Nomenoe oe/Kenta arvest

Skrid ha Skeudenn, 1941  (p. 11-17)




Kenta Arvest
Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez.


ar foeter-hent

Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret.

gwennoll
Breiz digabestret !… Nag a vrud e kêr Redon, bremaik, pa vo savet an heol. Nag a levenez pa zegouezo war ar blasenn. Nomenoe, ar marc’heg holl-c’halloudek, gant e varc’hegourien daer, sounn o fenn, feroni an emgann ha levenez an trec’h en o sellou talarek. Dont a raint da zaoulamm o mirc’hed kuladus, frankaet o fronellou, o moue an avel, tan en o daoulagad hag eonenn war o divesker, ruziet gant gwad an enebourien villiget. Gloar da Vreiz war an douar ha gloar da Zoue e-barz an Neñv evit ar blanedenn gaer a voe tonket d’imp ! (Eur boutad avel a hej stalafiou ar prenestrou). Ene ar roue Arzur o tremen, moarvat. Aotreet eo bet d’ezañ gant an Aotrou Doue da ziskenn e Breiz ha da gaout perz, en hon touez en nevezenti vurzudus. O ! Nomenoe, enor ha meuleudi ha gloar d’eoc’h ha d’ho kadourien adalek an deiz a hizio betek an deiz meur ma vo gwelet eur groaz tan o skedi en neñv ha Mab Doue o tiskenn war eur goumoulenn da zont da gemenn d’ar gristenien e vo degouezet fin ar bed… Ouf ! n’eo ket fall. An Awen ha me, ni en em glev evel breur ha c’hoar.Savomp eta buan eur werz ma vo dibabet evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo Nomenoe gant e vrezelourien c’hlorius. Plijout a ray, me ’ zo sur, d’hon tad santel Konwoion hag, er c’henstrivadeg, e teuio ar maout ganin.
(O prederia)

Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet ;
E vestr ’ oa gall moarvat…

N’eo ket fall. (Sellout a ra ouz ar vugaligou en o gwele). Bugaligou kousket, bugaligou evurus !… Dec’h e oant Gallaoued, hizio int Bretoned !… Bugaligou evurus !… Pet eur eo gant al loar ?… (Hanter zigeri a ra aur prenestr.) Eun eur a zo c’hoaz araok poent an dihun. Ha strakal a rin va daouarn evit o dihun dioc’htu ? Pec’hed eo moarvat o lezel da gousket pelloc’h, rak n’ouzont ket c’hoaz an nevezenti veur. En o c’housk int sklaved, ha, pa zihunint, en em gavint tud dieub. Nann, n’int ket c’hoaz evurus, ar vugaligou gaez, p’eo gwir n’ouzont ket. O dihun a rin ? Nann, arabat, rak, pa soñjan mat, an den kousket a zo an den dieuba ; e spered a nij, a wel traou kaer ha na lifer, nag hual, na kabestr ne vir outañ trouc’ha hent. Bugaligou evurus !… Ha mil bennoz d’eoc’h, Gwerc’hez ar Wir Zikour !… Kendalc’homp !…

Ar c’hi a harz er c’hoad…

N’eo ket fall.

eur eugel

N’eo ket mat.

gwennoll, souezet

Hein ? N’eo ket mat ? Ha petra n’eo ket mat ?

er bugel

Ar c’hi er c’hoad.

gwennoll

Eur paour kaezig o huñvreal… Bugale evurus !…

Ar c’hi a harz er c’hoad,
A harz d’e vestr lazet…

eur bugel all

Ne dalvez mann ebet.

gwennoll
Oc’ho ! ’Meus aon n’eo ket peurgousket an holl vugaligou… Pe marteze emaint gwasket gant gwall huñvreou ?… Pe marteze c’hoaz, gloar Nomenoe a lugern e noz o c’housk ?

An impalaer gall
A zo…

eun trede bugel

…Fall.

gwennoll

Gwir eo ; an impalaer gall, galloudek gwechall, a zo aet da fall. Ne dalvez mui netra ebet, hag ar vugaligou-se a gar kement o bro !… (((kenderc’hel a ra).

Ar brini lor, ar brini du…
eur pevare bugel

A zo fall du.

gwennoll

Mil malloz ruz !

ar bugel

Turlututu !

gwennoll

An azen a reont ganin. Paour kaez Nomenoe !…

an holl vugaligou

Oe-oe !…

gwennoll

A ! bugale dianket, ker e gousto d’eoc’h. War-sav ! war-sav ! En em wiskit buan, paotred ! Buan ha buanoc’h ! D’an dour ! d’an dour ! Ha te, sevel a ri ? (Gwinta a ra eur paotrig eus e wele). Ha ma chom eur bikouzenn e korn da lagad hag eur gramenn adreñv da skouarn, ne zebri epad eur sizun nemet kreun ha bruzun.

ar bugel, difoutre

Kreun ha bruzun eus ar meurz betek al lun.

gwennoll

Dal ! da lod ! (Hag e ro d’ezañ eur flac’had ouz kostez e benn).

ar bugel

Oe !

gwennoll
Goap a rez ouzin c’hoaz ? (Hag e ro d’ezañ eun taol troad en e benn adreñv).
ar bugel

Oe !

an holl vugaligou

Oe-oe !

gwennoll

Mont a rin diot gant ar marmoused-mañ. Ahe ! kuit ac’han ! Buan d’an traoñ !

eur bugel, en dour.

Kramenn a zo c’hoaz ouz va fas.

gwennoll

Ma ! diskenn gant kramenn hag all. Manous eur Breizad n’eo ket reketus da welout. Bretoned omp hizio.

ar vugaligou, o tiskenn d’an daoulamm gant an diri.

Oe ! Oe !

gwennoll

Paour kaez Nomenoe !

(Lien.)