Nomenoe oe/Eizvet arvest

Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 117-130)



Eizvet Arvest



Da hanternoz, dirak ostaleri « an Trilonk ».


Nomenoe, er-maez

Oe !

Eur Soudard, er prenestr

Piou an istrogell a zo en traoñ, o hopal : oe ?

Nomenoe

Oe ! Oe !… Digor ’ vo, pe ne vo ket ? (Skei a ra war an nor.)

Mestr an ti, e fri er prenestr

Archer pe lakepod ?

Nomenoe

Nomenoe.

Mestr an ti

Kae e-biou gant da hent, Nomenoe hag all. Leun eo an ostaleri ha n’eus kambr ebet mui. (Nomenoe a sko war an nor.)

Nomenoe

Digor a c’houlennan. (Mestr an Ti, eur penn-baz en e zourn, a zeu da zigeri.)

Mestr an ti

Digeri a ran an nor, nemet ker e kousto d’it da abadenn gousk.

Nomenoe
Ne zigor ket re abred an nor.
Mestr an ti

Petra ’ c’hoarvez ganit dont da zihuni ar gristenien d’ar mare-mañ eus an noz ?

Nomenoe

Digor frankoc’h dor da di. (Mestr an ti a glask skei gant e vaz. Gant e gleze, Nomenoe a drouc’h d’ezañ e vaz, e harz e zourn.) Kerse a vefe ganin mougna eur Breizad e Breiz.

Mestr an ti

Deuit tre, deuit tre, gant aon e pakot yenijenn !

Nomenoe

Atchoum !

Mestr an ti

Deuit tre, deuit buan ! Siferni a rit gant freskadurez an noz.

Nomenoe

Ma sifernan, gant poultrenn an ti an hini eo. Lez digor an nor.

Mestr an ti

Digor pe demzigor ?

Nomenoe

Digor frank , e lavaran d’it… Daoust hag ez eus en ti peadra da zibri ?

Mestr an ti

Feiz, nann ’vat, va den. N’eus tra ebet en ti. Nag eur vruzunenn vara nag eur drailhenn gig.

Nomenoe
N’emañ ket amañ neuze ostaleri « an Trilonk ? »
Mestr an ti

Ti an degemer mat, va den, rak n’eus ken a voued henoz en ti : soudarded Nomenoe o deus skarzet piz an doailh hag ar bailh.

Nomenoe

Goude ar fest hag ar cher vat a zo bet amañ henoz, ne chom ket zoken eun dilerc’h da dalvezout eur begad ?

Mestr an ti

Begad ebet, siouaz d’eoc’h !

Nomenoe

Ya, siouaz d’imp ! rak ar c’hounidegez goude ar pred a gouez dalc’hmat e godell an ostiz.

Mestr an ti

Gounidegez ? Siouaz d’in ! Debret hag evet o deus ar soudarded. Debret e-leiz o c’horf hag evet e-leiz o geol, ha m’em bije kredet goulenn diganto eur bennoz Doue evit va faemant, em bije sur resevet va lod eus ar fest ; nemet fest ar vaz e vije bet.

Nomenoe

Te ’ zo teo, n’out ket ?

Mestr an ti

Evelato…

Nomenoe

Petra ’ vank d’it c’hoaz ?

Mestr an ti

Evelato, eur c’hristen mat n’eo ket boazet da laerez, ha kemer

hep paea a zo laeronsi.
Nomenoe

Gwelout a ran e kouskez en iliz epad ar sermoniou, panevet-se ez pije gouezet, mar deo kemer hep paea, pa vez ret, evit debri, eur pec’hed, hervez lezenn an dud, n’eo ket eur pec’hed hervez lezenn Doue… Hag ouspenn, paeet out bet ; n’out ket ? Hag e klemmuskez ?

Mestr an ti

Paeet ? Gwerc’hez Vari !… Paeet ?… Me garfe, ya !

Nomenoe

Kent e oas Gall, bremañ out Breizad. Kent e oas sklav ha kouer vil, hag out nobl hiviziken. Setu aze madou burzudus. Ha piou en deus gounezet ar madou-se . Daoust hag out bet e kompezenn Ballon ? Daoust hag out bet mac’hagnet ha toullgofet ?…

Mestr an ti

O ! Itron Varia !…

Nomenoe

Te a zo chomet teo ha livrin. Hogen, ar re o deus gouzañvet naon ha sec’hed, gloaz ha skuizder, daoust ha paeet int bet ? Hag e varc’hatez d’ezo an aluzen ?

Mestr an ti

O ! ne ran ket ; ne ran ket…

Nomenoe

Hag ar re a zo marvet evit ar Vro, daoust ha paeet e vint eur wech bennak ? Bez disoursi, avat ; ar re-se a zo divlaz boued an douar d’o staon ha ne deuint ket da doull da zor da c’houlenn ganit o faeamant. Nemet ar Vretoned a chom beo o deus sec’hed ha naon. Kompren a rez ? (Teurel a ra e gleze noaz war an daol, Mestr an ti a sell gant spont ouz ar c’hleze.) Ar ber-se a ra aon d’it ?

Mestr an ti

O ! ne ra ket, evit d’ezañ beza dremmet lemm. Nemet eur c’hleze

a vez boazet, a gredan, da veza gouhinet.
Nomenoe

Va c’hleze-me a vez atao digouhin, nemet gouhinet e vefe e kof ar C’hallaoued.

Mestr an ti

Brrr !… O ! divemor ac’hanoun. Dont a ra soñj d’in bremañ ez eus war ar strilh eun anduilhenn boaz.

Nomenoe

Mar deo poazet ez eo arboellet.

Mestr an ti

Arboellet e oa evit va mab Izidor a zo aet da c’hoari brezelekaat gant eun Nomenoe. N’eus forz ; boulc’hit anezi hep damant d’ezi hag hep damant d’ezañ. Izidor en eur vont d’ar brezel, beure mat, ha kousket an holl en ti, a zistribilhas kement anduilhenn a oa ouz ur c’hrog. Sachit warni ’ta ; Izidor en deus bet e lod.

Nomenoe

Gwall geuz en do d’ezi marteze, ma o c’hare kement.

Mestr an ti

M’en do keuz, neuze n’eo ket bet lazet ? Soñjal a raen e vije deut en-dro va mab Izidor da zibri anduilhennou all. Difounn el labour, difounn en emgann, Izidor n’en deus roet lamm da C’hall ebet, ha kredi a rafen kentoc’h ez eo aet da jistra dre ar vro. Ken da se e teuy ar gazeg c’hell diampech en-dro.

Nomenoe

Ha ken da se eo bet lazet ar Vretoned all ? Bez dinec’h avat : Izidor a zo beo pesk, evitañ da veza gloazet. Ar gazeg Fanni an hini a zo marvet.

Mestr an ti

O ! Doue ! Doue !… Lazet va c’hazeg Fanni ! Penaos kasin teilh bremañ d’ar park ?… Pa deuio Izidor en-dro, e vezo lazet ivez… O ! eur c’houezenn a zo war va zal, hag e santan emañ

va izili o vervel…
Nomenoe

Mestr an ti, Izidor a zo bet kalonek.

Mestr an ti

Izidor, kalonek ? Eur burzud ! Ha c’houi a anavez anezañ, pa lavarit d’in e ano hag ano ar gazeg c’hell ?

Nomenoe

Dre c’houez saourus an anduilhenn-mañ ec’h anavezan anezañ.

Mestr an ti

Gwir eo, n’eus ket er vro, dek leo tro war dro, eun ti hag eur vaouez par d’am gwreg da c’houzout an tu d’ober anduilhennou ken saourus. Ha c’houi neuze hoc’h eus sikouret Izidor da zibri an anduilhennou all, pa anavezit o blaz ?… Plijadur a ra d’in gouzout n’int ket aet e kof al lankidi.

Nomenoe

Klev, mestr an ti. Kreisteiz e oa pe wardro ; naon am boa kement hag henoz ha gwall domm e oa an abadenn. Gallaoued a gleiz, Gallaoued a zehou, Gallaoued dirazomp… Hini ebet a-dreñv. Izidor a oa em c’hichen. Hor bouc’hili a c’hoarie hag ar C’hallaoued a goueze, faoutet o fenn pe dic’houget ha flastret kerkent gant hern ar c’hezeg…

Mestr an ti

Gant Fanni marteze ?… Eur gazeg ken sioul !

Nomenoe

Eur c’hrogad start, m’hel lavar d’it. Hep tamm e oamp abaoe peder eur war-n ugent, ha nebeut ha nebeut e skoas hor bouc’hili goustadikoc’h. « Lamm d’ezo ! a hopas d’in Izidor. » Rei lamm hep dibri tamm a zo diaes moarvat. « Lamm d’ar c’hagn ! » a hopas adarre Izidor. Hag e tennas eus e roched eun anduilhenn en he fez. « Dal ! emezañ, an anduilhenn-mañ a zegaso nerz d’it. » Hag e gwirionez e teuas d’in nerz nevez. Hor bouc’hili a skoas, a drouc’has, a zic’hougas hag ar viktor, goude an drailh, a chomas a du ganimp… O ! Brao e oa gwelout ac’hanomp, war varc’h, eun anduilhenn en eun dourn hag eur vouc’hal en eun dourn all…

Mestr an ti

Mat e oant, n’eo ket gwir ?

Nomenoe

N’eo ket mat : dreist e oant ; ha m’hen tou ruz, talvezet o deus d’ar vro. Panevet da anduilhennou ne vije ket bet c’hoaz echu ar brezel.

Mestr an ti

Gwerc’hez Vari ! Va anduilhennou o deus gounezet ar brezel ha savetaet ar vro ? Biskoaz kement all.

Nomenoe

Ya ! O deus savetaet Breiz. Paneveto e vijemp bet semplet, mil bell ’ oa, gant an disvoued, ha foutu ar vro.

Mestr an ti, d’ezañ e-unan

Hag hen maro e vije bet foutu ar vro ?… Ne gomprenan ket gwall vat.

Nomenoe

Evit e anduilhenn eo bet

anvet Izidor kabiten.
Mestr an ti

Va mab Izidor kabiten ?… Ha me a lavare n’en dije graet netra vat en e vuhez ? Kabiten ?… Ha pegeit amzer e chomo kabiten ?

Nomenoe

Keit ha ma karo.

Mestr an ti

Emañ savetaet va mab. Kabiten ket ha ma karo !… Eur vicher da zegas avi da veur a julod. Ha gant piou eta bet anvet kabiten ?

Nomenoe

Ganin-me.

Mestr an ti

Ha piou oc’h neuze ?

Nomenoe

Nomenoe e vez graet ac’hanoun.

Mestr an ti

Allas ! allas ! ha me a grede d’in e oa anvet Izidor kabiten, ha me a chome amañ da selaou an den-mañ a zo kollet gantañ moarvat ar peurrest eus e skiant vat… Ha me a zo bet diot awalc’h evit kredi eo bet gounezet ar brezel dre berz va anduilhennou… (Da Nomenoe) Ha pelec’h eta emañ bremañ Izidor pa n’emañ ket c’hoaz dizro ?

Nomenoe

War hent ar gêr emañ, ha, ma n’emañ ket c’hoaz dizro eo abalamour ez eo skuisoc’h eget ar soudarded all.

Mestr an ti
War droad pe war varc’h ?
Nomenoe

War droad evel e vestr, p’eo bet lazet Fanni.

Mestr an ti

Allas ! avañset kaer beza kabiten p’eo bet lazet Fanni. Eur gazeg ken reiz ha ken flour he blevenn. Ha n’eus bet roet kazeg all ebet d’ezañ en he lec’h ? Va Fanni gaez !

Nomenoe

Ouspenn eur perc’henn en deus kollet e jao, en deveziou-mañ, hag ouspenn eur paotr ampart a zo henoz maro en e groc’hen ha bez kristen ebet da virout ouz bleiz hag ouz bran… Dal ! (Rei a ra da Vestr an ti an anduilhenn hanter zrebet.)

Mestr an ti

N’eo ket mat ?

Nomenoe

Arboell an hanter all evit da vab Izidor.

Mestr an ti

O !

Nomenoe

Evit ar c’habiten. Azeza a ran war an oaled, ha te, lamm en da wele da ankounac’haat da glac’har en da gousk.

Mestr an ti

Avel a c’houez dre doull an nor, va den, hag e skourno an oaled.

Nomenoe

Ma c’houez an avel, ne varvo ket an tan.

Mestr an ti

Eur gwele kalet a vezo korn an oaled.

Nomenoe
Daoust hag ez eus en da di gweleou blot ?
Mestr an ti

Blot n’int ket ; nemet leun int… Evelato, mar doc’'h kabiten evel Izidor…

Nomenoe

…Lez ar soudarded d’ober korfad kousk. (Azeza a ra e kougn an oaled.) Tan ! tan ! dir ha dir !

Mestr an ti

Aon am eus ouz an den-mañ. N’emañ ket gantañ, moarvat, e holl skiant vat. (Da Nomenoe) El laez… er grignol, n’eus ket a soudarded ; nemet eur foeter-hent gourvezet war eur c’holc’hed pell, ledan awalc’h evit daou.

Nomenoe

Mat ! pignat a ran da c’hrignol ar foeterien-hent.

Mestr an ti

Nozvez vat ! Evit netra ha gant joa e roan d’eoc’h lojeiz.

Nomenoe

Ha ro degemer mat d’ar brezelour — soudard pe gabiten — a zeuio araok an deiz da c’houlenn lojeiz diganit.

Mestr an ti

Ne chom ket zoken eun hanter golc’hedad pell da rei d’ezañ da c’hourvez.

Nomenoe

Te a raio d’ezañ gwele mestr an ti. Ha ma lavar d’it : me eo Nomenoe, kred anezañ ha tomm d’ezañ eur mell skudellad flip, rak Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. (Pignat a ra. Mestr an ti a ya da serri an nor.) Mezo out pe divemor ? Ha n’em eus ket lavaret d’it lezel digor frank an nor ? Aon ac’h eus ouz ar bleizi ?

Mestr an ti
Ar bleizi pevarzroadek ne reont ket aon d’in.
Nomenoe

N’eus ket bleizi all er vro. Ar C’hallaoued a zo bet lazet betek an hini diweza. Ma krenez gant aon ouz an anaon, lak va c’hleze a dreuz toull an nor. (Rei a ra d’ezañ e gleze. Kerzout a ra d’al laez.)

Mestr an ti

Nomenoe a zo henoz kement Breizad kalonek en deus argadet evit ar Vro. Va mab Izidor en deus argadet ; Izidor a zo kabiten… Ha me a zo tad da Izidor. Mar deo hemañ marteze an Nomenoe gwir, ni a zo ivez Nomenoeiou… (E toull an nor da dasmantou an noz) : Tostait holl, digor frank eo an nor… Deuit tre, deuit tre, deuit tre… Bleiz ouz ber ; Gall ouz krog ha Breiziz ouz taol !… Me ’ zo tad da Izidor !… Me ’ zo ivez eun Nomenoe… Ha ne deuy enebour ebet en tu-mañ d’ar c’hleze-se… hini ebet, na bleiz, na Gall.

(Lien.)