Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 19

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 47-50)


KEVRENN VI : BODADOU-TUD


Daou seurt a oa anezo : 1° Ar gêriadenn divoger, o veva enni dreist-holl labourerien douar ;

2° Ar gêr vogeriet, o veva enni dreist-holl micherourien ha marc’hadourien.

Unan eus anoiou ar gêriadenn divoger e oa, war a greder, treba, a gavomp eun ano diwarnañ e Kontrebia, kêr geltiat eus ar Spagn kemeret gant ar Romaned er bloaz 181 kent H. S. Treba a zo deut da veza trev pe tre en hor yez. E-lec’h treba, a veze implijet en enez-Vreiz hag Iwerzon, e lavared marteze trebon e korniou-zo eus an Douar-bras ; amprestet eo bet, er c’hantvedou kent donedigez H. S., gant ar C’hermaned a zistagas anezañ thorpon. Ac’hane e teu ar saozneg thorp hag an alamaneg dorf « kêriadenn ».

Unan eus anoiou keltiek ar gêr vogeriet e oa dunon [1] ; amprestet eo bet an ano-se ivez gant ar C’hermaned ha deut da veza town e saozneg. Kêriou mogeriet Kelted Galia a oa mentet bras darn anezo : Bibrakt, da skouer, a oa d’ezi pemp kilometr tro ha 135 hektar gorread. Tiez kêriz ne c’holoent nemet eur rann vihan eus al lec’hed vras-se ; ar peurrest a oa dindan douarou-ven, e lec’h e veze dalc’het ar bodadegou hag e teue d’en em repui, er brezel, ar bobl a-ziwar-dro gant o chatal hag o annez. Sevel a raent warno, da verr-amzer, tiez prenn ha soul.

Stank-meurbet eo ar ger dunon en anoiou-kêriou ar C’heltved kent. E-touez ar geriou-all a gaver oc’h envel an annez-lec’hiou, krenvlec’hiou, bourc’hiou ha kêriadennou, e c’heller menegi : briga, aet da vrezoneg bre, paot-meurbet el ledenez iberek, Dêvobriga, Nertobriga, h. a. ; rouesoc’h e Galia ; hogos dianav er broiou keltiek-all ; bona, aet da gembraeg bon « diazez » ; diwarnan eo moarvat Bononia a zo bet ano meur a gêr keltiek pe keltiekaet war an Douar-bras ; *balion « annezlec’h », *balia « annezlec’hiou, bodad-tiez, bourc’h, kêr », a gaver en Iwerzon hepken [2] hag a ziskouez beza dinaouet eus an hevelep gwrizienn c’her hag ar galianromaneg balma « bougou, mougeo », ar brezoneg koz bal « roc’h serz, roc’h-toull, keo, mengleuz » [3]. Ar ger duron, paot en anoiou lec’hiou annezet war an Douar-bras hag en enez-Vreiz, a zo bet kamm-ziskleriet e-pad pell-amzer dre ar c’hembraeg dur « dir » ha kredet a-dreuz da heul e oa « krenvlec’h » e dalvoudegez ; gwirhenveloc’h eo ez eus anezan hena stumm ar gouezeleg bro-Skos dur « treiz, treizlec’h » : heman a c’houlenn en e ziagent eur furm hen-geltiek *durus, *duras [4]. Daou c’her-all, a zo stank en anoiou al lec’hiou-annezet eus ar C’heltved kent, lanon ha magos, a dalveze da envel tachennou douar kompez ha meinbonnet-piz : bodlec’hiou, marc’hallec’hiou, lec’hiou-sakr. Ouz Mediolanon kenveria ar brezoneg Douelan, Doelan « manati » hag ouz Rotomagos (Roan-vor hizio) ar brezoneg Goariva « teatr » hag ano-lec’h [5].

Skridou ar Romaned hag ar C’hresianed o deus lezet d’imp anoiou meur a gant lec’h annezet gant ar Gelted : kêriou, bourc’hiou mogeriet, kestell, lec’hiet er broiou a oa en o dalc’h : enez Vreiz, Galia, ar Spagn, Italia-Uhela, kreiz ha reter Europa, Azia-Vihana. E-touez ar bourc’hiou hag ar c’hêriou mogeriet e teu ganto an aliesa an ano anezo, ken da heul ar roll o deus dalc’het e politikerez Europa, ken dre m’o deus tizet eur barr uhel er c’henwerz pe en ijinerez er maread kelt-roman dreist-holl, e vezo meneg ganeomp eus :

En Itali, Mediolanon (Milano), Verona (Verona) ha Bononia (Bolonia), ne reas an dalvoudegez anezo nemet kreski dindan aotrouniez Roma ; — er Spagn, Interkatia, Segobriga (Segorb), a deuas da veza, er c’henta kantved goude H. S., kêr-benn Keltiberia ; Bilbilis, a oa enni, d’ar c’houlz-se gofili armou ha binviou houarn brudet ; Kastulo, kêr mogeriet hag anvek (brudet), ma kemeras Hannibal gwreg enni ; Numantia, kêr vihan a dennas war hec’h ano eur c’hlod [6] divarvel dre an eneberez kalonek a reas ouz ar Romaned an dud anezi, a oa unan eus ar pevar meuriad rannet etrezo pobl geltiek ar Belendoned ; — e loden keltiek-ha-ligurek Galia, Vienna (Vienne), Arelati (Arle), Tolosa (Tolosa), Narbo (Narbonna), Nemossos (Nîmes), bourc’hiou a bouez dindan aotrouniez ar Gelted, kêriou bras e-pad ar maread-amzer kelt-ha-roman ; Genava (Genève) ha Kularo (Grenoble), kêriadennou keltiek deut da gêriou er pennad amzer war-lerc’h ; — er wir C’halia, er kantved kent H. S., Vesontio (Besancon), Gergovia, Avarikon (Bourges), « brava kêr Galia », Bibrakt, kêr vogeriet ha labourus, Alesia, kêr kollet ganti ar renk kenta, beo c’hoaz he brud en eñvor ar C’halianed ; Lutetia (Paris), a voe kemeret a-wechou, e dibenn ar maread kelt-ha-roman, da chomlec’h gant an impalaered, hep paouez beza eur gêr vihan ; dindan aotrouniez ar Romaned, e kreskas kalz a vourc’hiou ken e voe ranket o lakaat e niver ar c’hêriou : seurt gant ar re-se e voe Lugudunon (Lyon) a oa, en eil kantved goude H. S., ar vrasa hag ar gaera eus kêriou Galia ; Burdigala (Bourdel), Aventikon, Turikon (Zurich) hag ar c’hêriou bras mogeriet, leun a varc’hadourien hag a soudarded, a oa o tifenn harzou ar Rênos, Devoduron (Metz), Trevires (Treier), Argentoraton (Strassburg), Noviomagos (Speier), Bormitomagos (Worms), Mogontiakon (Mainz), Lugudunon (Leyde) ; — e Germania Mediolanion (Metelen, Westfalia), Segodunon (Wurzburg), Lokoritus (Lohr), Sumelokenna (Rottenburg), Lugidunon (Liegnitz) ; — e lodennou kreiz ha reter Europa, ar c’hêriou mogeriet a oa o anoiou Boioduron (Passau) ha Lauriakon, ar c’hêriou kenwerzus anvet Karnunton ha Vindobona (Wien) ; Noreia, kêrbenn an Daurisked, Viminakion, a voe lakaet da bennlec’h war ar brovins roman anvet Moesia-Uhela ; Singidunon (Belgrad), Bononia (Widin), Durosteron (Silistria) [7] ; — en enez-Vreiz e-doug ar pevar kantved kenta eus an oadvez kristen, Kamulodunon (Colchester), Glêvon (Gloucester), Lindon (Lincoln), Dêva (Chester), Mankunion (Manchester), Durovernon (Canterbury), Eburakon (York), a yeas, en eil kantved, da benn-garter an arme roman, hag a voe kemeret a-wechou da chomlec’h gant an impalaered ; Londinion (London), a zeuas da veza, en hevelep koulz, eur porz-mor kenwerzus-bras.

Evel ma weler dre an anoiou a-raok, meur a hini eus brudeta kêriou Europa-vremañ hag unanik bennak e-touez he c’hêrbennou a oa anezo bourc’hiou pe kreñvlec’hiou keltiat kent dont da gêriou latin, slav pe german. Kalz eus ar c’hêriou keltiat gwechall, ret eo hen anzav, ne oant deut da veza pez a oant nemet dre nerz an armou : da skouer Bononia en Italia a oa anezi eur gêr etruskat, Felsina, bet kemeret ha divadezet gant ar Gelted.


  1. Dunon (dunos en Iwerzon) a zo deuet da veza en iwerzoneg dun « ti-meur ha kreñv eur rener », ha din (liester dinou) « kastel, kreñvlec’h » e brezoneg. Beo eo c’hoaz ar gêr-se en hor bro en anoiou-lec’hiou evel Dinan « ar C’hastellig ». Eur ger diwar din, dinas (liester dinasted} a oa ivez gwechall e brezoneg hag a dalveze kement ha « palez ».
  2. Bez ’e vije eur skouer eus *balion en enez-Vreiz ma vije reiz ar stumm a gaver e skridou-zo eus an Hen-amzer : Luguballium. Nemet war skridou-all e lenner Luguvallum.
  3. Kenveria ar galianromaneg *tana « toull en douar, roc’h-toull, bougou », andon ar galleg-breman tanière, diwar an hevelep gwrizienn-c’her moarvat hag ar c’hrenn-vrezoneg tnou (a vije *tenovo ar furm hen-geltiek anezan, hervez Viktor Henry), Rev. celt. 1922, p. 57.
  4. Rev. celt. 1922, p. 155-6.
  5. Rev. celt. 1891, p. 281.
  6. Klod « gloar » a zo eur ger krenn-vrezonek (eus krenn-vrezoneg an dihellou) a vije mat hen implijout a-nevez, da vihana el lennegez uhel, rak keltiek-rik eo. Ar furmou koz anezañ e oa klut e hen-vrezoneg, ha kluto e keltieg, en anoiou-tud evel Klutogenos « mab ar c’hloar », Klutorix « ar roue brudet », ha Klutovalos, aet diwezatoc’h da Klutgen, Klotri ha Klutuual, Klotual, e brezoneg.
  7. Silistria eo ano turkek ar gêr-se. Kemeret eo bet gant holl yezou Europa, nemet ar bulgareg a ra anezi Drister. Drister eo an ano keltiek koz Durosteron dizoareet eun draig gant an amzer ha trefoedach ar slavegerien.