da labourat d’ar vengleuz. Hag abaoe, an tao a zegas bara en ti. Setu, Madalen, istor va breur. Ouspenn kant kwech, moarvat, em eus displeget anezi, betek-hen.

Madalen

Kaer eo da selaou. Koulskoude ne oan ket o soñjal e vije bet displeget d’in hizio… Pa lavaren d’eoc’h : N’eo ket c’houi, Yann, eo bet darbet d’ho preur mont ivez da archer, ken d’eoc’h beza lavaret d’in : ya, ha netra ken. Respontet em bije : gwell a se evitañ hag

evit e familh p’eo gwir en deus nac’het e blas.
Yann

Gwell a se evitañ, marteze ; evit e familh, avat…

Madalen

Evit e familh e vije bet eun dizenor ruz… Eun archer n’eo ket eun den : kredit ac’hanoun. En eur veva atao e kompagnunez an dud fall, penaos e c’hellfe e spered chom mat ? Me a lavar d’eoc’h, e galleg fraez : eun archer a zo eun den foutu. Evit d’ezañ da genta da veza eur spered uhel, e teu, bep eun tamm, da veza eur mell genaouek. Hag es eo kompren : kenta tra a vez graet d’ezo eo spaza o spered.

Holl, o c’hoarzin.

Spaza d’ezo o spered !…

Madalen

Ya ! spaza o spered. Ma n’ouzon ket penaos, gouzout a ran avat, e vez graet.

Seza

Dre sorserez marteze ?

Maivon

An archer genaoueka, an hini a zo war ar blasenn… Ar maout a yafe gantañ, ma vefe kenstrivadeg.

Fañch

Na hopit ket ken herr ; me a zo bet skoet gant eun taol gwad.

Yann

Ha me am eus kroget en ho penn.

Youen

Ha me en ho treid.

Yann ha Youen

Hag hon daou hon eus douget ac’hanoc’h… betek ti ar medisin !… (Diroll a reont da c’hoarzin.)

Holl
Dour fresk, dour fresk war choug e gil !
Fañch

Dour fresk war choug va c’hil ha chufere e toull va gouzoug… (Eva a ra eur skudellad. Da vestrez an ti) : Goullo eo va skubell.

Job

Panevedoun, e oa kollet e dog boulouzenn, bloukenn hag all. (C’hoarzin a ra).

Seza

Va fri o wada ; va genou oc’h eva…

Naig

Ha me o rei skoazell da zougen ha da eva…

Maivon

Ha me a zo dougerez !

Madalen

Ha me a zo pec’herez !

Maivon

Eiz miz hanter o tougen… va brilli em c’horkenn. (Tenna a ra ar brilli a zindan he c’horkenn.)

Madalen

Ha me am eus graet eur pec’hed bras, er beure-mañ, e foz an hent bras !…

Holl

E foz an hent bras, pec’hed ar vamm Eva. Evomp da yec’hed ar paour kaez Eva.

Fañch, Youen, Yann ha Job

Evomp e ti ar medisin.

Seza ha Maivon

Evomp e ti ar medisin.

Madalen
Ha me a ev, en iliz, e-tal ar gador-govez.
Maivon

Hag an archer-se en deus kredet ac’hanomp !…

Madalen

Evomp da yec’hed breur Yann, p’eo gwir e nac’has mont da archer. (Eva a reont ; mestrez an ti a ziskarg d’ezo chufere en o skudilli.)

Holl o kana hag o korolli

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all).

(Goude, ar baotred a azez ouz taol).

Yann

Ae ! paotred, kendalc’homp gant ar c’hoari ’ c’hartou. D’in eo an dourn.

Youen

Ha d’in da drouc’ha.

Yann

Ha d’in da c’hoari… (C’hoari a ra) An dek pikez.

Fañch

Ha petra ’ c’hoariin-me ? N’em eus ket zoken eur gartenn vat.

Maivon

Kartenn vat ebet, hag e welan tri roue en e c’hoari !

Fañch

Tri roue ? Tri Nomenoe moarvat. Kartennou fall ruz. Ne c’hoariin ker gant Nomenoiou. (Banna ’ ra e gartennou war an daol.)

Holl o kana adarre hag o korolli

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all).

Fañch

Eun taol gwad dizañjer ha marc’had mat.

Yann

Ha me da zoug dre da choug.

Youen

Ha me kement all dre ar penn all.

Yann, Fañch, Youen ha Job

Ar medisin…

Seza

…Va fri o wada…

Maivon

…Ar medisin ha va brilli…

Madalen

…Va fec’hed marvel hag an tad kovesour…

Holl

…O deus kemeret lojeiz e boulienn an archer.

(C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll.)

Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (Hag all).

(An Aotrou ’n Eskob a dremen, er-maez, e-biou d’ar prenestr.)

Holl

Pssst ! An Aotrou Konwoion ! (Konwoion en ti).

Konwoion

Safar ha cholori e gleven bremaik, en ostaleri an Trilonk. Den ne respont bremañ ? Gwall sioul ha gwall davedek oc’h deût da veza war eun dro, evit beza dibec’hed… Atao en ostaleriou, hag atao an hevelep re : Yann, Youen, Fañch, Job ha maouezed zoken. Mezus eo : Madalen, Seza ha Maivon…

Fañch

An heol a zeve war ar blasenn, Aotrou ’n Eskob, ha sec’hed a oa deût d’imp.

Konwoion

Hag eo diaes chom hep eva ?

Fañch

Ken diaes ha derc’hel eur bramm war beg eun ibilh, respet d’eoc’h, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Ibilha ’ rin ho prammou, me. (Rei a ra d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv.)

Fañch

Bennoz d’eoc’h, aotrou ’n Eskob. (Fañch a chom azezet.)

Konwoion, da Yann

Ha c’houi a zo bet skoet gant eun taol gwad ?

Yann

Feiz, bet darbet d’in, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Ha gant an heol o tevi, fri Seza a wade ?…

Seza

Darbet d’ezañ, e gwirionez, aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Darbet d’ezañ… Darbet d’in… Ha c’houi Maivon, ha kavet hoc’h eus ar pez hoc’h eus kollet ?

Maivon
O ! Aotrou ’n Eskob, n’em eus na kavet na kollet…
Konwoion

N’eo ket c’houi a oa dougerez, bremaik ? Ha Madalen bet darbet d’ezi, hervez ma lavare ?… Ha ! bremañ e stouit ho penn hag e chomit dilavar ?… Eur vez eo d’eoc’h… Selaouit eta… Me a zo apotiker, medisin ha kovesour, ha setu amañ al louzou… (O boutaoui a ra.) Savit ha distalit ! Koll a ran amzer o sermoni, bep sul, diwar-benn ar vezventi… N’oc’h ket evit disterna zoken. Yann, pet bailhad hoc’h eus evet, pelloc’h ?

Yann, en eur vesteodi

O ! n’em eus ket evet, hizio, ouspenn dek skudellad.

Konwoion

Chufere bervet mat ?

Yann

Jistr plat, aotrou ‘n Eskob.

Konwoion

Hag ar jistr plat a vir ouzoc’h sevel ?

Yann

Emaoun savet em sav, aotrou ’n Eskob…

Konwoion

Ne welit kel zoken ho stad.

Yann

Gwelout a ran kenkoulz ha ma klevan, ha me a lavar d’eoc’h emañ ho paz eskob war ho penn hag ho poned kornek en ho tourn. (Konwoion a ro d’ezañ eun taol baz war e benn.)

Konwoion

Setu aze war ho penn, ar vaz a welit war va hini. Plijout a ra d’eoc’h ?

Yann
Ya, ya, aotrou ’n Eskob. (Mont a ra er-maez.)
Konwoion

Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da Fañch.)

Fañch

Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.)

Konwoion

Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ?

Fañch

Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.)

Konwoion

Ha Youen

Youen

Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva.

Konwoion

Na bannac’h na tra.

Youen

Komandet eo.

Konwoion

Mar deo komandet, me a baeo. Kuit !

Youen

Emañ an itron o tont gant he ficher.

An ostizez

Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.)

Konwoion

Doue ho paeo, itron.

Youen

Bremañ avat, ez an war-eeun d’ar blasenn. (Da Fañch) N’ouzoc’h

ket an enor bras en deus graet d’in an aotrou ’n Eskob ?
Fañch

Nann, ’vat.

Youen

An Aotrou ’n Eskob en deus evet va banne.

Konwoion, da Fañch

Ha c’houi e chom staget ho reor ouz ar skaoñ ?

Fañch

Banneou am eus evet, hag unan all am boa c’hoaz da eva… (Kinnig a ra e vanne d’an Aotrou ’ n Eskob.) Evit anezañ, Aotrou ’n Eskob, evit ober plijadur hag enor d’in. (An Aotrou ’n Eskob a grog er skudell hag he bann ouz darou al leur-di. Fañch o vesteodi.) Bennoz Doue… Aotrou ’n Eskob… re em boa… evet…

An ostizez

O ! va skudell !

Konwoion

Peoc’h d’in gant ho skudell, pe n’ho pezo ket ho pask, er bloaz a zeu. (Kemer a ra krog en everien ha gwinta a ra anezo er-maez a daoliou baz hag a daoliou treid.) Er-maez ! er-maez ! pe, amañ, e vo emgann Ballon, bremaik. (Cheñch a ra penn d’an taoliou ha d’ar skiñvier.)

An ostizez

O ! Va skudilli !

Konwoion, d’an ostizez

N’en em chalit ket : ho kwaz, evit e gargou, a raio, evit an digoll, eun devez labour nebeutoc’h war an hent bras.

An ostizez

Daou zevez hoc’h eus lavaret, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion, taer

C’houi a gomz, maouez, dre c’haou ha dre laer… Kent, ho kwaz a rae pemp devez ar bloaz war an hentou bras ; hiviziken avat, e raio dek devez leun… Klevet hoc’h eus ?… Kousta a ra kaer ober bisk gant an Aotrou ’n Eskob… (D’an everien.) Hag an hini ne vo ket en em dennet, a-benn eur vunutenn amañ, eus ostaleri an « Trilonk », a raio dek gwech dek. (Ar gouerien en em denn, prez warno.) Servichit d’in, ostizez, eur banne flip ; eur mell banne. Dont a ra tomm d’in o klask furaat an dud sot. (An ostizez a ziskarg d’ezañ eur skudellad flip. An Aotrou ’n Eskob a ev.) Rabati an ran d’ho kwaz eun devez labour leun. D’an navet devez eta, kerkent aet an heol da guzat, e sammo war e skoaz e drañch hag e bal hag e vo graet gantañ e zeveziou kargou betek ar bloaz a zeu.

An ostizez

Nao devez labour leun, elec’h pemp evel kent… Emberr, en ti-mañ me ’ bako bazadou…

(Lien.)


C’houec’hvet Arvest



War ar blasenn


Konwoion

Eur vez eo gwelout stad an dudou-mañ… Ar re a zo gleb o bragez a zo pedet d’en em guzat a-dreñv ar re all. (Ar gouerien a sell an eil ouz egile.) Daoust hag hoc’h eus klevet ?… A-dreñv !… Ha c’houi, Seza, ha c’houi, Maivon, ha c’houi, Yann, araok. (Yann ha Maivon a gil.) N’eo ket a-dreñv ! araok a hopan d’eoc’h !

Yann

Me a zo gleb va bragez.

Konwoion

E-pelec’h, neuze ?

Yann

A-dreñv.

Konwoion

An tu adreñv ne sell ket ouz an tu araok. Chomit el lec’h m’emaoc’h. (An holl a glask kila hag en em denna eus ar blasenn, hep beza gwelet.) Chom a reot el lec’h m’emaoc’h ? Boulc’hurun ! A ! kompren a ran : an tu adreñv a zo tostoc’h ouz an ostaleri. (Da Wennoll.) Kloareg, it da sparla doriou an ostaleriou.

Gwennoll

Ma sparlan an noriou, Aotrou ’n Eskob, dre belec’h eta e teuin-me er-maez ?

Konwoion

Dre ar prenestr.

Gwennoll

Dibrenn ar prenestrou, ne vo droug ebet. Toullou ar prenestrou a zo re striz evit korf ar beizanted. (D’ezañ e-unan :) A ! ma vije bet ar baotred-mañ gant Nomenoe, en emgann Ballon, furoc’h e vije bet d’ezañ mont da goc’ha war gribenn eur menez. (Sellout a ra ouz an heol.) An abardaez o tont. Hep ! gedour ! ha tostaat a ra soudarded Nomenoe ? Gedour, bouzar out ?

Ar gedour, moredet war c’horre eur siminal

Hoo ?

Konwoion

Emaint o tont ?

Ar gedour

Petra ?

Konwoion

Me da betraio, bremaik. Kloareg ! kloareg !… (Sellout a ra en dro d’ezañ.) Pelec’h ar c’hast emañ ar c’hloareg-se ? (Hopal a ra, ken a gren kement den war ar blasenn.) Gwenn… oll !…

Gwennoll, a bell

Y…a ! (O tont.) Petra a zo c’hoarvezet, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion

Asa ! hemañ a vez atao e betra…

Gwennoll

Eus va gwerz hoc’h eus ezomm, Aotrou ’n Eskob ?

Konwoion

Klevit !… Pa vo savet ganeoc’h ho kwerz, kan ha diskan, adskrivit anezi war baper seiz, ha, warc’hoaz, el liorz, d’ho plegadenn vintin, ec’h arboellot evelse eun nebeut deliou kaol. Daoust ha prennet hoc’h eus dor eun ostaleri bennak ?…

Gwennoll

Ya ; hini an « Dour Benniget ».

Konwoion

Hini an « Dour Benniget » !… N’eus ket en ho penn daou wennegad a skiant prenet. Prenna eun ostaleri ken kristen ! N’ouzoc’h ket ez a va c’harabasenn da brena di he sukr, he c’hafe hag he butun malet, hag an holen evit salla an dour benniget ? It war-eeũn, da zigeri an ostaleri-se. An noriou a zo da veza serret ha prennet gant ar sparl hag ar morailh, a zo doriou ar bistroiou milliget a vez gwerzet enno souchenn, odivi ha rom ; ar rom flêrius a vir ouz ar gristenien, da genta gant ar flip, ha da c’houde gant ar flep, da zarempredi ofisou ar sul…

Gwennoll

Re wir, Aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Mar deo gwir, pe n’eo ket, an dra-se ne sell ket ouzoc’h ha ne c’houlenn ket ganeoc’h eun ali.

Gwennoll

Mont a ran, eta, da zigeri eun ostaleri ha da serri ar re all.

Konwoion

N’eo ket evit digeri pe serri an noriou am boa galvet ac’hanoc’h. Roit d’in ho stilo… N’en em chalit ket ; n’eo ket evit sevel gwerziou an hini eo. (Kemer a ra stilo Gwennoll, skriva a ra war eun tamm paper. Lenn a ra :) « Ha gwelout a rez soudarded Nomenoe ? » Mat. Ar baperenn-mañ ouz lost ar bir a zihuno ar gedour. (Staga a ra ar baperenn ouz lost eur bir ha goude e stign eur wareg… Ar bir gwareget a c’hloaz feskenn ar gedour, peurgousket war c’horre ar siminal.)

Ar gedour, tizet

Aiou !

Konwoion

Ha ! ha ! dihunet out ? Kompren a rez ?

Ar gedour
Petra ’ zo ?
Konwoion

Lenn, hag e weli. (Ar gedour a zisplant ar bir diouz e feskenn ; lenn a ra ar baperenn. Sellout a ra ouz an dremmwel.)

Ar gedour

Ne welan Nomenoe ebet.

Konwoion

Na soudard ebet ?

Ar gedour

Emaint harpet, er c’hroaz-hent pella.

Konwoion
O tiskuiza ?
Ar gedour

Nann ; en ostaleri.

Holl

Chañs o deus !

Konwoion

Gounezet o deus eur mell banne, gant al labour vat o deus graet.

Holl

Ha ni hon eus gounezet ivez eur banne bras, o chom dilabour.

Konwoion, d’ar gouerien

Gourlañchennou an diaoul, aze e chomot dilabour, sec’h ha kras. (D’an archerien :) Archerien, taolit evez ha bezit prest d’o flemma gant ar skourjez. (An archerien a hej o fenn, badaouet mat. D’ar gedour :) Pet ez eus anezo ?

Ar gedour

Eun dousen vat, Aotrou ’n Eskob.

Konwoion

Siouaz d’in ! Pelec’h eta eo chomet ar re all ? (D’ar gedour :) War droad pe war gezeg ?

Ar gedour

Bremañ emaint divarc’het ; ar c’hezeg a zo o peuri el letonenn. Hervez ar pez a welan gant va luned, skuiz int moarvat.

Konwoion

Ar soudarded ?

Ar gedour

Nann ; ar c’hezeg. Ne welan soudard ebet mui, rak an hini diweza anezo a zo aet e-barz an ostaleri.

Konwoion

Ha ne welet ket Nomenoe ?

Ar gedour
Penaos eo gwisket Nomenoe ?
Konwoion

Evel ar re all eo gwisket ; nemet Nomenoe a zo disheñvel diouz ar soudarded all ; rak eun den bras eo, eur pez mell hini bras meurbet, eus an uhela tout.

Ar gedour

Ne welan seurt hini en va luned hir. Gwelout a ran o tont dre an hent doun soudarded all. Sur awalc’h e taleint ivez en ostaleri ar c’hroaz-hent, rak abaoe m’emaint war weled d’an ti, e kerzont buanoc’h.

Yann

Gant ma teuint araok an noz.

Youen

Atchoum !

Fañch

Aôôô !…

Job

Ouf !

Konwoion

Petra ’ c’hoarvez gant ar re-mañ ober geizou ?

Youen

Siferni a ran gant ar sec’hed.

Fañch

An digor-genou a zo deut d’in gant ar sec’hed ruz.

Job

Skuiz-maro oun aet gant ar sec’hed kras.

Holl

Sec’hed hon eus !

(An archerien en em denn dre guz.)

Ar gedour
Alo ! alo ! soudarded a zo deut er-maez eus an ostaleri.
Holl

’ Maint ’ tont ?

Ar gedour

N’emaint ket, rak en-dro int aet e-barz an ostaleri.

Konwoion

Perak int deut er-maez hag aet e-barz en-dro ?

Ar gedour

Evit eun dizour e oa.

Holl

Ni hon eus ivez c’hoant dizoura.

Konwoion, d’ezañ e-unan

Ne deuin ket a-benn da zerc’hel ar baotred-mañ war ar blasenn. Archerien ! archerien ! Feiz ! brao emaoun ganti !… N’eus archer ebet war ar blasenn !… (Eun Archer o tont d’an ampoent) Eus pelec’h emaout o tont ?… Respont ’ta.

An Archer

Aotrou… aotrou… ’n Eskob…

Konwoion

Besteod out ?

An Archer

O !… n’oun ket.

Konwoion

Besteod ha leun !

An Archer

O ! eul lipadennig.

Konwoion

Gwall deo eo neuze da deod. En em denn ac’han ha kae d’ober eur c’housk e-tal ar bern plouz. (An archer a gerz en eur vralla)

Fañch
Me ’ zo mezo evel an archer.
Konwoion

Kamm ki pa gar, ha, mar doc’h mezo e tivezvot. (Rei a ra d’ezañ eun taol botez en e benn adreñv.)

Fañch

Aiou !… Ehanit skei, Aotrou ’n Eskob… Emaoun o sevel.

Konwoion

Gwelout a rit : divezvet oc’h.

Ar gedour

’ Maint ’ tont !… ’ Maint ’ tont !…

Konwoion

Poent hastout, paotred… Ahe ! renk-oc’h-renk, evel kaol er park.

Gwennoll


Ar Breton
A sko garo…
Eun eston
A dud varo !
Gallaoued
Lazet
Dre gant ha dre vil ;
Hag en ifern o ene vil.

Konwoion

Bravoc’h e vefe deoc’h mont betek an iliz da renta gras da Zoue eget chom war ar blasenn da sevel koniri… ’ Maint ’ tont, paotred ! Chomit plom en ho sav ha reut war ho kilhorou ; sounn ho penn, eur mousc’hoarz war ho muzellou, ho tivrec’h eeünet a-hed ho korf, palmou ho taouarn troet ouz araok hag ar biz bihan a-dreñv gwri ar bragez. Ha pa zegouezo Nomenoe war ar blasenn, stlakit ho taouarn an eil ouz egile ha youc’hit herroc’h herra, betek chom berr-anal :

Nomenoe — Oe — Oe — Oe !…
Job

Ha ! ha ! ha ! Ni ’ zo labrigadlaklak !

(C’hoarzadeg.)

Konwoion

N’em eus ket lavaret d’it diroll da c’hoarzin.

Job

N’oun ket evit mirout.

Konwoion

Ha perak ’ta ?

Job

O soñjal eo kounnaret, pelloc’h, va gwreg er gêr, war dro ar vuoc’h o hala, ha me oc’h ober an azen amañ, hep beza kavet eul louzaouer zoken. Ma lavaran d’ezi oun chomet e Redon, da c’hortoz Nomenoe, e resevin ar spanell ouz kostez va fenn.

Gwennoll, o klask echui e gwerz


D’an daoulamm ruz,
Mirc’hed kuladus,
Ar weskl etre o dent.
D’an daoulamm ruz,
O tenna tan eus mein an hent.

(Archerien o tont)

Archerien

’ Maint ’ tont.

Konwoion

Ha poent e oa d’eoc’h dont ivez.

Yann

Gant ma ne zalc’hint ket va buoc’h ganto.

Maivon
O ! kamm eo o c’hezeg.
Youen

Allas ! va jao d’in-me a vo moarvat diouz o c’hoant.

Seza

War gezeg klañv !

Madalen

War gezeg ar c’hagn !

Naig

War gezeg an Ankou !

Gwennoll, gant tristidigez

N’int ket moarvat soudarded Nomenoe, rak n’eus banniel ebet ganto ! Ar vrezelourien wirion o tont eus an emgann, a vez atao kaer evel arc’haelez hag o mirc’hed a rizink hag a lamm gant ar joa.

Yann

Ar giz-se a oa araok ar brezel, paotrig ; abaoe ar brezel avat ez eus chenchet penn da galz traou.

Konwoion

Ya ; kezeg ar c’hagn, mac’hagnet gant an Ankou… Arabat ankounac’haat. Ar c’hezeg-se a zo glorius ha gaoliet int gant soudarded Nomenoe.

Job

Glorius pe gezeg ar c’hagn, an dra-se a zo ingal d’in ; sevel a ra krug ennoun o soñjal emañ va buoc’h o hala er c’hraou ha marteze a-benn bremañ ez eo kollet ganti he leue.

Yann

Pet leue he deus halet pelloc’h, abaoe emaoc’h o tibuna d’imp litaniou ho loen ?

Youen, da Job

C’houi a goll ho leue ; me a goll va ebeul.

Youen
Ho leue marteze a zo marvet ; va buoc’h, sur, a vo drebet.
Konwoion, a dremen dirak ar gouerien

(Da Fañch) Savit ho penn ’ta ! Perak emaoc’h stouet evel eur pec’her dirak e govesour ? En deiz hizio ne dle ket eur pec’hed — na zoken veniel — trubuilha koustiañs eur Breiziad, ha d’an holl bodet amañ war ar blasenn, e roan eun absolvenn vras.

Fañch

N’eo ket gant pec’hedou eo pounner va fenn. Gant ar vez e rostan o welout Jos al Louarn e-touez ar vrezelourien.

Yann

Ya, gast ! Jos al Louarn… An eil, war an trede renk.

Fañch

Ne saludin ket eur mezvier a deu du-mañ, bep lun, da jistra, ha ne zistal ket eus an ti ma ne vez ket roet d’ezañ e doullad. (Ar soudarded a zo deut tost.)

Madalen, d’ar sourdarded, goapaus

Ha c’houi eo soudarded Nomenoe ?

Eur soudard, difoutre

Ya !

Mestr an archerien, d’eun archer

Chomit hep paen he viou d’ezi. Petra ’ c’hoarvez gant ar Vadalen-se goulenn eun dra bennak digant ar vrezelourien ?

Gwennoll, d’ar soudarded

Ha deut eo ar maout ganeoc’h ?

Eur soudard

Ya !

Gwennoll
Oe ! Oe ! Gloar da Nomenoe !
Konwoion

Petra ’ c’hoarvez gant ar c’hloareg-mañ rei an ton ? (D’ar gouerien) Oe ! Oe ! (Ar gouerien a chom mudet.) Fañch, c’houi a zo kollet ho teod ganeoc’h ?

Fañch

Ya !

Konwoion

Youc’hit : Oe ! Oe !

Fañch

Ne rin ket. Jos al Louarn a anavez va mouez. (Stoui a ra e benn hag e dog war e zaoulagad, gant aon da veza anavezet.)

Konwoion, d’ar gouerien all

Alo ! youc’hit holl a vouez uhel : Oe ! Oe !

Holl

Ne raimp ket, ma ne ra ket Fañch.

Konwoion

Archerien, divudit ar re-mañ gant ar skourjez. (Ar vrezelourien a zo deut war blasenn dirak ar volz enor. Merc’hed a strew bleuniou, dirazo, a fozadou. Kaniri.)

Eur c’hadour, souezet

Petra ’ sinifi ar gouel-mañ ? (Ar gadourien a ziskenn diwar varc’h.)

Konwoion

Hep ! gortozit. Chomit war varc’h.

An holl gadourien

Skuiz omp.

Konwoion

Ha Nomenoe ?

Ar gadourien
N’eus Nomenoe ebet ganimp.
Konwoion

Allas ! lazet eo bet en emgann ?

Ar gadourien

Kollet ganimp en eur zont en-dro. (Lod anezo a ziskenn diwar varc’h.)

Konwoion

Chomit war varc’h pa ne vefe nemet eur vunutenn. Pehini ar mestr goude Nomenoe ?

Ar gadourien

N’eus ganimp na mestr na kabiten ; ni a zo holl soudarded raz. (An Aotrou ’n Eskop a zispleg evelato eur baperenn hag a ginnig anezi da Wennoll.)

Konwoion

Ma n’eus Nomenoe ebet, koulz eo d’in mont war eeün d’an eskopti. (Da Wennoll) : Kemer ha lenn. (En em denna a ra.)

Gwennoll, o lenn

Nomenoe, kadour dispar, mestr bras…

Fañch

Kloareg, kloareg, n’emañ ket dizro an Nomenoe.

Gwennoll

Ingal eo ; al lid-mañ a zo coram populo ad usum populi. (Kenderc’hel a ra.) …mestr bras, degaset gant Doue evit savetei ar Vro… (Ar gadourien a ziskenn holl.)

Ar gadourien

Ni hon eus naon.

Madalen

Kenavo d’am viou !

Naig
Den ne glevo mui va dañvadez oc’h ober bêêê…
Yann

Pa n’eus Nomenoe ebet, evit piou eta eo bet savet ar volz-enor-mañ ?

Fañch

Evit ma femoc’h.

Job, gant eur c’hri, evel glozaet

Aïou…

Yann

Taget oc’h gant eur pistig ?

Job

N’eo ket se ; va gwreg he deus pladet d’in eun taol spanell ouz kostez va fenn.

(Lien.)


Seizvet Arvest



Eun hent doun da vare ar c’huz-heol. Laboused : an eostig war lein ar wezenn ; al laouenan war ar skourr izela, mouilc’hi, er c’harz, o kana… Ar rakerig, er foenneg, a zo tavet.


An Eostig

Laouenan, laouenanig, perak e kanez ken diwezat e serr-noz ?

Al laouenan

Kement a levenez a zo em c’halonig ma n’oun ket evit mirout, eostig noz, da gana.

An Eostig

Mouilc’hi, mouilc’hi, perak e c’houitellit, diehan, er c’hili, en noz o tostaat ?

Eur Voualc’h

C’houitellat a reomp, eostig noz, da sklerijenn ar mintin, rak goulou an deiz a zo o para en dro d’imp.

An Eostig

N’emañ ket ar goulou deiz rak bremaik e nozo ha, d’ar mare-mañ eus an deiz, ar mouilc’hi, kludet er girzier, a vez tavet o mouez.

Eur Voualc’h

P’emañ an heol o sevel pe bremaik e nozo, eostig-noz, eostig-noz,

n’omp ket evit tevel.
An Eostig

Rakerig, rakerig, te a gane da bep serr-noz, kuzet er foenneier sin ; rakerig, rakerig, perak ne glevan ket da vouez, en noz sioul ha klouar ?

Ar Rakerig

Eostig-noz, eostig-noz, n’oun ket evit kana ; va c’han a gavan divalo en eur serr-noz ken kaer. Va c’han a zo gwall zister ha da delenn ken flour.

Ar Voualc’h

Laouenan, laouenanig, kludet war da skourr, hag a nevez en noz-mañ, pa ganomp ha pa ganez ?

Al Laouenan

Eostig, eostig-noz, war lein ar wezenn o telenna, hag a nevez dindan an oabl laouen ?

Ar Voualc’h

Eostig, eostig-noz, diwar lein da wezenn, ha klevout a rez eur burzud o taskrena en avel ?

An Eostig

Laboused, labousedigoù, eur burzud a glevan o taskrena en avel. Enkrez a zo em c’halonig, enkrez hag estrenvan, rak ar burzud a gren en avel, a zo levenez pe glac’har… Tio ! Tio ! tio !… Kanit flour ; kanit sioulik, pa welan ar brini o c’hoari en dro d’imp… Tio ! tio ! tio !… Sioul ! sioul ! sioul !…

Al laboused

Ar brini o koagal ! Bezomp sioul en deliou.

Ar Vran genta, o tremen

Roââg !… roââg !… Geoliad gwad !…

An eil Vran
Geoliad gwad !… Geoliad gwad !…
An Eostig

Sioul ha sioulik, labousedigou !… Tremenet ar brini, hogen ar sparfell o tostaat.

Ar Brini, pell

Geoliad gwad !…

Ar Sparfell

Eur burzud a zo ganet hizio war zouar Breiz-Izel. Eur burzud a gan en avel hag, evel eun aezenn, a dremen war ar maeziou.

An Eostig

Souezet omp o klevout ken flour ho mouez, henoz.

Ar Sparfell

Henoz al laboused, sparfell evel eostig, a dle kana flour. Henoz ar sparfilli evel an eostiged a dle kana ar burzud, levenez penn-da-benn.

An Eostig

Hag ar burzud ganet neuze e Breiz-Izel ?

Ar Sparfell

Gwelet hoc’h eus brini o tremen. Brini lor, brini du, leun a gig hag a wad. Brini lor, brini du, mezo gant gwad fall, gwad fall.

Al laboused

Gwad fall, gwad fall.

Ar Sparfell

Gwad fall a vezo gwad mat. Gantañ an ed, e Breiz, a ziwano timat ; a ziwano stank, a ziwano puilh ha, da vare an eost, e kano ar meder, perc’henn laouen ha dianken.

Perc’henn en e bark, perc’henn en e di, evel ki en e groc’hen. Edon bremaik o nijal us da gompezenn Ballon hag eus an oabl em eus gwelet, war ar gompezenn, lazadeg veur meurbet. Gwelet em eus o koueza, toullgofet da viken, gwelet em eus o tec’hout, spouron en o c’halon, ar re a oa kent ar vistri e kompezenn Ballon. Gwelet em eus o tec’hout a dreuz ar parkou ed, ar re o doa hadet

hag a soñje medi…
Al laboused

Ha gant piou eta ez int bet argaset ?

Ar Sparfell

Gant ar re a laboure kent, hep diblega o c’hein evit sec’hi an dour c’houez diouz o zal hag eva eur vozad dour e stivell ar vali. Gant ar sujidi, adsavet da vistri : gant ar Vretoned.

Al laboused

Ha Breiz a zo digabestret ?

Ar Sparfell

Digabestret e Ballon. Hiviziken, eta, e Breiz penn-da-benn, e vo ar peoc’h d’an dud ha d’al laboused war o c’hlud… Kanit, labousedigou, kanit dirak ar sparfell, kanit ar burzud a zaskren en avel. (Kan al laboused.)

Nomenoe, o vont gant an hent

Eun dudi eo klevout al laboused, henoz. Daoust hag en noz e kanont pe en deiz o para ? Daoust ha laboused a glevan, pe va c’halon o kana ? N’ouzon ket va-unan gant al levenez a zo oc’h em gwaska. An noz en dro d’in a zo par d’an deiz ; rak noz ha deiz a zo levenez ha bennoz. Hag en dro d’in e kan kement loen, e kan kement tra : laboused a richan, an deliou a vouskan, ar geot a drid war c’horre al leton hag ar vein a zasson evel ma kan va c’halon. (Streboti a ra. Hag evel o tihun) : Petra an diaoul a zo etre va divesker ?

Izidor

Me !

Nomenoe

Piou, te ?

Izidor

Eur c’hristen : Nomenoe.

Nomenoe
Me eo an Nomenoe.
Izidor

O ! Neuze, emaomp daou. Evelato, mar dout an Nomenoe gwirion, me ’ zo Izidor penn-da-benn, Izidor al Lank, eus ostaleri « An Trilonk ».

Nomenoe

Izidor ha kabiten.

Izidor

Kabiten ha mezo. War va c’horf emaoun a-dreuz an hent ha n’oun ket evit sevel… Ha n’oun ket evit sevel gant an droug a zo ennoun.

Nomenoe

Ha droug a zo, henoz, er c’habiten Izidor ?

Izidor

Korfad droug a zo ennoun. Ma vijen bet en imor vat, n’em bije ket evet korfad. Droug a zegas korfad, ha korfad am eus evet ha setu an droug a vir ouzin sevel.

Nomenoe

Ha perak, kabiten, ac’h evet korfad ?

Izidor

… Me ’ gare eur bennherez e kastell Penn-ar-C’hoad… hag e krede d’in e oan karet ganti.

Nomenoe

Hag hi n’az kare ket ?

Al laboused
Hag hi, n’hen c’hare ket…
Izidor

Hag hi n’am c’hare ket… Kredi a rae d’in koulskoude e vijen bet karet ganti… Henoz eta, goude ar viktor, ez oun aet d’he gwelout, — « Me a zo kabiten, emeve, mao an tamm ac’hanoun. » — « Kabiten hep leve », a respontas hi.

Al laboused

Kabiten hep leve, a respontas hi.

Izidor

« Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in. »

Al laboused

Kabiten hep leve ne vo ket gwaz d’in.

Izidor

Ha setu emaoun pladet e kreiz an hent hep leve na danvez, hogen gant chufere ha levenez…

Al laboused

Gant chufere ha levenez.

Izidor

…rak me a zo bet anvet kabiten gant an Nomenoe.

Al laboused

Kabiten gant an Nomenoe.

Izidor

Ha keit ha ma vevin, eur bennherez ne vo morse gwreg d’in.

Al laboused
Ne vo morse gwreg d’in.
Nomenoe

Na gemer ket da bried eur bennherez e Breiz-Izel, pe e savo dizale kerse ha keuz d’it. Eur c’habiten e Breiz a gavo koantiri all.

Al laboused

Koantiri all.

Nomenoe

Va breur-me a zo dimezet d’eur bennherez pinvidik, ha goude emgann Ballon ez oun aet d’he gwelout. « Avalou douar, emezi, a vo fritet d’it ? » Evit ar moc’h e oant poazet, ha d’in-me kinniget. — « Bennoz Doue, emeve, mar deo goullo va c’hof, e c’hellan gant nerz kalon chom hep koueza eus va sav. An dibri hag an eva a zo eun distera. » Goude e lavaris d’am breur ha d’am c’hoar-gaer : — « Roit d’in evit va dougen ar marc’h reuta a zo er marchosi, rak mirc’hed am eus krevet dindanoun en emgann ha leoiou am eus d’ober hag ez oun aet gwall skuiz. » Neuze, avat, va c’hoar gaer, pennherez ar Gili, a lavaras d’in gant he digareziou : — « Ar marc’h a zo klañv, ar gazeg dihouarn ; n’hon eus, siouaz ! er c’hraou, loen evit ho tougen. » Ha setu henoz e kerzan war droad, trec’her e gwirionez, hogen tremeniad.

Izidor

Pa zegouezi e Redon, lavar d’am zad ez eo gwasket va c’halon. Lavar d’ezañ ouspenn e tegouezin, evel kustum, diwezat.

Nomenoe

Kenavo d’it, Nomenoe… Rak henoz Nomenoe a zo kement den a gar Breiz en e galon hag e ene. (Nomenoe a gerz.)

Izidor

Siouaz d’in ! n’oun ket Nomenoe hag a-boan oun kabiten. Me ’ zo Izidor an Trilonk, gwall vrudet e Redon. (Santout a ra eun touseg o fichal dindan e zourn, war an hent.) Salud d’it, va mignon. Te ’ zo ivez marteze mezo ha kabiten ? Respont ac’hanoun ’ta… Pa n’am respontez ket, te a zo enebour. M’emaout dre da nerz da unan, chom en da sav, me a ya d’it ; m’emaout dre vertuz an diaoul, kae kuit.

An Touseg

N’oun ket eur gourener ; hogen, eur paour kaez touseg a glask freskadurez war c’horre al letonenn. (Izidor a floura kein al loen gant palv e zourn.)

Izidor

Perak e klaskez freskadurez pa grenez en da groc’hen ?

An Touseg

En da zourn e krenan, rak aon am eus ouz an dud… Dec’h en em gaven e kichen Penn-Ar-C’hoad o kempenn eul liorz en eur zebri ar melc’houed a vastoc’he ar c’haol… Eur paotrig am gwelas hag a grogas ennoun. War benn eur plankenn am lakaas ha gant e droad e skoas war ar penn all, hag uhel al laez e oan bet gwintet. War eun bern plouz e kouezis ; panevet-se, e vijen bet krevet.

Izidor

Touzeg, va mignon, an dud e Penn-Ar-C’hoad, n’int ket tud a feson. Lez ar melc’houed hag an holl amprevaned da vastoc’ha o liorzou ha kae da gêr Redon, da liorz an Trilonk. Eno ez eus ivez kaol da gempenn hag eno, va mignon, ne vo ket graet droug d’it.

An Touseg

Gwell e kavan, va den mat, chom pell ouz kêr ha pell ouz liorzou ha kerzout a ran buan da c’houdori er c’harz gant aon da veza flastret gant eun den divergont.

Izidor

Me a glask kerzout ivez, hogen n’oun ket evit sevel ; n’oun ket bet gwintet diwar benn eur plankenn hag e kav d’in koulskoude ez eo brevet va izili. Ma vijes aet da Redon ez pije lavaret d’am zad eo debret an anduilhennou, lazet ar gazeg c’hell, hag ar mab Izidor gwall-glañv gant eur reoriad. Kenavo ’ta, va mignon… E liorz Izidor e vijes bet kabiten war an holl dousegi. Tou… seg… Va mignon… Tou… se… gi… Koan… tiri… Kenavo… (En em rei a ra da gousket. An touseg a gan er geot.)

(Lien.)


Eizvet Arvest



Da hanternoz, dirak ostaleri « an Trilonk ».


Nomenoe, er-maez

Oe !

Eur Soudard, er prenestr

Piou an istrogell a zo en traoñ, o hopal : oe ?

Nomenoe

Oe ! Oe !… Digor ’ vo, pe ne vo ket ? (Skei a ra war an nor.)

Mestr an ti, e fri er prenestr

Archer pe lakepod ?

Nomenoe

Nomenoe.

Mestr an ti

Kae e-biou gant da hent, Nomenoe hag all. Leun eo an ostaleri ha n’eus kambr ebet mui. (Nomenoe a sko war an nor.)

Nomenoe

Digor a c’houlennan. (Mestr an Ti, eur penn-baz en e zourn, a zeu da zigeri.)

Mestr an ti

Digeri a ran an nor, nemet ker e kousto d’it da abadenn gousk.

Nomenoe
Ne zigor ket re abred an nor.
Mestr an ti

Petra ’ c’hoarvez ganit dont da zihuni ar gristenien d’ar mare-mañ eus an noz ?

Nomenoe

Digor frankoc’h dor da di. (Mestr an ti a glask skei gant e vaz. Gant e gleze, Nomenoe a drouc’h d’ezañ e vaz, e harz e zourn.) Kerse a vefe ganin mougna eur Breizad e Breiz.

Mestr an ti

Deuit tre, deuit tre, gant aon e pakot yenijenn !

Nomenoe

Atchoum !

Mestr an ti

Deuit tre, deuit buan ! Siferni a rit gant freskadurez an noz.

Nomenoe

Ma sifernan, gant poultrenn an ti an hini eo. Lez digor an nor.

Mestr an ti

Digor pe demzigor ?

Nomenoe

Digor frank , e lavaran d’it… Daoust hag ez eus en ti peadra da zibri ?

Mestr an ti

Feiz, nann ’vat, va den. N’eus tra ebet en ti. Nag eur vruzunenn vara nag eur drailhenn gig.

Nomenoe
N’emañ ket amañ neuze ostaleri « an Trilonk ? »
Mestr an ti

Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh.

Nomenoe

Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ?

Mestr an ti

Begad ebet, siouaz d’eoc’h !

Nomenoe

Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz.

Mestr an ti

Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet.

Nomenoe

Te ’ zo teo, n’out ket ?

Mestr an ti

Evelato…

Nomenoe

Petra ’ vank d’it c’hoaz ?

Mestr an ti

Evelato, eur c’hristen mat n’eo ket boazet da laerez, ha kemer

hep paea a zo laeronsi.
Nomenoe

Gwelout a ran e kouskez en iliz epad ar sermoniou, panevet-se ez pije gouezet, mar deo kemer hep paea, pa vez ret, evit debri, eur pec’hed, hervez lezenn an dud, n’eo ket eur pec’hed hervez lezenn Doue… Hag ouspenn, paeet out bet ; n’out ket ? Hag e klemmuskez ?

Mestr an ti

Paeet ? Gwerc’hez Vari !… Paeet ?… Me garfe, ya !

Nomenoe

Kent e oas Gall, bremañ out Breizad. Kent e oas sklav ha kouer vil, hag out nobl hiviziken. Setu aze madou burzudus. Ha piou en deus gounezet ar madou-se . Daoust hag out bet e kompezenn Ballon ? Daoust hag out bet mac’hagnet ha toullgofet ?…

Mestr an ti

O ! Itron Varia !…

Nomenoe

Te a zo chomet teo ha livrin. Hogen, ar re o deus gouzañvet naon ha sec’hed, gloaz ha skuizder, daoust ha paeet int bet ? Hag e varc’hatez d’ezo an aluzen ?

Mestr an ti

O ! ne ran ket ; ne ran ket…

Nomenoe

Hag ar re a zo marvet evit ar Vro, daoust ha paeet e vint eur wech bennak ? Bez disoursi, avat ; ar re-se a zo divlaz boued an douar d’o staon ha ne deuint ket da doull da zor da c’houlenn ganit o faeamant. Nemet ar Vretoned a chom beo o deus sec’hed ha naon. Kompren a rez ? (Teurel a ra e gleze noaz war an daol, Mestr an ti a sell gant spont ouz ar c’hleze.) Ar ber-se a ra aon d’it ?

Mestr an ti

O ! ne ra ket, evit d’ezañ beza dremmet lemm. Nemet eur c’hleze

a vez boazet, a gredan, da veza gouhinet.
Nomenoe

Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued.

Mestr an ti

Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz.

Nomenoe

Mar deo poazet ez eo arboellet.

Mestr an ti

Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod.

Nomenoe

Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement.

Mestr an ti

M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro.

Nomenoe

Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet.

Mestr an ti

O ! Doue ! Doue !… Lazet va c’hazeg Fanni ! Penaos kasin teilh bremañ d’ar park ?… Pa deuio Izidor en-dro, e vezo lazet ivez… O ! eur c’houezenn a zo war va zal, hag e santan emañ

va izili o vervel…
Nomenoe

Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek.

Mestr an ti

Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ?

Nomenoe

Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ.

Mestr an ti

Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi.

Nomenoe

Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a gleiz, Gallaoued a zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg…

Mestr an ti

Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul !

Nomenoe

Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a du ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all…

Mestr an ti

Mat e oant, n’eo ket gwir ?

Nomenoe

N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel.

Mestr an ti

Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all.

Nomenoe

Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro.

Mestr an ti, d’ezañ e-unan

Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat.

Nomenoe

Evit e anduilhenn eo bet

anvet Izidor kabiten.
Mestr an ti

Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ?

Nomenoe

Keit ha ma karo.

Mestr an ti

Emañ savetaet va mab. Kabiten ket ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ?

Nomenoe

Ganin-me.

Mestr an ti

Ha piou oc’h neuze ?

Nomenoe

Nomenoe e vez graet ac’hanoun.

Mestr an ti

Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da Nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ?

Nomenoe

War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all.

Mestr an ti
War droad pe war varc’h ?
Nomenoe

War droad evel e vestr, p’eo bet lazet Fanni.

Mestr an ti

Allas ! avañset kaer beza kabiten p’eo bet lazet Fanni. Eur gazeg ken reiz ha ken flour he blevenn. Ha n’eus bet roet kazeg all ebet d’ezañ en he lec’h ? Va Fanni gaez !

Nomenoe

Ouspenn eur perc’henn en deus kollet e jao, en deveziou-mañ, hag ouspenn eur paotr ampart a zo henoz maro en e groc’hen ha bez kristen ebet da virout ouz bleiz hag ouz bran… Dal ! (Rei a ra da Vestr an ti an anduilhenn hanter zrebet.)

Mestr an ti

N’eo ket mat ?

Nomenoe

Arboell an hanter all evit da vab Izidor.

Mestr an ti

O !

Nomenoe

Evit ar c’habiten. Azeza a ran war an oaled, ha te, lamm en da wele da ankounac’haat da glac’har en da gousk.

Mestr an ti

Avel a c’houez dre doull an nor, va den, hag e skourno an oaled.

Nomenoe

Ma c’houez an avel, ne varvo ket an tan.

Mestr an ti

Eur gwele kalet a vezo korn an oaled.

Nomenoe
Daoust hag ez eus en da di gweleou blot ?
Mestr an ti

Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor…

Nomenoe

…Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir !

Mestr an ti

Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da Nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou.

Nomenoe

Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent.

Mestr an ti

Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz.

Nomenoe

Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit.

Mestr an ti

Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez.

Nomenoe

Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. Mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ?

Mestr an ti
Ar bleizi pevarzroadek ne reont ket aon d’in.
Nomenoe

N’eus ket bleizi all er vro. Ar C’hallaoued a zo bet lazet betek an hini diweza. Ma krenez gant aon ouz an anaon, lak va c’hleze a dreuz toull an nor. (Rei a ra d’ezañ e gleze. Kerzout a ra d’al laez.)

Mestr an ti

Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. Va mab Izidor en deus argadet ; Izidor a zo kabiten… Ha me a zo tad da Izidor. Mar deo hemañ marteze an Nomenoe gwir, ni a zo ivez Nomenoeiou… (E toull an nor da dasmantou an noz) : Tostait holl, digor frank eo an nor… Deuit tre, deuit tre, deuit tre… Bleiz ouz ber ; Gall ouz krog ha Breiziz ouz taol !… Me ’ zo tad da Izidor !… Me ’ zo ivez eun Nomenoe… Ha ne deuy enebour ebet en tu-mañ d’ar c’hleze-se… hini ebet, na bleiz, na Gall.

(Lien.)


Navet Arvest



Eur grignol. Kailhar ha gweleou kevnid. Tristidigez ha paourentez. A-dreuz an doênn dismantret, al loar a sil he sklerijenn. Nomenoe a zo e benn kurunennet a stered. War c’horre ar plañcheiz, eur foeter-hent a zo gourvezet ha morgousket ; huñvreal a ra.


Ar foeter-hent, dre e gousk

Me ’ zo eur paour-kaez den e-unan war an douar.

N’em eus ket anavezet va mamm, n’ouzon ket piou eo va zad ha n’oun dare pelec’h oun ganet. Me ’ zo hep kar na par, hep micher na stad.

Em bro, me ’ zo eun divroad, hag eun emzivad ; eur foeter-hent e bro va zad.

An awen

N’out ket paour kaez den war an douar.

N’emaout ket hep micher na stad hag, e Breiz, n’out ket eun divroad.

Ar foeter-hent

Mouez tener, mouez diamen, ha lavaret hoc’h eus n’oun ket eur paour kaez den.

An awen

Eur blanedenn dispar a zo tonket d’it war an douar.

Ar foeter-hent

Siouaz d’in ! Siouaz d’eoc’h ! mouez flour, mouez diamen, e

Breiz ez oun bet hag e vin eur paour kaez den.
An awen

Te ’ zo kar d’ar Vreiziz, ha karet ganto holl, en deiz hizio dreist holl, barz dianav.

Ar foeter-hent

N’oun ket barz, ziouaz d’in ! rak n’ouzon ket skriva ha n’ouzon ket lenn. Me ’ zo eur foeter-hent hag eur paour kaez den. Me ’ zo ar reuzeudika den a zo hizio war zouar Breiz. Rak Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet…

Ha me, ar foeter-hent, me a zo yaouank ha yac’h, ha me a zo divac’hagn !…

An awen

N’eo ket mezus beza yac’h, na beza divac’hagn. Breiziz o deus argadet, Breiziz o deus gouzañvet, Breiziz a zo bet lazet : tonket e oa.

Te a zo beo hervez da blanedenn.

Ar foeter-hent

Planedenn c’haro !

An awen

Da vuhez a dalvezo.

Ar foeter-hent

Talvoudus war an douar buhez eur foeter-hent !… Hogen, pedet am eus, ha Doue a bardono d’eur Breizad ma ne deo ket bet skuilhet e wad.

An awen

Foeter-hent, foeter-hent, da vuhez a dalvezo.

Ar foeter-hent
N’em eus na leve na danvez.
An awen

Danvez a zo alies paourentez. Hizio te ’ zo eun den pinvidik war zouar Breiz. Pinvidik en da galon, pinvidik en da ene, hag evit se, n’eus ezomm na danvez, na leve.

Ar foeter-hent

N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn ; me ’ zo eur paour kaez den penn-da-benn.

An awen

N’eus paour kaez den ebet e Breiz digabestret.

Peorien, foeterien-hent, hailheboded a zo savet a-berz Doue da renk an uhela noblañs, ha te, ma n’ouzout ket skriva, ma n’ouzout ket lenn, te a oar kana ha te a gano da vro.

Ar foeter-hent

N’ouzon ket skriva, n’ouzon ket lenn, gouzout a ran kana ha me ’ gar va bro.

An awen

Ha te a gano.

Ar foeter-hent

Kerzet em eus dre Vreiz, pirc’hirin reuzeudik, gwall bleget dindan e blanedenn. Goapaet oun bet er c’hêriou pa dremenen o klask labour. An aluzen a c’houlennen ha meur a wech eo bet nac’het ouzin. Pa ganen e-tal an tiez ha pa c’houlennen goudor evit an noz war deil tomm ar c’hraou, e tistagas ar Gall ar chas war va lerc’h. Hogen, ne vagan ket kasoni, kaer ma veze a-wechou klevout ar chas o harzal en noziou klouar.

Kousket em eus en hañv, er balanegou, e c’houez vat ar bleuniou o flourat al letonenn ; hag e kousken, dianken. D’ar pellgent e saven dibreder hag e kerzen, e briz-heol ar beure, eürus ha skañv, da heul va huñvreou.

Henoz, avat, me ’ zo ar reuzeudika den a zo war an douar. Kenvroiz a zo bet lazet evit ar vro a garan ha va nerz d’in-me a zo chomet didalvez, evit d’in beza yaouank ha divac’hagn.

E Breiz ez oun eun den a netra a gerz dre an hentou doun e frond ar geot hag ar bleun, en eur vaga huñvreou goullo. Karet em bije beza chilgamm, bouzar, mogn pe dall, neuze moarvat e vijen bet kavet dibec’hed.

An awen

Foeter-hent, foeter-hent, dibec’hed emaout dirak Doue ; da ene a zo direbech ha dinamm hag, hiviziken, e Breiz, ne vi ket eun den a netra.

Te a gerzo dre ar Vro ha te a gano Breiz nevez.

Ar foeter-hent

Breiz nevez a ganin…

Kerzet em eus, paour ha dister, dre an hentou doun. En targosiou daougroummet, e c’houitelle ar mouilc’hi hag ouz o c’hlevout e tride va c’halon hag e kanen evelto. Penn-da-benn d’ar c’hleuziou, e safrone ar gwenan e skourrou ar gwez dero, lugernus o deliou gant ar mel o tivera, ha balafenned a c’hoarielle hag a sune ar bleud e bleuniou ar mouarou. Hag evel balafenned, huñvreou hedro a c’hoarielle en dro d’in, pa heden an hentou doun.

Me ’ oa an eürusa den, neuze, war an douar.

An awen

An hentou doun a gani.

Ar foeter-hent

An hentou doun a ganin…

An heol a floure man al lezou ; an heol a grene e brouskoad ar c’hleuziou. Heol a bare e kalon ar foeter-hent.

An awen

An hentou heoliet a gani.

Ar foeter-hent

An hentou heoliet a ganin…

D’ar beure e veze arc’hantet ar geot gant gliz an noz. Hag e vez lavaret e tegas eurvad ar c’hlizenn arc’hantet d’ar c’henta tremeniad.

En hentou e tremenen araok an dremenidi.
An awen

An hentou arc’hantet a gani.

Ar foeter-hent

An hentou arc’hantet a ganin…

Traoniennou glas a hedis, nadoziou-aer a welis o voredi war ar c’hedigou meur. Hag e selaouis mouskan ar gwaziou en naoziou ha trouz sklintin ar stivellou er pradou…

Bourrus e oa eva e boz va dourn an dour sklaer a virbilhe a-hed ar radenn-naer, diouz an diribinou.

An awen

An douriou a gani.

Ar foeter-hent

An douriou a ganin… D’an diskar, dre wall amzer, koumoul en oabl ha yen an avel, e koage hag e c’harme ar brini hag ar c’hefeleged-mor us d’ar parkeier hadet ; ha, da serr-noz, e yude ar bleizi er roziou.

An awen

Ar brini hag ar bleizi a gani.

Ar foeter-hent

Ar brini hag ar bleizi a ganin… Pa zegoueze d’in beza aet skuiz o vale, entanet ma oa va zreid ouz mein an hent, e kerzen dre ar c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet. D’ar goañv, e kaven eno disklav, ha distan dre hañv bero ; d’an nevez-amzer e lusen ; hag e kistinen, d’an diskar.

Ar c’hoadou o c’hlaza, an heol klouar o para, an deliou o veleni, o kraza, o koueza ; ar glao o veradi…

An awen

Ar c’hoadou a gani.

Ar foeter-hent

Ar c’hoadou a ganin…

Al lann e bleun a alaoure an diribinou ; ar brug hag ar brulu a oa tan war an torgennou. Noz ha deiz, a-hed ar bloaz, e veze dirazoun buhez ha kaerder Breiz.

Breizad ebet n’anavez ha ne gar e vro, eveldoun-me, ar foeter-hent.

Pa zistroe, goude o labour, ar gouerien c’hall d’ar gêr, e welen diwar ar gorreou an tiez o vogedi hag ar maeziou o voukaat, e mored an noz.

Ha me, ar foeter-hent, e pare warnoun ar stered evel daoulagad ar sent, enaouet er baradoz.

An awen

An noziou sioul hag ar stered a gani.

Nomenoe

An heol a gani…

Foeter-hent, foeter-hent, n’out ket eun divroad nag eun emzivad. Breiz eo da vamm, Doue eo da dad, ha da vro a gani…

En hentou doun a bar an heol war o letonenn flour, e kano hiviziken ar portezour o vont da gas d’ar chêriou ar bleud hag ar bara ; e skoasilli digompez an hentou doun e kano rodou an tumporellou o tougen an teilh da struja ar parkou. Ar c’hirri o strakal hag o klemm gant ar bec’h, ar mirc’hed o reuda el loc’hennou hag o tenna tan ouz mein an hent hag ar charretour o pec’hi a gani.

Ar foeter-hent
Al labour a ganin…
Nomenoe

Er foenneier glas e skrijo ar falc’h er geot hir hag e youc’ho ar baotred goude ar falc’hadegou.

Ar foeter-hent

Al labour a ganin.

Nomenoe

Er c’hoadou, palennet o gwenodennou gant kinvi ha deliou melenet, e kano bouc’hal ar c’hoadour hag ar skolp a lammo, evel bleuniou, e bep tu. Ar gwez a zrasko en eur goueza hag ar skourrou, en eur c’hourvez, a blado ar man hag al lus. Gant delc’h an dero, avat, e vo steuet binviou hag e korf ar fao e vo tailhet bouteier evit ar Vreiziz a valee, kent, diarc’hen.

Ar foeter-hent

Al labour a ganin.

Nomenoe

War c’horre ar menez, el lannegou, e vo maradeg ha, goude tan ar brug, e luc’ho aour an ed. Ha diwar an diribinou, e weli betek serr-noz, ar chatal o peuri dibreder, en traoniennou sioul. Rak, argadet hon eus, hag ar bleizi a zo bet argaset ha lazet. Ar bleizi a zo bet lazet, foeter-hent, hag ar stered a zo kouezet diouz an neñv.

E Breiz nevez, an heol a gani.

(Ar stered a varv en dro da benn Nomenoe ; dremm ar c’hadour a zeu da veza skedus evel an heol.)

Ar foeter-hent
Ar stered a zo kouezet diouz an neñv. An heol a ganin. (Dihun a ra. Koueza a ra war benn e zaoulin.) Te ’ zo Nomenoe, an heol e Breiz Nevez. An heol a ganin.
Nomenoe

Bennoz d’it, foeter-hent !

Gwelloc’h eget danvez, gwelloc’h eget leve a gavan ez ene.

(Outañ e-unan.) E Breiz digabestret, gant eur paour nemetken, oun bet anavezet. Ar gouerien o deus danvez a zo, siouaz d’ezo ! en o c’halonou, dienez. Paneveto e vije bet, pell ’ zo, dieubet ar Vamm-Vro. En arme Nomenoe, he deus roet lamm d’ar Gall, ne oa nemet peorien ha foeterien-hent. An hailhebod a laeras marc’h ar julod, hag ar mab dinatur hini e dad, evit mont d’an argad…

Ar werin galonek a vo uhelaet ; setu lezenn Nomenoe.

(D’ar Foeter-hent) : Te ’ vo nobl hiviziken, te ha da geneiled, ar foeterien-hent. Rak ar werin eo ar ouenn a gan, a gar, a gann hag a gemenno.

(Eur pennad. Pedi a ra.)

Aotrou Doue, dirazout emaoun dister ha noaz,
Evel da Vab war ar groaz.
Hogen, al labour boulc’het a zo da veza kaset da benn,
Ha n'oun va-unan nemet eur foeter-hent.
Foeterien-hent a vo arme Breiz nevez.
Hogen, n’o deus na mad na danvez,
O danvez a zo karantez evit o bro ha Doue ;
Er bed all evito, e talvezo leve.
Kinnig a ran d’it va foeterien-hent. Aotrou Doue ;
O c’hinnig a ran d’it korf hag ene.
Kemer ar re a zo bet lazet, en da baradoz ;
Ar re a chom, skuilh warno da vennoz.
Skuilh ennoun sklerijenn, skuilh warno da nerz,
Betek ma vo sevenet an diweza aberz.

(Eur c’han dudius a ziskenn eus an neñv hag e weler o tarza en dro da Nomenoe tasmantou gwenn ha lugernus ar vrezelourien bet lazet e kompezenn Ballon. Nomenoe

a ya e vent war vrasaat.)

Me ’ zo, e Breiz Nevez, Foeter-Hent Doue…
Me ’ zo an Nomenoe, penn-da-benn.

(Lien.)





Echu e Douarnenez
20 - Gouere - 1935