Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 11


troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 12-24)


KEVRENN II : EUR SELL OUZ ISTOR AR GELTED KOZ


Ar poblou brasa, ar muia brudet en istor, a zo bet bepred teñval ha dister o derou. Eun dournadig gounideien-douar ha mesaerien armet ne voe ken ar Romaned da genta. E kornig eur rannvro dister eus Italia edont, hag, e-touez ar poblou pinvidik ha galloudus a veze en-dro d’ezo hag o disprize, hini ebet n’helle amgredi e teuje ar seurt tudigou, dre zerc’hel da greski o galloud hag o gouiziegez vrezelel, da lemel diwar c’horre an douar betek o ano-i, e rajent al lezenn d’an hanter eus Europa, Azia hag Afrika, hag e savje diwar o yez latin eil-yezou a vije komzet gant nouspet mil ha mil a dud.

Kemend-all a c’hoarvezas gant ar Gelted. Kreski a rejont divrud en eul lec’h pe lec’h eus Europa an Hanternoz, marteze e kichen poblou a oa da genta galloudusoc’h egeto. Ren a rejont, dindan eun oabl dihabask, war eun douar peuz-distruj, ar vuhez c’haro a rene labourerien-douar ha mesaerien an Hanternoz da vare an arem, o kaletaat o c’horf diwar ar vuhez-se hag o nerza o mennerez. O gouiziegez vrezelel o deus kresket en emgannou trec’h pe goll, e brezeliou stank, meuriad ouz meuriad, ha da c’houde pobl ouz pobl. War astenn ez int aet a-zehou hag a-gleiz betek an deiz m’o deus, da heul darvoudou a veur a seurt hon eus eun damskeud eus darn anezo, lezet war a-dreñv an alar, ha m’o deus, krog o dourn er sugellou hag er c’hleze, kerzet, neket da « c’hounidigez ar Bed », gouez d’o barzed diwezatoc’h, « da c’hounidigez Europa » an hini eo. A-benn pemzek kantved, diwar pennabegou heñvel evit ar peurvuia, ar pep brasa eus ar C’hermaned a dlee kemer an hevelep hentou hag adober an hevelep istor.


Bro genta ar Gelted. — War ribl mor an Hanternoz e vevent en eur vro, enni brugeier ec’hon, pradeier gleb ha koadeier, marellet a stankou hag a c’heuniou, ha treuzet gant stêriou bras : ar Rênos (Rhein), ar Visuria (Weser), an Albis (Elbe). Ar C’hresianed a anavezas abred ar vro-se dre zanevellou o marc’hadourien c’hoularz. Marvailhou souezus a zeue ganto diwar-benn hec’h eostou, he broiz, he goañvou kriz, braster ha risklou ar mor a hed anezi. Bro ar goularz, an alarc’h garmer hag an elvenn wenn e oa-hi. Eno e veve azeulerien an heol, an Huperboreaned fur. Eno e weled bep noz an heol skedus (phaetôn, élektor e gresieg) o veuzi er c’hoummou hag ar mor o c’houezi, pa stoke outañ, ar seurt c’houezenn a zeu, dre galedi, da veza ar goularz (elektron) a vez taolet ouz an aod, endra ma vez war an tevenn c’hoarezed an heol, aet da elo gwenn hirvoan, o tridal hag oc’h hirvoudi da reuziad o breur beuzet.

Aodou izel ar vro-se a veze gwastet alies gant ar mor a zic’hlanne uhel en douarou. Ar C’hresianed a glevas gant o marc’hadourien kelou eus an dic’hlannou skrijus-se : « Ar mor », eme ar skrivagnerien goz a Vro-Hellas, « a lam muioc’h a dud digant ar Gelted eget ar brezel ». Hag e skeudennont kadarnded ar Gelted o c’hortoz, armet-holl, tarz ar gwagennou trouzus, hag o dalc’hidigez pa zistroont, goude dichal ar mor, da adsevel o ziez.


Gounidigeziou-brezel ar Gelted en Europa. — Skuiz o welout ar mor o tic’hlanna dalc’hmat war o maeziou, e poanias ar Gelted da c’hounid dre an armou chomaduriou nevez. Darn anezo o deus en em ziazezet en enez-Vreiz, abred evit doare, marteze diwar an Xt kantved kent H. S., dedennet emichañs gant mengleuziou pinvidik ar vro-se a bourchase ar staen ret d’ober armou arem. War-eeun dre vor ez ejont di, kredabl, rak, ho pet koun, e-pad maread an arem war e hed hag a-raok, e-pad diweza oadvez maread ar maen (XXX-XXet kantved kent H. S.) e veze darempredou dre vor stank a-walc’h etre enez-Vreiz hag Europa an Hanternoz [1].

War an douar-bras ar c’henta broiou gounezet gant ar Gelted a voe, hañvel eo, ar rannvro meneziek ha koadek en em astenn e kreisteiz o bro betek an Danao uhela hag hanternoz ha sav-heol Galia (war-dro ar VIIt kantved kent H. S.).

Er VIet kantved kent H. S. e piaoue ar Gelted, ouspenn ar vro bevennet gant ar stèriou Albis, Danuvios, Rênos, an douar en em astenn etre ar stêr diweza-mañ hag ar mor Atlantek. D’ar mare-se, ma n’eo ket deut c’hoaz Keltia d’an ec’honder divent a dizo eun nebeut kantvedou goude, eur vro bras-tre eo koulskoude a-benn neuze. Skeudennet eo evel-hen gant eun douaroniour koz : « E kuz-heol Europa e sav Keltia etre penn-ahel-bed an Hanternoz ha kornog ar gedez. Mentek a-walc’h eo evit ma c’heller lavarout e talc’h damdost da balevarz Europa. Douret eo ar vro gant stêriou niverus ; frouezus eo, founnus eo an eostou warni ha stank ar chatal war he feurvaniou. Rannet eo e diou gevrenn gevatal gant ar Rênos a hañval beza, goude an Danuvios, ar vrasa eus stêriou Europa. »

Er pempvet kantved kent H. S. eun darn eus Kelted Galia a dremen er Spagn, dedennet moarvat gant mengleuziou arc’hant pinvidik ar vro-se a oa neuze en he barr ar c’hounidegez anezo. Diskar a reont an trevadennou bet savet eno gant ar Fenikianed, marc’hadourien degouezet eus ar Siria war-dro ar bloavez 1100 hag o komz eur yez semitek, karez-nes d’an Hebraeg ; lezel en o sav a reont avat ar c’hêriou savet gant ar C’hresianed, kevererien ar Fenikianed, war ribl ar mor Kreisdouarek.

Er pempvet kantved, a c’heller kredi, e perc’hennas ar Gelted, trec’het Illiriz ganto, ar vro ledet etre an Danuvios hag an Alpou, hag a gemeras diwezatoc’h an ano a Vindelicia, Raetia, Noricon. Da heul ar berc’hennidigez-se ec’h en em gavjont amezeien d’ar gompezenn ec’hon, pinvidik ha kaer eus Italia an Hanternoz, e oa ar broadou anezi dindan yeo an Etrusked, pobl c’halloudus kevredet gant ar Fenikianed a-eneb d’ar C’hresianed hag a rae, d’ar mare, al lezenn d’an darnvuia eus poblou Italia. E derou ar pevare kantved « war digareziou netra », gouez d’ar skrivagnerien goz, ar Gelted a ziskenn en Italia, a gann an Etrusked hag a gemer diwarno ar gompezenn ledan a zo treuzet gant ar stêr a anvont Bodinkos (Pô). D’ar mare-se e sav ar C’hresianed, ouz aber ar Bodinkos, kêr Adria, a roas hec’h ano d’ar mor nesa.

Eur pennadig goude an aloubadenn-se eo e c’hoarvezas ar c’henta krogad etre ar Gelted hag ar Romaned. Eur bagad Kelted a oa deut da c’houlenn digant an Etrusked eus kêr Glusium, ranna o douarou ganto. An Etrusked a c’houlennas skoazell digant ar Romaned hag ar re-mañ a gasas kannadourien d’ar Gelted da skoulma eun emgleo. Berr-boell a-walc’h e voe ar gannadourien-se evit kemer perz en

eun emgann etre Etrusked ha Kelted hag e lazas unan anezo eur pen-vrezelour keltiat. Neuze e kerzas ar Gelted a-enep da Roma ; trec’hi a rejont ar Romaned en emgann brudet an Allia (16 gouhere 390) hag e lakjont an tan war Roma.

War-dro an hanter eus ar IVvet kantved e voulc’has ar Gelted, a-enep da veuriadou illiriat ar C’huz-heol, a biaoue ar Bannonia ha red an Danuvios krenn, brezeliou a voe klozet gant drouziwez an Illirianed hag ar berc’hennidigez gant ar Gelted eus ar rann-vro-se en he fez. Emgleo a zo bet marteze etre ar Gelted hag ar C’hresianed, rak, d’ar mare-se end-eeun, Philippos, roue Makedonia, a argade Illirianed ar Sav-Heol. War-dro 335, p’edo mab Philippos, Aleksandros-Veur, kampet gant e arme war ribl an Danuvios izela, e kasas ar Gelted kannadourien d’ezañ hag, eun daouzek bloavez bennak diwezatoc’h, e tileurient davetañ eur c’hannadourez all, a gejas gantañ en Azia, e Babilon, e-lec’h m’en em gave, goude beza aloubet an hanter eus Azia (e nevez-amzer ar bloavez 323).

« Hellengar » e oa neuze ar Gelted, gouez da skrivagnerien an amzer-se. Kelted ha Gresianed e oa d’ezo an hevelep enebourien : Karthadiz pe Phenikianed Afrika er Spagn, an Etrusked en Italia, an Illirianed hag an Dhraked er broiou a-hed an Danuvios, hag e voe marteze, evel ez eus bet amgredet, emgleviou ha feuriou-skrid etre an diou bobl.

Trei penn a reas an traou e-doug an IIIvet kantved. War-dro ar bloaz 300, da heul brezeliou war a greder, eun darn eus ar meuriadou keltiek manet etre an Albis hag ar Rênos, a lusk war raok.

An eil re, kevredet dindan an ano a Velged [2], a ziberc’henn ar Gelted a zalc’he ar vro etre ar Rênos hag ar Sequana, hag a ziazez eno. Rann gevred Galia, manet betek-hen etre daouarn al Ligured, pobl rak-keltiek, a voe neuze aloubet gant ar Gelted ha kêr Vasalia, a oa bet savet gant ar C’hresianed er bloaz 600, a voe lakaet en arvar ganto evit ar wech kenta. Ac’hane ec’h argad darn eus ar Gelted-se korn biz-reter ar Spagn.

Bagadou keltiek-all a ziskenn red an Danuvios hag en em sil e gourenez ar Balkaniou. Meuriadou brezelgar ha niverus an Illirianed hag an Dhraked a zo trec’het ganto. Argadet eo Makedonia ha Ptolemaios Keraunos (ar c’hurun), a oa roue warni, lazet en eun emgann taer gant ar pep brasa eus e armead (e 281). E 280 ha 279 an Hellas a zo gwall-wastet gant ar Gelted hag ar santual meur a Zelf (Delphi), he fennlec’h relijiel, lakaet en arigrap. E 279 e sav ar Gelted ouz tor menez Haimos (Balkan) eur rouantelez e voe Tula ar gêr-benn anezi hag e paeas d’ezi ar c’hinnig ar meuriadou thrakiat a-ziwardro ha kêriou gresian ribl ar Bosfor, en o zouez Buzantion, a zeuas da veza Konstantinopl. Kelted all a ziazez en-dro da venez Skordos (Schardag) hag a gemer an ano ar Skordisked. Re all a ya betek Azia-Vihana ha goude hir-vrezelekaat, a sav, e kreizenn ar c’hourenez vras-se, rouantelez Galatia a voe kreñv a-walc’h da gaout, ouz rouanez Pergam, krogadou a gemeras diwarno kizellerien c’hresian testou delouennou ha skeudennou-bos brudet.


Ar bed keltiek. — D’ar mare-se emañ Keltia e barr he ment. N’eo mui eur vro, evit lavarout gwir, eur bed eo, oc’h en em astenn eus aodou ar Spagn, douret gant ar Mor-Bras, hetek bar Mor-Du, eus Iwerzon da Gappadokia. Kêr Vrigantion (Coruña hizio) er Spagn, rag-eeun da donnou ar Mor-Bras ec’hon-digor ha kêr Garrodunon, war ribl an Duras, e-keñver kompezennou divent Skuthia goz, a rae d’ezi evel he fella mein-bonnou d’ar Mervent ha d’ar Gevred.

Gwaz d’an impalaerded-se divuzul, he ment, disunaniez he mistri ha disunvanded ar poblou dastumet dindan an hevelep yeo, a zo eviti ken lies a benn-abeg a wanidigez. Gwir eo, er rannvroiou piaouet a-hell-zo gant ar Gelted, evel Galia (nemet an tu gevred anezi), enez-Vreiz hag Iwerzon, ar poblañsou rak-keltiek o deus ankounac’het pe a zo o vont da ankounac’hat ar yezou ariek a gomzent, evit degemer ar c’heltieg, na oa ket gwall-zisheñvel diouto marteze. E lec’h all avat ne c’hoarvez ket hevelep tra. Dre-holl, war glaniou an Dêva er Spagn, ar Bodinkos en Itali, an Danuvios e kreizenn pe sav-heol Europa, ar Sangarios (breman Zakaria) en Azia-Vihana, yez ar renerien eo ar C’heltieg, hogen er Spagn e komzer an ibereg hag en Italia an Hanternoz al ligureg, an illirieg, hag an etruskeg ; e traoñienn an Danuvios an thrakeg ha yezou all c’hoaz marteze ; en Azia-Vihana ar gresieg hag ar phrugieg. En tu-hont da se n’eus unaniez ebet etre ar Gelted a vestroni ar broiou-se. Rannet int etre eun niver bras a boblou o vaga gwarizi hag o vrezelekaat an eil ouz eben, hag e ouezo politikerez ar Romaned kreski an disunanderiou-se, gounid da vignoned leal darn eus ar poblou-se [3], d’ezo da drec’hi gwelloc’h a se war ar re all.


Dichal ar Gelted. — Taoliou kenta ouz galloud ar Gelted a voe skoet er Spagn gant armeou Karthada, eur gêr savet en IXet kantved kent H. S. gant ar Phenikianed war aod Afrika. E doug an hanterenn diweza eus an IIIet kantved e kemeras Karthadiz ar Spagn oc’h en em harpa, da genta, war an Ibered da drec’hi ar Gelted, ha, da c’houde, war ar Gelted da zamesaat an Ibered. Hemañ e oa politikerez ar penvrezelour brudet Hannibal pa’n devoa eureujet eur Geltez eus Bro-Spagn. Aloubadenn ar Spagn, boulc’het e 236, a voe kaset da benn e 218. Ne chomas ket pell dindan yeo Karthadiz. E 218 e touar eno ar Romaned hag e 206 ez eo peurargaset Karthadiz ganto.

Ar Romaned, o veza diskleriet e vije ar Spagn « provincia » roman hiviziken, poblou ar c’hourenez, Kelted ha Nann-Kelted, en em savas. Pevar bloaz ha tri-ugent a vrezel a voe ret d’o c’habestra. Er bloaz 133 an diweza bandenn a Geltibered, kelc’hiet e kêr Numantia gant eun arme roman, a lakaas an tan war an tier hag en em lazas kenetrezo kentoc’h eget en em zaskori.

En Italia, e 298, ar Gelted o veza rôet skoazell d’an Etrusked, d’ar Samnited, ha d’an Ombrianed ouz ar Romaned, a chomas ganto ar gounid war ar poblou-se, ar rannvro dalc’het gant ar Senoned, o doa o zadou kemeret Roma, a zo argadet gant an armeou roman, an holl wazed a zo lazet, ar merc’hed hag ar vugale gwerzet evel sklaved hag an douar staget ouz douarou ar Romaned. E 228 ec’h adkrog ar brezel etre Kelted ha Romaned ha ne baouez nemet e 192, peurflastret Kelted Italia. Skrijus e oa bet an emdag ha diniver ar c’hrogadou. Ar penvrezelour karthadat Hannibal, unan eus brudeta brezelourien an Hen-amzer, degouezet en Italia d’en em ganna ouz ar Romaned, en doa roet d’ar Gelted eur skoazell eus ar frouezusa ha lakaet e oa bet gantañ Roma en argoll (eus 218 da 203). Padal bannielou-erer ar Romaned a voe trec’h ha, pa zeuas ar peoc’h en-dro, meur a vroad keltiek ne oa anezo ken nemet bugale ha kozidi.

E-doug an IIIet kantved eo e stagas ar C’hermaned da astenn o beli war an douarou etre an Albis hag ar Rênos. N’ouzomp doare ebet eus ar brezeliou a savas neuze etre Kelted ha Germaned. Kement a c’hellomp lavarout eo e voe tenn ha gorrek trec’hadenn ar C’hermaned. Er c’henta kantved kent H. S., eur bobl keltiek, ar Volked [4], « brudet dre he furnez hag he c’hadarnded », a oa c’hoaz en he dalc’h ar rannou frouezusa eus ar vro meneziek ha koadek anvet e keltieg Arkunia pe Erkunia [5].

An eil kantved, en doa gwelet sujidigez Kelted Italia (192) ha Kelted ar Spagn (133), a welas ouspenn :

— E 196 pe 193, diskaridigez rouantelez keltiek Tula gant an Dhraked en em savet ;

— E 189, trec’hidigez Kelted Azia-Vihana gant ar Romaned. Ar re-mañ, trugarezusoc’h e pellvro eget en Italia, a lezas gant ar C’halated o douarou hag o frankiz ha ne c’houlennjont diganto droukkinnig ebet. Er bloaz 24 kent H. S. hepken, e voe lakaet ar C’halatia da « brovins » roman ;

— E 129, aloubidigez gant ar Romaned eus Illiria, e-lec’h ma veve kichen-ha-kichen meuriadou keltiek ha meuriadou illiriek.

— E 125-122, trec’hidigez gant ar Romaned eus ar meuriadou keltiek ha damgeltiek a veve e gevred Galia, etre an Alpou hag ar Pireneou. Lakaet e voe o bro da brovins roman ha diwar neuze e c’hellas ar Romaned kaout darempredou dre zouar gant ar Spagn.

— E 110, kenta argadenn ar C’hermaned e Galia. Ouz he ober e oa diou bobl anvet gant ar Gelted Kimbri (Kimbros, « ribler » e keltieg koz) ha Teutoni. Ar ger diweza-mañ e oa marteze an ano hen-c’hermanek Theudanos, « ar roueed », lavaret er stumm keltiek. Treuzi Galia, ouz he gwasta dre ma ’z aent, ne reas ken an diou boblad-se. Degouezet er C’hreisteiz e voent flastret gant ar Romaned.

Er c’henta kantved kent H. S. e talc’has war wasaat argiladenn ar Gelted.

Etre ar bloaveziou 100 ha 60, ar Voged [6], e oa en o c’herz douarou an Albis uhela, hag o doa er bloaz 114 dizarbennet argadenn ar Gimbred, a zo peurdrec’het gant ar C’hermaned, ha ret d’ezo treiza an Danuvios ha mont da chom er Bannonia. Ar vro a zilezent e vanas stag outi o ano : c’hoaz er Ia kantved goude H. S., e veze graet Boiohaemum anezi (bremañ Bohemia, Bohmen).

War-dro an hevelep amzer, broad vrezelgar ar Vastarned, a oa o veva er c’hompezennou bras etre an Danuvios izela hag an Turas (Dniester), a voe kannet gant an Daked, pobl dhrakiad, ha kêr c’hresian Olbia, e genou an Turas, a voe distrujet.

Eus 58 da 50 e voe aloubet Galia gant armeou roman dindan renadur Iulius Kaesar. An aloubadenn-mañ a oa bet ragaozet eus a-bell gant ar Romaned ; diwar ar bloaz 121 o doa gounezet da vignoned an Aedued, unan eus galloudusa poblou Galia. Setu amañ ar pep pouezusa eus darvoudou an aloubadenn vrudet-se : — E 58, brezel ouz ar C’hermaned, brezel ouz an Helveted. — E 57, brezel ouz ar Velged. — E 56, brezel ouz Arvorigiz hag Aquitaniz. — E 55 ha 54, argadennou e Germania hag en enez Vreiz. — E 53, stourmadennou e Galia. — E 52, stourmadenn Kelted Galia a-bez dindan renadur Verkingetorix ; seziz Alesia. — E 51, Kaesar a beurvoug ar stourmad. — E 50, reizenni a ra pep tra e Galia ha, dre e lealded hag e guñvelez, e klask tenna ar Gelted diouz e du.

War-dro ar mare ma c’houneze Kaesar Bro-C’halia, an Daurisked, da lavaret eo Kelted menez Tauros (e sav-heol aradennad an Alpou), hag a oa bet anezo pell amzer eur rouantelez c’halloudus oc’h ober al lezenn war an Danuvios, a voe trec’het gant an Daked. An douarou eus Pannonia ma oa deut ar Voged da chom warno a voe didudet ha trôet en eur gouelec’h.

Er bloaz 34, ar Skordisked, d’ezo ar vro etre ar Savos izela ha menez Skordos, a zo bazyeoet gant ar Romaned.

Dindan an impalaer roman Augustus (20 vloaz kent H. S. — 14 vloaz goude H. S.) e peursujas ar Romaned meuriadennou-zo eus an Alpou, keltiek pe damgeltiek, a oa bet lezet betek-hen en o frankiz, hag ec’h aloubjont bro ec’hon an Daurisked (15-9 kent H. S.). Ober a rejont anezi meur a brovins : Vindelikia, Raetia, Noricum, Pannonia.

Da rei da viken koun eus an trec’hiou-se an impalaer Augustus a reas sevel el lec’h ma tiskenn aradennad an Alpou da gaout glann ar mor Kreizdouarek, eur mell arouez-meur, anvet « arouez-trec’h an Alpou », e oa engravet war ar mein anezañ anoiou ar poblou trec’het [7]. Diwar neuze ne voe ken a Gelted dishual war an douar-bras.


Petra a c’hoarvezas eus Kelted an douar bras. — Lavaret ez eus bet alies-alies ec’h ankounac’has buan-buan Kelted an douar-bras o yez hag o giziou, d’en em romanaat. Kreski an traou n’eo ken.

En enep, ar c’heltieg a zalc’has da veza komzet war an douar-bras gant meur a rummad-tud war-lerc’h an hini en doa gwelet, e kement rannvro, donedigez ar Romaned. Er Spagn, evito da veza e dalc’h ar Romaned hag en-dro d’ezo poblou iberiat stankoc’h egeto, ar Gelted a vanas pell amzer stag ouz o yez. Savet e veze c’hoaz, er c’henta kantved kent H. S., kêriou hanter-geltiek o anoiou : Caesarobriga, Augustobriga, Juliobriga, ha mein-bez an hevelep mare a zo warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed latinaet an distera : Ambatus (Ambaxtos), Ambata (Ambaxta), Pintamus (Pintamos), Tritius (Tritios), hag all.

En Italia, etre ar Bodinkos hag an Alpou, ar c’heltieg a chomas beo pell amzer ha, betek war-dro ar bloaz 90 kent H. S., an darnvuia eus Kelted ar vro-se a vire c’hoaz gwiskamantou, braoigou hag armou tud o gouenn, dreist-holl ar c’hleze-meur houarn. Gallet e voe her gwelet anat diwar ar furchadennou graet e beredou an amzer-se.

E rannvro an Danuvios, e-pad ar maread roman en e hed, ar mein-bez warno anoiou keltiek paotred ha merc’hed a ziskouez splann e talc’has ar c’heltieg da veza komzet eno war eun dro gant an illirieg hag al latin.

En Azia-Vihana, er IVet kantved goude H. S., ar Gelted a gomze war eun dro ar c’heltieg hag ar gresieg.

Er c’henta kantved eus hon amzervez kristen, er bloaz 98, e-touez ar C’hermaned, er vro hec’h ano hizio Silezia-ar-C’hreisteiz, e oa eur boblad, ar Gotined (Kotini), o komz ar c’heltieg.

D’an hevelep mare e oa c’hoaz Galia eur vro keltiek-tre dre he yez hag he stummou. Er bloaz 50 kent H. S., Kaesar, c’hoantek da staga outañ e-unan Kelted ar vro-se, en doa lezet ganto o douarou, o c’hêriou, o lezennou hag o renerez. Mirout a reas ouz kement a c’hallje anoazi tud hêr ha taer ha ne savas ket zoken a warnizonou soudarded en o zouez. A-hend-all e kargas an noblañs keltiat a ditlou hag a enoriou. En distro e roas ar Gelted d’ezañ eur skoazell galonek er brezeliou en doe d’ober da zont da vestr war Roma.

Da heul maro Kaesar e voe trôet pep tra. E 36 kent H. S., e voe staget da reizenni Galia diouz giz Roma ha ne voe ket kaset ar reizenni-se da benn hep stourmadennou taer (eus ar bloaz 36 d’ar bloaz 29 kent H. S.). Daoust ma oa trôet penn da veur a dra a-benn neuze ha ma oa bet dreist-holl lamet o armou digant ar pobladou, ar spered keltiek, ar yez hag ar giziou koz a vanas kreñv-kenañ, betek e-touez an noblañs, e-doug kenta kantved an amzervez kristen hed-ha-hed. Er bloavez 21, e voe eur stourmadenn renet gant eur C’helt a ouenn uhel, anvet Sagroviros (Sakrovir e latin) ; e 68 eur stourmadenn all, bleniet gant eun uheliad c’hoaz, anvet Vindex ; e 69 dispac’hadeg koueriaded renet gant eun den a renk izel anvet Marikkos. Stourmad bras 69-70 a voe ar grevusa hag, e-pad eur pennad amzer, e voe Galia hogos distag diouz Roma dindan an ano a « Impalaerded Galia ». Diweza strivadenn Kelted ar vro-se da glask en em zivazyeoa a voe hounnez. E-pad ar c’hantvedou war-lerc’h ez ejont war en em latinaat, dre ma kolle pep remziad eun dra bennak eus an herez koz. Er IVet kantved koulskoude e komzed c’hoaz ar c’heltieg war ar maez e bro an Drevired (biz-reter Galia).


Sujidigez Enez-Vreiz. — Enez-Vreiz a oa bet ergerzet meur a wech gant brezelerien geltiat. Ar c’henta ergerz a zegouezas marteze en Xet kantved kent H. S., a voe hini ar C’houezeled, d’ezo eun eil-yez en he stumm hec’h-unan a zeuas da veza an iwerzoneg [8]. An diweza a voe hini ar Velged, en IIet kantved kent H. S. Ha degemeret a reas Breiz, etre an daou rumm ergerzerien-mañ, trevadegou all o tont eus Galia ? — A c’hellfe beza. An anoiou disheñvel a zougas eus an Xet d’ar c’henta kantved kent H. S. Albio [9]. Qretanis, Pretanis [10], Brittia, a verk marteze ken lies a vestroniadur warni, an eil war-lerc’h egile. An diweza eus an anoiou-se (Brittia) deut da veza « Breiz » en hor yez, a hañval beza bet degaset gant ar Velged, a zo, evit ar yez, hor gourdadou.

An diou argadenn verr, renet gant Kaesar, e 55-54 kent H. S., ouz enez-Vreiz, n’oa degouezet d’o heul netra a-bouez. Breiziz a oa chomet digabestr hag, e 43 goude H. S. hepken, e touaras an armeou roman en enezenn d’he c’habestri da vad. Gwall-daer a voe ar stourmadenn. Da suja ar Velged hag an Dumnonied, e rankas ar Romaned sevel tregont emgann ha kemer ugent kreñvlec’h. E 84 hepken e voe kaset da benn ar sujidigez ha c’hoaz e lezas ar Romaned o frankiz gant ar meuriadou a zalc’he ar rannvro treut ha meneziek diouz penn-hanternoz an enezenn. Evit gwir, peoc’hidigez Breiz-Veur a voe labour Agricola (76-86) a boanias, dre e hegarated hag e lealded, da staga Breiziz ouz Roma ha sevenadur ar Romaned.

Enez-Vreiz a vanas dindan mestroniez ar Romaned betek derou ar Vet kantved. N’anavezomp ket mat he istor e-doug ar rann-amzer-se. Gouzout a reomp e voe stourmadennou, dreist-holl war-dro ar bloaz 138, p’en em savas meuriad meur ar Vriganted, a voe distrujet evit eun darn. War zinerzaat ez ae galloud ar Romaned a vloaz da vloaz. Buan ez ejont re wan da zifenn an enezenn ouz argadennou Pikted hag Iwerzoniz a waske anezi dibaouez. War-dro 407, lakaet en argoll gant ar C’hermaned war an douar-bras, e tennjont o armeou en-dro hag e kimiadjont da vat diouz an enezenn.


  1. War-eeun eus enez-Vreiz e vije aet ar saverien taoliou-maen da ober o annez e Skandinavia. Testeniet eo ahendall an darempredou etre enez-Vreiz hag ar riblennad-aod a ya eus genaouiou ar Roen d’an Arvorig a-hed an hevelep rannoadveziou ha marevez an houarn penn-da-benn. Eus genaouiou ar Roen e vije aet Tud ar c’hrugellou-krenn (Round Barrows) da zilestra er gevrenn-aod a enez-Vreiz etre Aber Davoez, hag Aber Forz. Diwezatoc’h kalz, e gre Kaesar, ar Venaped, ar Vorined, ar Wenedourien o doa bigi ha listri eleiz a rae an treiz etre enez-Vreiz hag an Douar-bras. Anat eo ivez ez eus bet darempredou dre vor stank a-walc’h etre Iwerzon, an Arvorig hag al ledenez Iberek e-pad an eilvet hag ar c’henta milved kent H. S. H. Breuil, Les Pétroglyphes d’Irlande, war Rev. Archéol. 1921, I, pp. 75-8 ; Pedro Bosch-Gimpera, La Migration des types hispaniques à l’énéolithique et au début de l’âge du bronze, id. 1925, II, pp. 191-209 ; Nils Aoberg, La Civilisation énéolithique dans la péninsule ibérique, 1922. An darempredou dre vor etre Iwerzon, Kornog Galia hag Iberia e-doug an oadvez kelt-ha-roman a zo bet studiet gant Zimmer ha J. Loth. Skeudennou bigi eus oadvez an arem kizellet war rec’hel ar Bohusland (Sveden) a vo kavet e levr Montelius-Reinac’h, Temps préhistoriques en Suède et dans les autres pays scandinaves, 1895. Teurel meiz war gement-man : n’oa ket listri-mor an Hen-amzer, en abeg da skorted al levierez war o bourz, evit ober treizadennou hir-hir a-dreuz d’ar c’heinvor. Dianav e oa da Hen-amzeriz ar stur-stambod war vudurunou. Ober a raent gant ar roenv-aroz pe roenv-sturia a zo seul disteroc’h hec’h efedusted ma ’z eo brasoc’h al lestr leviet ganti. Gant-se, ne oa listri-mor Hen-amzeriz nemet bagou bras hep gorre-bourz didreuz d’an dour warno, sklat pe peuz-sklat o strad, penseüs a-walc’h, mat hepken d’ar ribla-aodou. E derou an XIIIet kantved goude H. S. eo e voe ijinet ar stur-stambod war vudurunou. Dre ar galloud-levia dispar a zo enni, e tigoras an hent da wellaennou a bep seurd e ment al listri, en o c’herzerez hag en o gouelierez. Komandant Lefebvre des Noëttes, De la Marine antique à la Marine moderne : la révolution du gouvernail, 1935.
  2. Belgas e keltieg koz, unander Belga. Anaout a raer an ano-den Belgios (skrivet ivez Bolgios). An ano-se a oa gant ar pen-vrezelour keltiat a faezas e gourenez ar Balkaniou, en IIIvet kantved kent H. S., armead Makedoniz. E Galia, diwezatoc’h, daou annezlec’h anvet Belgica vicus ha Belginum a zo meneget gant Roll-hent Antoninus ha Taolenn Peutinger (Rev. des Et. anc. 1913, p. 51). Kenveriet eo bet an hen-geltieg Belga, Belgas, ouz an iwerzoneg Fir Bolg, poblad-tud bet bras ar perz kemeret ganti en hena briz-istor diwar vojennou Iwerzoniz. Laket e vije bet d’ar Fir Bolg, o ano en abeg d’ar bragou hir ha ledan, henvel ouz seier (boïg « sac’h » en iwerzoneg, bulga en hen-geltieg), a oa penna darn o gwiskamant. Eur bobl ken brudet-all en hena briz-istor Iwerzon a zo hec’h ano Galiain, da lavarout eo en hen-geltieg *Galiani. Bez ’ez oa anezo emgenreizeka kadourien an enezenn. O arm boazieta a oa an doare goaf, hir ha ledan ar broud houarn warnan, a zo bet anvet dioutan unan eus pemp rann-vro Iwerzon : Lagenia, aet da Lahin en iwerzoneg breman (Leinster e saozneg).
  3. Ar Genomaned en Italia, an Aedued hag ar Remed e Galia.
  4. Volkas e keltieg koz, unander Volka. Kenveria an ano-gwaz Katuvolkos, an ano-maouez Volkeia (Rev. celt. 1901, p. 367), ha marteze ar c’hembraeg-breman gwalch « falc’hun » diwar reiz, ha « brezelour-dreist » diwar henvelidigez. Evit o aet da a (mar deo e gwirionez gwalch andoniet e volko), kenveria a aet da o e vassos « gwaz » (a zo diwarnan ar galleg krenn-amzeriek vassal), brezoneg *gwos (a zo anezan e kenta kevrenn ar ger diougevrennek goskor, stumm reiz an distresadenn wenedek koskor), iwerzoneg fos (a c’houlennje en e ziagent, evel *gwos, eun eil-stumm hen-geltiek *vossos).
  5. Kenveria ar c’hembraeg-breman erchynu « sevel, goursevel (dreist-sevel) ». Ouspenn Erkunio hag Arkunio, e lenner Orkunio e skridou an Hen-amzer. En iwerzoneg, ar c’hentger er « meurbet, tre » a zo d’ezan eur stumm-all : aur (Rev. celt. 1890, p. 219). An eil gevrenn kuno « uhel » a zo deuet da vrezoneg kon, en anoiou-tud Konan, Konveur (Kunomaros). Ouz Erkunia, Arkunia, Orkunia, kenveria Arkuna « Argon », meneziad-koadou e Reter-Galia, l’Argonne e galleg, Rev. celt. 1904, p. 107. Er a zo anezan en *erminos « eruhel, uhel-meurbet ? ». Erminius mons, Erminion oron a veze graet e Luzitania eus an aradennad-veneziou anvet breman Serra da Estrella, Rev. celt., VI, p. 482-3.
  6. Bogii, Boii, unander Bo(g)ios, e keltieg koz. A vije aet da vrezoneg *Boe.
  7. Tropaeum Alpium a veze graet gant ar Romaned eus ar c’houn-trec’h-se. Eur savadur ramzel e oa a zo bet kavet an dismantrou anezan etre Monako ha Villafranka, el lec’h anvet La Turbie, departamant an Alpou arvorek. Gwelout Cagnat ha Chapot, Manuel d’archéologie romaine, I, 1916, p. 268, ha sk. 138, p. 269.
  8. N’eo ket sur, tamm ebet, e vije bet an iwerzoneg dishenvel diouz ar brezoneg en Xet kantved kent H. S. A zo kaeroc’h ! ar c’hontrol eo a zo gwirhenvel ! Kelennadur Jozeb Loth, em eus bet tro alies d’her c’hlevout digantan er gweladennou a rean d’ezan e Pariz eus 1911 da 1920, a oa heman : er Ia kantved kent H. S. e tlee beza an diou yez nes a-walc’h an eil d’eben, d’an iwerzonegerien ha d’ar vrezonegerien d’en em glevout kuit a jubennourien. Peurhenvel e tlee beza an diou yez, eur wech laket er-maez ar rummad geriou ma oa aet enno ar q gouezelek da p e brezoneg : *qennos, *maqos, *eqos, h.a., e brezoneg pennos, mapos, epos. Kement a anavezan eus stummou kosa ar gouezeleg hag ar brezoneg am laka da gredi eman ar wirionez gant Jozeb Loth penn-da-benn. Diziazez ha faos pez a lavar F. Lot, war Les Invasions germaniques, 1935, p. 295 (M. M. 15-5-1943).
  9. Albio a vije aet da *Elvez e brezoneg. Kenveria Elven, diwar Albanus. Gwelout J. Loth, Noms des saints bretons, in fine.
  10. Aet da gembraeg Prydain « Preden ». Eus ar ger-se e oa bet tennet an ano-pobl *Qretani, *Pretani (unander *Qretanios, *Pretanios), a veze graet gant Iwerzoniz eus ar poblou anvet Pikted gant ar Romaned. Ar Bikted a zo bet tremenet tro-ha-tro da rakkeltiegerien, da ouezelegerien, da vrezonegerien gant ar ouiziegez-vreman. An enklaskou diweza o deus laket diarvar e oa anezo gouezelegerien, nemet rummadou Brezoned a zo bet o veva en o zouez, dreist-holl en izeldiriou, a-hed glannou stêriou Klud ha Forz. Ahendall, gwirhenvel eo ez eo aet ar meneziou, diouz tu an hanternoz, da vinic’hi evit kosa annezidi ar vro. Eun dra da evesaat outi eo n’o deus biskoaz ar Vrezoned tennet eus Preden eun ano brôadel evito o-unan. (M. M. 15-5-1943).