Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 32

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 125-126)


KEVRENN III : AR GELENNADUREZ


Diorrôadur ar spered. — E Galia, en Iwerzon hag en enez-Vreiz ivez, moarvat, e heñvel kelennadurez ar yaouankiz beza bet fiziet peurliesa en drouized. Kelennadurez an drouized a oa anezi dreist-holl gwerzennou a ranked deski dindan eñvor ; ugent vloaz e c’helle padout evit ar re a venne dont da zrouized. Dre c’henou hepken e veze rôet ; difennet e oa he lakaat dre skrid, daoust ma rae alies drouized Galia, er c’henta kantved kent H. S., implij eus al lizerennou gresian e diellou an dud pe ar roue.

N’ouzomp ket pelec’h e veze rôet kelennadurez an drouized. E kuz e vije, e-kreiz ar c’hoadou pe e doun ar c’heviou, war a ro d’eomp da gredi eur skrivagner latin. Nemet er c’henta kantved goude H. S. e veve ar skrivagner-se, da lavarout eo d’eur mare m’edo ret d’an drouized, en abeg d’al lezennou garo savet outo gant an impalaered, en em guzat pa gelennent. En eur skrid iwerzonek eus ar Grenn-amzer, e welomp an drouiz Cathbu, tost da Emania, kêrbenn an Uladed, hag en-dro d’ezañ kant a ziskibled gredus o teski digantañ gouiziegez an drouized.

Hervez Kaesar (kenta kantved kent H. S.) e veze heuliet kenteliou drouized Galia gant eun niver tud yaouank kaset daveto gant o zud, pe deut anezo o-unan. Uhelidi e oa anezo ; evelato, ne ro tra da gredi o dije an drouized dinac’het o c’henteliou ouz mibien tud a renk izel pinvidik.

Evit ar werin e oa trawalc’h d’ezo, hep mar, ar gelennadurez a veze rôet en tiegeziou pe el labouradegou, ha n’o doa ken diorrôadur spered nemet an hini a helle da rei ar c’hanaouennou pe an danevellou o redek a rumm da rumm dre an holl vro pe e rann pe rann anezi.


Diorrôadur ar c’horf. — Mar doa diorrôadur ar spered, da vihana evit an uhelidi, ker klok ha ker piz ha ma c’halle beza diouz al lec’h hag an amzer, n’oa ket diorrôadur ar c’horf dilezet kennebeut-all. Evesaet piz e veze na zeuje an diegi pe ar vuhez diroll da zistresa korf an dud yaouank. Pennou ar c’hêriadennou a oa en o zi eur gouriz, ma muzulient gantañ, bep a mare, an dud yaouank, hag ar re m’edo an dargreiz anezo teo-dreist, a gleve kroz garo hag a ranke paea eur gopr-dic’haou pounner.

En tu-hont da embregerez an armou, d’ar marc’hegerez, da renerez ar c’harr-brezel, d’ar rederez, d’al lammerez, d’an neuerez, e teske an uheliad hag ar brezeliad dre vicher a bep seurt c’hoariou nerz pe oueskder, e c’hallomp kaout eun damskeud anezo dre ar re a veze boaziet e-touez Iwerzoniz pagan : lamm-brezel an eog, tro ar rod hag ar c’hoari-chase, an taol-nerz war alan, tro an nao den, troiou an evn, ar c’haz, an aval, hag all. Eur pik-lamm sounn e oa lamm an eog, graet gant al lammer a-ziwar e dachou dre nerz e zaou arzell hepken. D’ober tro ar c’hoari-chase e lammed sounn uhel (evel gant lamm an eog), e trôed en-dro da benn an enebour (tro ar rod a oa se), e doare d’en em gavout en eun taol-krenn a-dreñv d’ezañ, gant ar c’hleze noaz war gil e benn. Eun dro-all ouesk hag a nerz, a oa ma krape an den gant fust eur goaf dalc’het sounn ha ma talc’he war e sav, e droad war veg ar goaf.

Bez’ e oa, hep mar ebet, c’hoariou heñvel ouz ar re-se gant Kelted an Douar-bras, hag ivez gant ar C’hermaned, an Illirianed hag an Dhraked.

D’ezo e oa dleourien ar pep gwella eus brezelourien an holl boblou-se eus o nerz hag o skañvder a soueze Kreisteiziz [1]. Ar Gresian Ploutarkhos a gomz eus ment uhel ar Gelted a argadas an Illiri e 182 kent H. S. hag eus an ampartiz dispar a ziskouezent en holl c’hoariou ouesk. An danevellourien roman a zo meneg ganto eus ar roue german Teutoboduos [2] (102 kent H. S.), eur ramz anezañ, e nerz en tu-hont da hini eun den, hag a dremene, en eul lamm, dreist da c’houec’h marc’h kichen-ha-kichen.

  1. War ar gourenou, ar redadegou kirri, hag all, sellout, el levrig XII, ar pennadig diwar-benn « ar c’hoariou ».
  2. Teutobokkos hervez Florus. Keltiek eo an ano-se. Edo, ar c’hiz, e-touez ar C’hermaned, en IIet kantved kent H. S., dougen anoiou keltiek. Kaout a rae d’ezo e oa ar seurt anoiou sevenetoc’h eget o re. An trouz a vrud, a gadarnded hag a c’halloudegez, a heulie c’hoaz ar Gelted, a stage eun nerz dispar ouz kement tra a denne d’ezo, ouz o anoiou-tud evel ouz an traou-all. Ar German, a gemere eun ano keltiek, en em sante uheloc’h a se, hag e kave d’ezañ e oa trec’h dre eno d’e genvroiz o tougen anoiou germanek. An hevelep c’hoant a ra hizio da gement-all a gerent vreizat rei d’o bugale anoiou gallek e lec’h re sent o bro.