Notennou diwar-benn ar Gelted Koz/Rann 53

troet gant Frañsez Vallée.
Editions de Bretagne - Skridoù Breizh, 1944  (p. 269-294)




PENNAD X
————


An Tiegez, an Ti, ar Vevidigez


KEVRENN I : AN TIEGEZ


An tiegez keltiek a ziskouez beza bet frammet start, diazezet m’edo war an unanwregiez ha kevreet gant beli diharz an diagentiad war e warlerc’hidi. Ker rouez, ken darnaouek ha ken displann sklerderiou a gavomp, avat, e skrivagnerien an Hen-amzer war an tiegez ha war vuhez an ti e-touez ar Gelted ma ’z eo gwall-ziaes sevel diwarno eun daolenn glok, nemet gervel da skoazell a rafemp gwech ha gwech all skridou iwerzonek ar Grenn-amzer.


Gwiriou an tad war e vugale. — Sellet e veze ar vugale evel tra an tad (atir), en hevelep doare gant e chatal, e armou, e di hag e sklaved. Pep gwir en devoa warno, eta, hag e c’helle lemel diouto o frankiz dre o gwerza da sklaved pe zoken o c’has d’ar maro da gastiza o fallentez [1]. Diou boan n’en doa ken da zouja an tad a vuntre e vugale e gaou : 1) kasoni ar vugale aet da anaon, a c’helle distrei eus ar bed all d’e daga ; 2) droukrañs an holl outañ.

Keit ha buhez an tad, an tad-koz, an tad-kuñv, an tad-you zoken, e pade ar veli-dad. Evel-se edo ivez ar c’hiz gant ar Romaned ; evesaet en deus ar gwiraour Gaius, a veve en eil kantved goude H. S., ouz an heñveledigez-se eus gwir an diou bobl. E-touez ar Gelted, evel e-touez ar Romaned, daou dra hepken a helle terri galloud an diagentiad war e war-lerc’hidi : 1) pa veze bet ar warlerc’hiad diskleriet den-a-dra ; 2) pa veze aet an diagentiad da gabac’h dre hir-oad pe gleñved.

Eus beli an diagentiad war ar warlerc’hiad e teu unan eus an anoiou a veze rôet d’an tiegez e keltieg Iwerzon : *manutera [2], « an hini a zo dindan dourn », da lavarout eo « dindan veli », a raed anezañ.

Meur a skouer a c’heller da rei eus ar gwir a vuhez hag a varo kemeret gant tadou war o bugale. En Iwerzon, er c’henta kantved goude H. S., eur roue-meur, anvet e skridou ar Grenn-amzer Cairbe Penn-kaz, a ra beuzi er mor, kerkent ha ma ’z int ganet, e dri mab a oa nammet o fennou. En eilvet kantved, an drouiz Tasgos a fell d’ezañ devi ez veo e verc’h a zo en em lezet da veza skrapet gant eur c’haredig ; ne lez he buhez ganti nemet dre ma ’z eo difennet gant ar roue-meur m’oa bet an ozac’h anezi e gadour penna. E Breiz-Veur, eun tad hag eur vamm, re baour da vaga o seiz bugel, en em zisc’hra anezo dre o stlepel en eur stêr.

Arabat dastum diwar seurt skoueriou e vije, er bed keltiek, en em ziskouezet dalc’hmat an tadou ker kriz-se ouz o bugale. Eeunet e veze, e-touez ar Gelted evel e-touez ar Romaned, ar gwiriou gant ar giziou. En Iwerzon, a-hed ar Grenn-amzer, al lezenn a anaveze d’ar gerent ar gwir da werza o bugale ; dibaot a dad a gaved avat oc’h ober diouz ar gwir-se, dreist-holl e-keñver bugale ganet e priedelez reiz ; an ezommeien hepken a werze o re, ya pa veze naonegez ma n’hellent ket o mezur.

Eur c’hiz a rene war an douar-bras er c’henta kantved kent H. S. a ziskouez anat n’oa ket rouesoc’h ar garantez-tad e-touez ar Gelted eget e-touez ar poblou all : pa veze kevredadou, emgleviou pe feuriou ha ma rôe renerien-bobl gouestlou an eil d’egile, e veze dibabet ar re-mañ peurliesa etre mibien ar genemgleverien : an dalc’h lakaet evelse war ar vugale a selled evel gwella kred lealded ar gerent.

En Iwerzon ar veli-dad, evel m’oa intentet gant ar Gelted koz, a voe miret a-hed ar Grenn-amzer ; e-touez Kembreiz avat, diouz skouer ar C’hermaned, e voe bihanaet gwir an diagentiad war ar warlerc’hiad. Diskleriet e veze ar mab den-a-dra gant e dad adalek e bevarzek vloaz.


Kengarantez kerent ha bugale. — Setu da skouer a garantez-vab eun dra c’hoarvezet e-touez Kelted an Azi-Vihana. Mab ar roue Dumnoklêvos [3], Adiatorix, en doa lakaet ober eul lazadeg eus Romaned kêr Herakleia. Barnet e voe d’ar maro gant an impalaer Augustus. Gwasoc’h a voe, e c’hourc’hemennas an impalaer ma vije mab hena Adiatorix, Duteutos e ano, lodek e gwall-reuz e dad. Pa zegouezas ar soudarded da gerc’hat an daou gendaonet, setu eil vab Adiatorix o tiskleria d’ezo ez oa heñ an hena. Neuze e savas etre an daou vreur eun denn a vreutadeg, pa verve pep-hini anezo gant ar c’hoant da veza lodek e tonkadur e dad er maro evel er vuhez. Derc’hel ganti a rejont ken na zeuas a-benn o c’herent, oc’h hanterouri etrezo, da gendrec’hi Duteutos, ma lezje e vreur d’en em ouestla, o veza, emezo, ez oa heñ ar c’hosa hag e c’hallje gwelloc’h a se harpa e vamm hag e vreur yaouanka.

An engravaduriou latin, savet gant paotred ha merc’hed, d’ezo anoiou keltiek dindan domani ar Romaned, a splanna d’eomp ar gengarantez a unane etrezo, e-touez ar Gelted, kenizili an tiegez. Evit eun darn vras edo ar seurt engravaduriou lodenn eus an traou-koun gouestlet d’an anaon gant kerent, bugale, breudeur doujus ha karadek pe zoken gant mevelien pe vitizien.

En Norikon, eun den anvet Mosgaitus hag e bried a reas sevel eur bez d’o mab Eburos [4]. E Galia eun den anvet Secundus [5], mab Enigenos, a sav eur maen-kañv d’e vugale ; er vro-se end-eeun eur vaouez anvet Kamulia a ra a-unan gant eur vignonez da sevel eur maen-koun d’he breur, ar soudard Kamulios, douaret e Kularo, a oa bet rôet d’ezañ, peurc’hraet e amzer, troiou-gouzoug ha troiou-brec’h a enor.

Kas ouz muntr ar gerent. — Berzet e oa dindan poaniou kriz muntr ar gerent, nemet hini ar vugale e vije. En Iwerzon, neb a vuntre eur c’har, venis [6], da lavarout eo eun den kenezel eus e diegez dre al lezenn, venios [7], a veze argaset diouz an tiegez-se hag e c’helle an holl e laza hep dont da veza e mar da baea eur gopr-dic’haou evit muntrerez. Muntrer eur c’har a veze graet anezañ e keltieg Iwerzon eun ano dioutañ e-unan, venigalakos [8]. Ar re a oa er stad-se a veze anezo ar pez a anved « an tiegez ruz » ; lemet diganto kement talvoudegez a oa stag ouz ar gerentiez, e vanent evelato dindan bec’h darn eus an dleadou anezi.

Betek er Grenn-amzer e kaver roud en Iwerzon eus ar c’has stag gwechall-goz ouz al lazerez kerent. En e lizer da Dimotheos, Sant Paol a ra gant ar muntrer « unan eus an dorfedourien-se a sav al lezenn en o enep » ; trôet o deus Iwerzoniz an navet kantved ar ger « muntrer » gant nech a orchas a fini « neb a laz e gerent ».


Eun nebeut anoiou-kerent e keltieg koz. — An tad hag ar vamm a veze graet anezo e pep lec’h *atir ha *matir, ar breur hag ar c’hoar *bratir ha *swaser. *Avos e oa en Iwerzon ano an tad-koz hag *avios [9] ano an douaren. Mapos (magos e keltieg Iwerzon) hag enigena e oa anoiou ar mab hag ar verc’h, gameros (brezoneg gever) ano an deuñv.

Kollet en deus ar brezoneg *atir ha *matir, nemet e vev c’hoaz *matir evel penrann er ger moereb (gwechall mozreb, modreb) a zalc’h lec’h eur furm geltiek *matrepa « neuz vamm ». Tad ha mamm, a reomp ganto breman evit an anoiou koz hag uhel atir ha matir, a zo geriou-moumouna etrevrôadel, e boaz e meur a yez, ha zoken e yezou estr eget ar yezou indezeuropek. Ano hen-geltiek an tad, distreset muioc’h pe nebeutoc’h, atr, azr, aer, er, a gaver da ziweza kevrenn en anoiou divoutin a dud hen-vrezonek pe diwar an hen-vrezoneg. Unan eus ar re dudiusa eo Kadwalader a glever c’hoaz e poblans saoznekaet Breiz-Veur hag ar Stadou-Unanet evel ano-tiegez [10]. En ano-se, ader a zo eur furm a dremen etre an hen-geltieg atir hag an hen-vrezoneg *azer, azr. Evit doare-skriva an dibenn-ger, kenveria ar c’herneveg bever « avank », lever « levr ».

Da evesaat eo en doa an hen-geltieg kollet anoiou indezeuropek koz hag uhel ar mab hag ar verc’h (ar re a zo aet da saozneg son ha daughter). Maqos, mapos hag enigena a zo geriou nevez e yezou indezeuropek ar c’henta milved kent H. S.


Ar briedelez. — Eur brenadenn e oa ar briedelez. Priz prenadenn ar wreg, — chatal peurliesa, — a veze paeet d’he zad ; pa n’oa ket anezañ, d’he breur hena ; pa n’oa ket a vreur hena, d’hec’h eontr a-berz tad ; pa ziouere hemañ ivez, d’he c’har tosta eus an hevelep perz.

Da genta-holl edo priz prenadenn ar gwragez diouz ar gened, pe an ampartiz anezo : keroc’h e kouste ar merc’hed kenedek eget ar re digened hag al labourerezed mat eget ar re ziakuit pe ziek. Diwezatoc’h, diouz renk o zad er Gevredigez eo e voe reizet talvoudegez ar verc’h ; hounnez edo ar c’hiz gant Iwerzoniz ha Kembreiz er Grenn-amzer ha, moarvat, gant hen-Iwerzoniz, en trede, en eil hag er c’henta kantved kent H. S.

En Iwerzon, e penn kenta ar Grenn-amzer, eur plac’h a dalveze teir buoc’h (ar seizvedenn eus talvoudegez eur paotr), hag, en tu-hont da se, ar pez a anved « priz an enor » pe « priz an dremm » (« eneb-werz » [11] e brezoneg), a oa diouz renk an tad er Gevredigez.

Priz ar brenadenn rôet d’an tad gant an deuñv a veze graet anezañ vopri pe ambivopri gant ar Vrezoned. Vopri, hizio gopr, a zo diwar an hevelep gwrizienn hag ar verb keltiek prinami « e prenan ».

Peurliesa an tad, pa zimeze e verc’h, a roe d’ezi chatal, dilhadou, ha traou all a dalvoudegez. Graet e veze anezo e keltieg enez-Vreiz arekobroues « degasadennou ». Hor ger argourou eo e brezoneg. E Galia, er c’henta kantved kent H. S., e stage an ozac’h ouz an argourou-se, degaset gant e wreg, eur c’hement-ha-kement savet diwar e vadou-heñ. An hini eus an daou bried a veve war-lerc’h egile a biaoue an daou gementad gant ar frouez bet diwarno. An argourou a oa anezañ ivez en Iwerzon er pempet kantved goude H. S. E Bro-Gembre ne deus a zimezi reiz nemet e kement ha m’eo rôet ar vaouez gant he zad pe he c’herent nesa, dirak testou [12].


An unanwregiez. — N’helle peurliesa eur gwaz kaout nemet eur wreg gwir-bried, ha hi kendere gantañ [13]. Ar vugale ganet d’ezañ gant ar wreg-se hepmuiken o doa gwir d’e herez. Ar ger bena [14] e keltieg a heñvel beza talvezet, dre vras, « maouez » ha dre striz, « gwreg-pried ». En enez-Vreiz ez oa, en tu-hont d’ar ger-se, daou c’her all da lavarout « gwreg » : vraki ha vrakka, hizio « gwreg » ha « gwrac’h ». En Iwerzon, ar wir-bried, ha n’oa ket hec’h ozac’h e dalc’h eun tad, a raed anezi kintumanutera, eur ger savet a zaou c’her all : kintus « kent » ha manutera « strollad, tud dindan dourn an tad ». Da lavarout edo ez oa ar wreg-pried ar c’henta eus an dud dindan dourn an tad a diegez.

Evit gwir, sellet e veze ar wreg evel tra an ozac’h en doa he frenet. En arvar eo koulskoude ha bez’ en devoe an ozac’h war e wreg, e-touez Kelted ar c’henta kantved kent H. S., ar gwir a vuhez hag a varo stag ouz ar seurt perc’hentiez. Ar gwir-se a c’halle da seveni war e verc’hed pe war ar gwragez sklavezed perc’hennet gantañ ; p’en dije avat lazet e wreg-pried, en dije bet, gwirheñvel eo, da respont eus al lazadenn-se dirak tud an hini lazet, o dije dizamant hen talvezet d’ezañ dre an armou. An danevell-mañ hen diskouez anat a-walc’h hag, en tu-hont da se, e weler drezi pegen uhel-briz e veze dalc’het, e-touez ar Gelted, enor ar wir-bried.

En Iwerzon, en eilvet kantved goude H. S., eur roue eus al Leinster a eureujas gant unan eus diou verc’h ar roue-meur. E sujidi a lavaras d’ezañ : « Ar vrava eus an diou ac’h eus lezet ! » Hag heñ davet e dad-kaer ha lavarout : « Maro an hini eus ho merc’hed am boa bet diganeoc’h ; roit d’in eben ». Rôet e voe d’ezañ. Pa welas, avat, ar yaouerez, oc’h en em gavout e ti ar roue, he c’hoar hena, ec’h anavezas n’he dije ken renk nemet hini eur serc’h ; hag e varvas gant ar vez hag ar glac’har. An anken a savas er c’hoar hena diwar maro kriz he yaouerez a reas d’ezi mervel d’he zro. Roue Iwerzon a gavas d’ezañ e oa bet roue al Leinster diou wech kablus a vuntrerez ; brezel a zisklerias d’ezañ hag, o veza bet trec’h, da zic’haoui maro e ziou verc’h, e sammas war Leinsteriz eul leve daouvloaziek gwall-bounner, ar Boroma, a oa ouz hen ober, war a lavarer, 5.000 buoc’h, 5.000 pennmoc’h, 5.000 penn-deñved, 5.000 mantell, 5.000 chadenn arc’hant, 5.000 kaoter vihan kouevr, eur gaoter vras mentek a-walc’h da lakaat enni daouzek penn-moc’h ha daouzek ejen, 30 buoc’h wenn, diouskouarn ruz d’ezo, gant 30 leue heñvel outo.

Ar gwir-se, revinus da Leinsteriz, a veze paeet c’hoaz er VIIet kantved [15].


Lieswregiez ha liesozac’hiez. — N’eus ket a skouer diarvar a lieswregiez e-touez an Hen-Gelted. Arvarus eo an arroudennad-skrid gant Kaesar a c’halver a-wechou da dest ez oa al lieswregiez gant ar C’halianed [16]. Anat, avat, e c’helle ar C’halianed pinvidik kaout, estr eget o fried, serc’hed hag i pe sklavezed en o zi, pe maouezed dizalc’h en diavaez. Al lieswregiez a ziskouez beza bet anezi, da vihana ez direol a-unan gant an unanwregiez, e-touez meur a boblad indezeuropek nes pe nesoc’h d’ar Gelted dre ar gwad. Pennou-pobl Germania a oa d’ezo alies diou wreg, neket diwar orged, gouez da Dacitus, hogen evit astenn gwelloc’h a se o darempredou hag o levezon. Darn eus an Dhraked, trec’h en o c’hreiz, moarvat, temz direiz ar gouennou kreizdouarek pe aziek, a oa anezo lieswregerien douet p’o doa betek dek pe zaouzek gwreg war eun dro [17]. Evel dre eur c’hempouez-natur ez oa e-touez an Dhraked-se end-eeun tud anvet ktisted a dec’he diouz darempred merc’hed hag a ouestle chom dizemez. Deut dre eno da dud sakr e vezent kehelet gant ar bobl ha diwallet a bep dismegañs. An diwregiez-se eus an Dhraked, kouls hag o lieswregiez, ne gaver netra heñvel outo e-touez an Hen-Gelted [18].

Al liesozac’hiez, da lavarout eo dimezi eur wreg hepken gant meur a ozac’h, breudeur peurliesa, a zo bet lakaet gant hiniennou eus an hen-skrivagnerien war Enez-Vreiziz hag Iwerzoniz. Eur skouer splann a se a gaver e kosa lennegez Iwerzon : tri c’hadour, tri breur anvet Vindi eus Emania e bro-Ulad, n’o deus etrezo nemet eur wreg, c’hoar da Vedua, rouanez bro-Gonnac’ht. Hevelep degouez a gavomp gant Arianed an Indez en o barzoneg anvet ar Mahâbhârata : « Ar plac’h kaer Draâupadi glas-bleuñv-elestr he daoulagad » he deus da briedou pemp kadour, ar pemp breur Pandavâ. En eil tro hag eben, boaziou diwar-lerc’h henvroiz, moarvat, ha neket boaziou an Arianed, eo hon eus d’ober outo. Gwir abeg a zo, gant-se, da gredi ez oa deut dirollerez sebezus ar merc’hed e kosa lennegez Iwerzon da herez d’ezo, neket eus ar Gelted, hogen eus poblou ragkeltiek an enez a rede, dreist-holl, en o gwazied gwad ar gouennou kreizdouarek [19].

Stad ha levezon ar gwragez. — Stad, ha levezon ar gwragez a heñvel beza bet diouz : 1) an amzer ; 2) ar vro ; 3) ar renk dalc’het er Gevredigez gant tud ar wreg ; 4) doare an ere a unane ar wreg gant he fried.

Hervez eur Gresian gouiziek er pevare kantved kent H. S. n’en em leze ket ar Gelted da veza renet gant o gwragez. Meur a skouer a denn, koulskoude, da ziskouez anat n’oa ket ar C’heltezed dic’halloud krenn en o ziegez. Alies diwar zimeziou e veze savet da vat emgleviou-poblou. War-dro ar bloaz 60 kent H. S., e-touez Kelted Galia, e weljod an Helvetiad Orgetorix hag an Aedu Dumnorix oc’h en em glevout da zont da veza mistri Galia hag oc’h eeuna an hent da se dre sevel nesanded etrezo ha tiegeziou penna ar vro dre zimeziou : Orgetorix a roas unan eus e verc’hed da Zumnorix ; hemañ a reas d’e vamm eureudi eur rener eus poblad ar Vituriged hag a zimezas e c’hoar hag e garezed all gant tud uhel a veur a boblad. Etro ar mare-se ivez, e-touez Kelted ar menez Tauros, Vokkio, roue Noreia, c’hoant d’ezañ d’en em unani gant ar C’hermaned enep d’an Daked, a zimez e c’hoar da Ariovistos, roue ar Sueved.

Araok m’o devoe gounezet dre vrezel Itali an hanternoz (IVet kantved kent H. S.) e savas, e-touez Kelted an douar-bras, eur brezel-diabarz. Kerzout a eure ar gwragez dre greiz etre an armeou hag, o vont da hanterourezed, e peoc’hjont an enebourien. Diwar neuze, eme eur skrivagner gresian, ar Gelted, p’en em guzuliont diwar-benn peoc’h pe vrezel, a zegemer o gwragez er c’huzul ; kemeret e vezont da unvanourezed da reiza an dizunaniezou a sav etrezo hag o c’hevredidi. Hennez eo bet moarvat, da vihana, boazamant darn eus ar C’halianed, ma kemerer da wir an danevell-mañ. Er bloaz 218 kent H. S. pa dreuzas Annibal e penn e argadourien Galia ar c’hreisteiz da vont da Romaned an Itali, e voe divizet etrezañ hag ar Gelted o dije ar re-mañ, ma vije klemm ganto ouz Karthadiz, ar bengadourien garthadat da varnerien ; ha, mar o dije, er c’hontrol, Karthadiz d’en em glemm ouz ar Gelted, gwragez ar re-mañ an hini a varnje.

En Iwerzon, er c’hantvedou war-lerc’h H. S., ar merc’hed o devoa eun argourou digant o zad, an herez anezañ n’hellent ket da gaout avat. Pa n’oa ket a vibien, neuze e tegoueze d’ezo herez o zad, nemet e rankent kemerout an armou ha pleustri gant ar brezel, diouz ma veze ret evit mad an tiegez.

Ar boaz-se a rene ivez, diarvar, e lec’hiou all ; sklerijenn a deu dioutañ war ar stad-dreist dalc’het gant eur C’heltezed bennak a vez ano anezo en istor. Er Vet kantved kent H. S., Ononiaris, penrenerez an argadourien a c’hounezas ar vro er c’hreisteiz d’an Danuvios, a oa marteze merc’h d’eur roue marvet divab. Prasutagos, roue an Ikened en enez-Vreiz, n’oa mab ebet d’ezañ, anat eo, pa rôas da genher d’e verc’hed an impalaer Nero ; aon gantañ rak skraperez ar Romaned e vennas suraat gwelloc’h a se d’e verc’hed eul lodenn eus e herez. D’an hevelep mare hag en hevelep bro Kartismandua, rouanez ar Vriganted, a dlee kaout ar rouantelez da vad dreist-argouraouek.

En Iwerzon, er c’henta kantvedou eus an oadvez kristen, he doa ar wir-bried gwiriou diouti hec’h-unan he rente, e meur a zoare, diliamm diouz he fried : 1) gwir he devoa da lakaat terri ar c’hontradou diemzao bet savet gantañ ; 2) bez’ e c’helle kaout madou perc’hennet ganti hepken hag a vere diouz he fenn hec’h-unan ; 3) terri an dimezi a c’helle ober pa rene he fried buhez fall. Kavout a reomp e buhez santez Berc’hed eur wreg a c’hourdrouz kemer ar gwir-se. Berc’hed, pe, evel a lavared c’hoaz er pempet kantved, Brigenti, a oa he mamm eur sklavez hag he zad eun drouiz hag heñ mestr d’ar sklavez. Pried reiz an drouiz a zalc’has warnañ evit ma vije argaset ar sklavez, o kinnig terri ar briedelez. Dre ma wele he dije kaset ganti an enebarz he doa bet digantañ, e plegas an drouiz hag e werzas e sklavez d’eun den all.

E-touez Iwerzoniz ha, moarvat ivez, e-touez ar Gelted all, edo stad ar wreg diouz an doare unaniez he liamme ouz an ozac’h. Dek doare unaniez etre gwaz ha maouez a gaver digemmet e lezennou Iwerzon a zo bet, hep mar, lakaet dre skrid da genta er IVet pe er Vet kantved goude H. S. An unaniezou sellet evel reiz a oa anezo :

1) An unaniez dre gontrad etre priedou kement-ha-kement o madou ; e-barz an doare unaniez-se hepken e veze graet kintumanutera eus ar wreg ;

2) An unaniez dre gontrad etre gwaz pinvidik ha maouez paour ; houmañ ne zegase netra en tu-hont d’he ferson hec’h-unan. Peurliesa eur seurt dimezi n’en doa talvoudegez nemet evit eur bloavez ;

3) An unaniez dre gontrad etre gwaz paour ha maouez pinvidik ; gant an doare unaniez-se e oa sujet stad ar gwaz en tiegez ha heñvel a-walc’h ouz stad ar vaouez en unaniezou ordinal ;

4) Unaniez diwar c’hourc’hemenn, kerent ar vaouez o veza gwerzet d’ar gwaz o beli warni ;

5) Unaniez diwar vignoniez ; lezet ar veli war ar wreg etre daouarn he c’herent hag ar re-mañ, dre vignoniez ouz ar gwaz e lez da bleustri ar vaouez hep sevel paeamant diwarnañ.

An unaniezou sellet evel direiz dre ma tiouere aotreadur kerent ar vaouez a oa anezo :

6) An unaniez dre skraperez ; asanti a ra ar vaouez ha dilezel he zud a-ratoz-kaer ;

7) An unaniez dre laeroñsi : savet dre guz gant aotre ar vaouez ;

8) An unaniez dre nerz : kaset da benn gant ar gwaz hep aotre ar vaouez.

En trede doare unaniez edo stad ar vaouez mat-dreist. Diou skouer vrudet a se a zegasimp : Medua e-touez Iwerzoniz ha Kartismandua e-touez ar Vrezoned.

Medua [20] a oa, war-dro dibenn ar c’henta kantved kent H. S., merc’h roue-meur Iwerzon. Rouantelez Konnac’ht he devoe digant he zad. Deut da rouanez, ez eo diskleriet en he zra. Bez’ e timez hag, evel m’emañ diouz he zu ar galloud hag ar madou, hi eo a ro priz ar brenadenn d’ar gwaz kemeret ganti da bried [21]. Hi eo a ren pep tra en diabarz an ti-roue evel er-maez er rouantelez. Eus he fenn hec’h-unan e tiviz ma vo digoret eur brezel ouz roue an Uladed. Kannaded a gas da zastum ar bengadourien hag ar vrezelidi ha, kenstrollet an armead, hi a gerz e penn anezi pignet war he c’harr-emgann, hag a ra bep noz an amweladenn eus ar c’hamp. He fried, hag heñ brezelour mat hag a wad roue, a zo diveli : « Eur gwaz war beadra maouez », gouez da lezenn Iwerzon, n’eo ken !

E Breiz-Veur Kartismandua a oa rouanez ar Vriganted er bloavez 51 goude H. S. Unan eus he sujidi he doa eureujet, Venusios, eur brezelour brudet anezañ ; hi avat a oa rouanez hag heñ n’oa ket roue. Skuiz gantañ, e kasas anezañ diwar he zro hag e kemeras en e lec’h Vellokatus, floc’h ar pried a zisprize. Kirieg e voe he eil-zimezi d’ar Vriganted d’en em sevel, ken na drec’has d’ezo da genta, nemet gant skoazell ar Romaned, ha ma rankas er bloaz 69, a-benn an diwez, koll diwar-se he c’hurunenn [22].


Vertuziou ar gwragez keltiat. — Diwar ar boaz meneget gant an impalaer Julianus (lizer da Vaximus) e kouezer da gredi ez oa e-touez Galianezed ar Reter, er IVet kantved goude H. S., priedou orgedus ha bresk. Lakaat e kemm ar pez a zesrevell Dion Kassios diwar-benn gwreg ar C’haledoniad Argentokoxos [23] hag ar pez a lavar Tacitus eus mamm-guñv al Lingon Julius Sabinus [24]. Direizderiou n’eo ken, moarvat, evel ma vez kavet e pep amzer hag en holl ouennou, ar re c’hlana ha yac’ha zoken. Ar Romaned hag ar C’hresianed, hag i nemeur douget d’ar Gelted, a ro meuleudi d’o gwragez hag a zesrevell diwar o fenn meur a skouer a fealded pried, a gadarnded hag a herded. Degas da goun a raimp istoriou Kamma ha C’hiomara e-touez Kelted an Azi-Vihana, Eponina e-touez ar C’halianed ha Boudikka e-touez ar Vrezoned.

Gwreg Sinatos, unan eus daouzek roue ar C’halated, e oa Kamma. Eur roue all, Sinorix, a zeuas d’he c’harout. Klask a reas he likaoui ha, pa n’helle dont a-benn eus e venoz, e vuntras Sinatos hag e c’houlennas an intanvez da bried. Her a-walc’h e vôe evit anzav d’ezi ez oa heñ muntrer he fried hag en doa e lazet dre garantez outi. Evel m’oa pinvidik ha galloudek e talc’he tud Kamma warni evit m’e gemerje da bried hag e reas van da asanti. C’hoarvezet deiz an eured, ar vaouez a gemeras, diouz ar c’hiz, eun hanaf aour leun a vez, a evas an hanter eus an hanafad hag a astennas da Sinorix da beureva. Kerkent ha m’en devoe evet he-mañ, e lavaras Kamma laouen-holl n’he doa ket bevet war-lerc’h he fried nemet gant ar spi e welje an devez-se ma talvezje d’e vuntrer an drouk lazadenn anezañ. Ha bremañ edo o vont d’en em gavout gantañ er bed-all.

« Evidout-te », emezi da Sinorix, « e-lec’h eur banvez eured lavar d’az keneiled ha d’az mignoned aoza d’it eur bez. » Kent donedigez tud an eured he doa kontammet ar mez. Sinorix, hag a sante diwar neuze ar c’hontamm o reuzia en e gorf, a sailhas war e garr, dre ma kave d’ezañ e vije frealzet gant al lusk hag ar stroñs. Ne voe ket avat evit o gouzañv. Neuze e kemennas e lakaat war eur gwele-douger da zistrei d’e di, hag e varvas en noz-se end-eeum. Kelou e varo a zeuas da Gamma war zibenn an noz : edo-hi hec’h-unan war he zremenvan. Nerz a-walc’h he devoe da splanna he laouenedigez hag e laoskas he huanad diweza.

Gwreg Ortiagon, roue meur an Dolistoboged, unan eus teir foblad vras an Azi-Vihana e oa C’hiomara. Dalc’het e voe da brizoniadez gant ar Romaned e brezel ar bloavez 189 kent H. S. Ar c’hantener, pe ofiser a rene ar soudarded karget da evesaat ouz ar brizonidi, pa n’oa ket evit he likaoui, a reas outi dre heg hag he gwallas. Neuze, douget ma ’z oa d’an arc’hant, e reas kinnig dre zindan da Ortiagon he zroka d’ezañ ouz eur yalc’had. Ortiagon a asantas d’ar marc’had hag, eun nozvez, an ofiser, C’hiomara gantañ, a zegouezas el lec’h m’oa bet divizet d’ezañ en em gavout gant kannaded Ortiagon. E-pad m’edod o poueza er balañsou an arc’hant degaset gant ar re-mañ, e lavaras C’hiomara eur geriennou bennak e keltieg. Kerkent an daou gannad a zic’houinas o c’hlezeier, a lazas ar Roman, hag unan anezo e zibennas. C’hiomara a guzas ar penn e pleg he sae hag, en em gavet dirak he fried, her stlapas ouz e dreid en eur ziskuilha ar walladenn he doa bet da c’houzañv. — « An eeunded er marc’hadou a zo eur gaer a dra, maouez », a lavaras Ortiagon, garo e vouez. — « Gwir eo », emezi, « hogen setu kaeroc’h c’hoaz : n’eus nemet eur gwaz beo a gement a c’hallfe en em veuli da veza va ferc’hennet. »

Er penn all eus ar bed keltiek, en Iwerzon, diou vaouez, Derdriu ha rouanez al Leinster, a oa heñvel o ratoz ouz hini o c’hoarezed eus ar C’halatia, Kamma ha C’hiomara.

Derdriu a oa gwreg eur brezelour brudet a-douez an Uladed. Hemañ en doa ranket divrôa gant e zaou vreur, da dec’hout rag ar roue Kunokobros [25] a venne skrapa Derdriu digantañ. War zigarez ober ar peoc’h, e teuas roue an Uladed a-benn da zedenna an dec’hidi en Emania, e gêrbenn, hag e reas d’e vrezelourien laza an tri breur. Mirout a reas Derdriu a-hed eur bloavez gantañ. A-benn ar pennad amzer-se skuiz gant he zristidigez, e rôas anezi d’ar brezelour en doa lazet he fried. Da vare an disparti, evel m’edo en he sav war karr an den-se, e youc’has ar roue d’ezi komzou dismegañsus : « Setu te aze evel eun dañvadez etre daou vaout-tourc’h ». Touet he devoa Derdriu na welje ket daou waz o veza war eun dro perc’henn d’ezi : lammat a reas a-ziwar ar c’harr, en em stlepel war he fenn ouz eur roc’h hag en em laza.

En eun emgann, savet etre an Uladed ha brezelourien al Leinster e voe trec’het ar re-mañ ha lazet o roue. An Ulad en doa skoet taol ar maro gant roue al Leinster en em gavas gant gwreg hemañ hag a vennas he lakaat da bignat war e garr-emgann. « Da bried a c’hourc’hemenn ma heuilhfes ac’hanoun », emezañ en eur ziskouez d’ezi penn trouc’het ar roue. — « Torret eo », emezi, « al liamm am c’hevree gantañ. » — Kerkent e ruzias penn an hini lazet, ha goude e c’hlazas adarre. « Degas a ra da goun d’in », eme ar vaouez, « eul le en deus graet : ne vijen biken perc’hennet gant Ulad ebet, hag emañ souezet dre ma terman o terc’hel d’ar ger en deus rôet evidoun ». — « Deus davedoun er c’harr », eme ar brezelour. — « Lez ganen da vihana amzer da ouela d’am pried », eme ar rouanez. Neuze e laoskas eul leñvadenn ken pounner ma torras eur wazienn bennak en he c’horf ; koueza a eure a-c’houen he c’hein hag e varvas.

Diazezet e c’hell beza danevell Derdriu ha rouanez al Leinster war darvoudou gwir c’hoarvezet e derou ar c’henta kantved goude H. S. ; gant dezrevellou ar Grenn-amzer, avat, ha n’heller nemet damfiziout enno, ez int bet miret d’eomp. Gwelloc’h asur eo ar skridou o deus degaset betek ennomp envor ar C’halianez Eponina hag ar Vrezonez Boudikka.

Eponina a oa pried Julius Sabinus, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaveziou 69 ha 70 goude H. S. An ano a « impalaer Galia » en doa zoken kemeret Julius Sabinus evit eur pennad-amzer. Douaren e oa d’eur Geltez a ouenn uhel eus poblad al Lingoned ha da Julius Kaesar. Ret d’ezañ en em guzat da dec’hout rak buanegez ha droukrañs an impalaer Vespasianus, e tremenas nao bloaz en eul log dindan-zouar. E wreg yaouank Eponina a chomas gantañ hag a c’hanas eno daou vab. Diskuliet e voent a-benn nao bloaz ha kaset da Roma. Vespasianus a c’hourc’hemennas kas Sabinus d’ar maro. Neuze Eponina, he devoa klasket habaskaat an impalaer dre zaoulina dirazañ ha diskouez d’ezañ he daou vab, a savas kerkent ha, dic’hoant da veva war-lerc’h he fried, e c’houlennas hag he devoe an aotre da vervel gantañ.

Intañvez Prasutagos, roue an Ikened, e oa Boudikka. Pa varvas he fried, er bloavez 61 goude H. S., e welas he rouantelez mac’homet ha lakaet en arigrap gant ar Romaned : soudarded, paotred an tailhou, mevelien an impalaer. Teñzoriou Prasutagos a voe laeret, uhelidi an Ikened lemet o madou diganto, kerent ar roue maro lakaet war roll ar sklaved ; Boudikka, hi hec’h-unan, kannet a-daoliou gwialennou, hag he diou verc’h gwallet. An dirolladeg-se a dennas war he lerc’h eur stourmad eus ar garva ma varvas ennañ Romaned a vil vern. Boudikka a gemeras renadur an arme a voe savet gant ar Vrezoned ouz soudarded an impalaer. Araok an emgann e voe gwelet war he c’harr-brezel, he diou verc’h dirazi, oc’h heda tal an armead hag o kalonekaat dre he c’homzou ar vrezelourien eus pep poblad. Degas a reas da goun kement o doa bet ar Vrezoned da c’houzañv a-berz ar Romaned hag e klozas o lavarout he doa graet he menoz da drec’hi pe da vervel, ha hi eur vaouez ; « evit ar wazed e c’hellent », emezi, « mar doa gwell ganto, degemerout ar vuhez a-unan gant ar sklavelez ». Trec’het e voe ar Vrezoned, hag ar Romaned,, aet e gouez, a lazas gant ar c’hleze beteg ar merc’hed hag ar c’hezeg. Boudikka, gwirion d’he ger, en em ampoezonas.


Tiegez ar roue Dejotaros. — Pez a anavezomp eus buhez ar roue galat Dejotaros a laka da bara eur goulou kriz war vuhez eun tiegez-roue e-touez Kelted Azia-Vihana er Ia kantved kent H. S. Deuet da roue war-lerc’h e dad hag o veza ma chome e wreg Stratonikê hep genel bugale, e kemeras Dejotaros da serc’h eun ereadez c’hresiat anvet Elektra a c’hanas d’ezan meur a vab. Dejotaros o lakas d’ar maro nemet unan, evit mirout ne daje an herez diwarnan da veza lodennet goude e varo. Lavaret e oa bet e vije roêt da bried d’ar mab penhêr-se merc’h Artavasda, roue Armenia, nemet mervel a reas araok e dad. Eus an diou verc’h en doa bet Dejotaros, unan a voe gwreg ar roue Kastor Tarkondarios [26], eben a zeuas da veza pried Brogitaros, tetrac’h an Drokmed (Trokmi). Lans en devoa bet Dejotaros da glemm eus ar roue Kastor hag eus e bried. Aet droug ennan, e kemeras a-stourm o c’hastell hag o laza a reas an eil hag egile.


Implij-amzer ar maouezed keltiat. — Hervez skrivagnerien an Hen-amzer e oa ar gwragez keltiat mammou eus ar frouezusa ha magerezed mat, hag e tesavent ervat o bugale. Er broiou keltiek, a lavaront ouspenn, evel m’emañ gwell gant ar wazed ar brezel eget ar c’hounidegez-douar, e vez graet ar pep brasa eus labour ar maeziou gant ar merc’hed. Hevelep tra o deus lavaret eus an Ibered, al Ligured, an Illirianed, hag an Dhraked. Hogen, anat eo, evit an holl boblou-se ar merc’hed a renk izel eo a zo ano anezo kentoc’h, rak n’eo ket tre da gredi e vije bet boas da embreger ar falz merc’hed a renk uhel, ha d’ezo mevelien ha mitizien.

Ar Gresian Strabon (diwez ar c’henta kantved kent H. S.) a ro da anaout « ez oa reizet e-touez ar Gelted labouriou ar wazed hag ar merc’hed en enep d’ar pez ez oant e-touez ar C’hresianed ». Petra a fell d’ezañ lavarout dre se ? E-touez ar C’hresianed, nemet e Sparta, e tremene ar merc’hed o amzer o neza, o wea hag o vrouda er ranndi merket d’ezo ; dibaot ez aent er-maez ; ne gemerent ket perz e buhez ar wazed ha ne c’houlenne ar re-mañ gwech ebet o ali diganto ; n’o doa mann da sellout ivez e traou ar renerez-bro. Gant-se merc’hed abaf a oa anezo, aonik zoken dirag ar wazed ha dizesk-bras.

Ar C’heltezed a ziskoueze kaout brasoc’h frankiz ha beza heroc’h. Er brezeliou ouz broïz pe ouz diavaezidi e choment peurliesa er gêr ; en argadadegou da bell-vro, avat, e heulient o zadou, o breudeur hag o friedou. Er bloavez 58 kent H. S. an Helveted o doa argadet Galia a voe trec’het gant ar Romaned ; o gwragez a zifennas taer meurbet betek ar c’hreiz-noz ar voger a oa bet savet en-dro d’o c’hamp gant kirri ha pakadou. Er c’henta kantved goude H. S., gwragez ar Vrezoned a heulie anezo war an dachenn-vrezel ha, pintet war o c’hirri, a selle ouz an emgann.

Er pevare kantved goude H. S., pa save kroz ha kann, ma oa an tu koll gant hec’h ozac’h, ne derme ket ar C’halianez mentek, kreñv, ha kalonek, d’en em gavout war al lec’h. Neuze e veze gwelet e-kreiz ar veskadeg o skei a-daoliou treid, ha gant he divrec’h gwenn ha kigennek o tistaga taoliou dourn « ken tenn ha taoliou bangounell » gouez da Ammianus Marcellinus.

En Iwerzon, kosa danevellou-meur, dezrevellet enno darvoudou c’hoarvezet er c’henta kantved kent pe goude H. S., a ziskouez d’eomp merc’hed a stad uhel o kemena mezer, o wriat, o vrouda, ha merc’hed eus ar renkou izel o niza hag o vala greun, o tamoueza bleud, o trouc’ha broen, hag all.

Iwerzoniadezed an Hen-amzer o doa gouiziegez estr eget se pa ouient diouz an embregerez-armou, galvet ha ma vezent, troiou a oa, d’ar wazoniez-vrezel. Mamm roue Bro-Ulad, er c’henta kantved kent H. S., a oa anezi eur vrezelourez vrudet. Kosa skridou Iwerzon a laka spis e oa gant Brezoned ar mare-se brezelourezed o kelenn war ar brezelerez. Darn eus brudeta kadourien-veur Iwerzon, en o metou Setantos lesanvet « Ki Kulann », a voe kelennet ganto hag a zleas d’o c’henteliou, evit eun darn vat, e ampartiz-vrezel. C’hoar ar roue Kunokobros, anezi eur plac’h a ugent vloaz pe war-dro, a ouie ren jaoed : hi eo a rae da baotrez-karr he breur, pa ’z ae hemañ da hemolc’hi. E Galia ivez, er c’henta kantved goude H. S., e welomp ar C’halianez Salonina o pignat war varc’h hag o heulia he fried e penn an arme.

A-hend-all, ar poueziou gwerzidi kavet dre niver er broiou keltiek a desteni oberiantiz ar maouezed kelt evel nezerezed. Unan eus ar poueziou-se a zo warnañ an enskrivadur-mañ, keltiek ar c’henta ger anezañ : Veadia tua tenet « derc’hel a ra da werzidadou » [27].


Ar magdi. — En enez-Vreiz hag en Iwerzon edo ar c’hiz ober desevel ar vibien, ar merc’hed zoken, er-maez eus ar gêr, en eun tiegez all. Iwerzoniz a gase d’ar magdi o bugale-vloaz hag o leze eno, ar baotred betek o seitek, ar merc’hed betek o fevarzek vloaz. Daou seurt magerez a oa : — 1) ar magerez dre garantez, ne oa dleet evitañ gopr ebet d’an tad-mager ; — 2) ar magerez gopret, a veze ar gopr anezañ diouz renk tad ar bugel. Ar gopr dleet evit maga mab eun « uheliad buoc’h », da lavarout eo eun dijentil eus ar renk izela, a save da deir buoc’h ; evit mab eur rix pe roue e veze ar gopr etre triouec’h hag ugent buoc’h.

Lezennou Iwerzon a ra meneg piz-ha-piz eus kement a dlee an tad-mager deski d’ar vugale fiziet ennañ. Mibien an dud izel a veze desket d’ezo prederia ha mesa eur bagad gevr, ein, leueou, perc’hel ; penaos lakaat an ed da sec’ha ; aoza greun d’ober bier, inkarda gloan, trouc’ha ha faouta keuneud ; d’ar merc’hed e veze desket ober gant an nadoz, mala greun gant ar vreo, meza toaz hag ober gant ar c’hrouer hag an tamouez. Mibien an uhelidi a zeske embreger an armou, neui, mont war varc’h (an tad an hini a bourchase ar marc’h) ; kenteliet e veze ar merc’hed war dailha an dañvez-dilhad, gwriat ha brouda.

Eun dra sakr a veze graet gant an doare kerentiez a save etre ar maget hag e dad-mager. Dougetoc’h e oa alies ar bugel d’an tiegez-se eget d’e hini end-eeun hag e voe gwelet zoken tud o rei a-youl-gaer o buhez da virout hini o zad-mager pe o breur-laez.

Ar magdia a heñvel beza bet ar boaz anezañ e-touez Kelted an douar-bras, ar C’halianed da vihana. Ar re-mañ, er c’henta kantved kent H. S., a selle evel eur vez d’eun tad a diegez en em ziskouez dirak tud all a-gevret gant e-vab, hag heñ re yaouank c’hoaz da embreger an armou. Hogen n’oa tu ebet d’en em virout a se nemet magdiet e vije ar bugel.


Anoiou ar vugale. — Rôet e veze d’ar vugale anoiou, lies bras ar stumm anezo. An anoiou paotred ha merc’hed a anavezomp an dalvoudegez anezo, a c’hellomp renka, evit ar peurvuia, en nao c’hevrennad :

1) Anoiou doueek : Moenikaptos « sklav an doue Moenos », roue keltiat lazet er Spagn en eun emgann ouz ar Romaned (214 kent H. S.) ; Ivomagus « mevel Ivos » (Itali) ; Luguselva « perc’henniez Lugus », ano eur vaouez eus bro ar Betrokored (Galia) ; Lugubranos « bran Lugus », drouiz iwerzoniat ; Totatigenos « ganet eus an doue Totatis », eur C’helt eus ar strollad soudarded karget d’ober ouz an tangwall ha da gerreiza e-pad an noz e Roma [28] ; Kamulognata « azeulerez Kamulos », eur C’halianez a ouestlas d’an doue Merc’her unan eus al listri arc’hant kavet e Bernay ; Nemetogena « merc’h ar santual », sklavez kêr (ancilla publica) e Burdigala (Bourdel oadvez kelt-ha-roman).

Graet e veze alies eus ar vugale anoiou doueed evel ma reer hizio anoiou sent : Kamulos, tad Kamulianos, en Norikon ; Smertos, poder en Alezia ; Nodons, drouiz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ;

2) Anoiou diwar doareou korf mat pe fall, diwar an oad, an amzer, ar c’hanedigez : Pennovindos « gwenn e benn », perc’henn douar e Galia (oadvez kelt-ha-roman) ; Argentokoxos « gar-arc’hant », ano eur C’haledoniad brudet ; Durnakos « an dournek », barnour ar Vokonted (kenta kantved kent H. S.) ; Brikkos « ar briz », poder an Alpou ; Krixos « ar penn-krec’h, ar rodellek », ano eur rener eus Kelted an Itali (IIIet kantved kent H. S.) hag eur c’hlezeiad eus Capua, a ouenn geltiek, lazet e penn ar sklaved en em savet (71 kent H. S.) ; Kunopennos « uhel-e-benn », eur C’helt eus an Itali ; Voltorix « roue ar pennad-bleo », eun ano a voe douget gant meur a Gelt eus ar Bannonia [29] ; Drutalos « tal bras », eur C’helt a Lugudunon ; Triulatos « tri-barv » (Galia) ; Kokka [30] « ar ruzenn », merc’h Andebrogirix e bro stêr Isara ; Vindilla « gwennig », eur yaouez a Bannonia ; Urogenonertos « nerzus evel mab an uros » [31], soudard koz beziet e Lugudunon ; Nerta « an hini greñv », merc’h Kantosenos e Burdigala ; Touta « ar plac’h kreñv » (Galia) ; Nertomaros « bras dre e nerz » (Norikon, Pannonia) ; Vimpuro, Vimpurilla, anoiou Galianed ha Galianezed deveret eus an ano-gwan doarea vimpis « kaer, koant » ; Kotto « ar c’hoz », uheliad bastarn, mignon da roue Makedonia (179 kent H. S.) ; Kambos « ar c’hamm », ano meur a Gelt war an douar-bras hag en Enez-Vreiz ; Iovinkatos, deveret a iovinkos « yaouank », eur Galian eus ar C’hreisteiz ; Senoviros « den koz », ano meur a C’halian ; Senobena « maouez koz » (Galia) ; Bitus « holl-bad » ; Samos « hañv », unan eus benerien kolonenn Mogontiakon (Mayence) ; Samogenos « mab an hañv », Kelt a Vurdigala ; Samorix « Roue an Hanv », mab Liamaros, eus brôad ar Rêmed (Remi), marc’heg er bagad anvet Ala longiniana ; Giamillos « goañvig » (Galia) ;

3) Anoiou diwar doareou-ene mat pe fall ; Exobnos [32] « an dizaon » ; Tagausios « an tavedek » ; Togios « ar c’haradek » ; Sukaros « an hegarat » ; Dagodumnos « mat-doun » ; Dagomaros « mat-meur, mat-tre » ; Dagovassos « den-mat » ; Gargenos « fero », roue Kelted an Itali ; Epomeduos « mezo gant marc’h » da lavarout eo « douget-tre d’ar c’hezeg » ; Eposterovidos « an hini o oar atiza kezeg » ; Smertomara « armerzerez-veur, espernerez vat », ano-plac’h a C’halatia ; Glana « plac’h c’hlan » ; Bidudaga « plac’h bepred mat » ;

4) Anoiou diwar ar renk, ar brud, ar stad : Kintus « ar c’henta », kadour brudet a Iwerzon (kenta kantved goude H. S.) ; Pentos pe Pemptos « ar pempet », eur poder a Vro-Spagn ; Ategnatos « ar paotr anavezet-mat », Ategnata « ar plac’h anavezet-mat », ano eur C’helt eus an Itali hag eur Bannoniadez ; Neutto « ar brudet », Galian eus an Hanternoz, mab da Dagausios meneget uheloc’h ; Maga'los [33] « ar bras », penn ar gannadourien kaset davet Hannibal gant Kelted an Itali (218 kent H. S.) ; Trogos « ar reuzeudik » ; Anderix « rouanez vras », ano eur vaouez eus kreisteiz Galia ; Moririx « roue ar mor », ano eur Breizad dindan aotrouniez ar Romaned ; Vassorix « roue an dud » pe « roue ar wizien », eur Galian eus glann ar Rênos [34] ; Senokondos « an den-gouest koz », eur Galian eus ar C’hreisteiz [35] ; Vassos « gwaz », Vassa « gwazez » [36] en hevelep lec’h ;

5) Anoiou brezelek : Gaisatorix « roue ar C’haisated (dougerien c’hoafiou) », ano mab roue an Daurisked, Kristusiros (kenta kantved kent H. S.) ; Katus « kad » pe « emgann », ano unan eus ar roueed en em savet ouz Roma (21 goude H. S.) ; Katuviros « ar c’hadour », roue meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Katumaros « bras en emgann », eur C’helt eus ar Bannonia ; Katuvokanos « brudet en emgann », eur C’helt eus a Vreiz-Veur [37] ; Bilikatus « emgann mat », poder a zo bet kavet listri diwar e zourn e Bro-C’hall hag e Bro-Saoz ; Vellokatus « gwelloc’h emgann », floc’h pried rouanez ar Vriganted ; Dêvokatus « emgann-doue », poder Galia ; Lovokatus « emgann skedus », beleg brezon eus ar VIet kantved goude H. S. ; Katugnatos « boaz ouz an emgann », penn-arme an Allobroged en em savet ouz Roma er bloaz 61 kent H. S. ; Katuvolkos « buan en emgann », unan eus daou roue an Eburoned (hanternoz Galia) er bloaz 54 kent H. S. ; Katumandus « a brederi war an emgann », roue kelt eus kreisteiz Galia a argadas Massalia n’ouzer ket da vat e pe vare ; Kavaros « an den-meur » pe « ar ramz », ano diweza roue Tula, er Balkaniou (IIet kantved kent H. S.) ; Boudikkos « an trec’her » [38], ano meur a Vreizad ;

6) Anoiou diwar loened, plantennou pe vein : Artos « an arz », ano douget gant eur barnour eus poblad ar Garnuted (Galia, kenta kantved kent H. S.), gant eun ofiser eus skouadrenad, ar Bannonianed (ala Pannoniorum) er Bannonia-uhela, gant eur roue-meur Iwerzon (IIet kantved goude H. S.) ; Vebro, Vebrullos, Galianed d’ezo anoiou deveret eus a Vebro- « goularz » [39] ; Epillos « marc’hig » hag an holl anoiou-tud deveret eus epos « marc’h » : Epa, Epenos, Epios, Epikkos, Epidios, Epatix, Epatikkos, Eparios, Epulos, Eponos, Epona, Eponios, Eponina, Epossos, Epotios ; Karvillos « karvig » (Galia) ; Lukotiknos « mab al logodenn » ; Kanavos « bihan eul loen », ano eur poder a Lugdunon ; Lovernakos « louarnek » (Breiz-Veur) ; Kalliakos « kilhog », ano eur Galian ; Bodua « kavan », eur C’halianez a vro al Lingoned ; Iurka « yourc’hez », eur Geltez a draonienn Pennina (Valais) ; Artula « arzezig », Gabrilla « gavrig », Iarilla « yarig », anoiou merc’hed yaouank ; Apana « marmouz », merc’h Leuros, en Iberia [40] ; Smêria « mouar », eur C’halianez eus ar C’hreisteiz ; Vidukos « gwezek », ano eur poder a gaver al listri anezañ e Galia hag e Breiz-Veur ; Dervakos « dervek » (Breiz-Veur) ; Derva « dervenn », gwreg eus ar Bannonia-izela a reas sevel eur maen-kañv, warnañ eun enskrivadur e koun d’he fried, Quartio, mab Miletumaros ; Isarninos « Hernin » (houarnek), eun ano douget gant meur a Vrezon (oadvez kelt-ha-roman) ha gant eur c’heneil da sant Patrik (Vet kantved) ;

7) Anoiou diwar ar vicher, ar stad a vuhez : Eparios « rener kezeg », Loigarios « rener leueou », Kunarios « rener koun » [41], Makarios « mager » (Galia) ; Epats, Epatix « marc’heg », Epomandus « a brederi kezeg », Eporedios « damesaer kezeg » ; Artarios, Artorios « rener arzed » pe marteze « hemolc’her arzed » (keñveria Artôris = Arzur) ; Gaisorios « oberour daredou » (Galia) ; Gaisatos « brezelour armet gant daou c’hoaf-bann » ; Lounorios « oberour skeudennou », marteze « oberour arouezintiou-brezel » (Enez-Vreiz) [42] ; Ambata « ar vatez », maouez kelt a Vro-Spagn ; Bardos « ar barz », ano douget gant meur a Gelt war an douar-bras, en o zouez tad ar soudard war varc’h Kattaus, aotreet d’ezañ ar vourc’hizegez roman gant an impalaer Nero (64 goude H. S.) ; Toutakos « hudour », Iwerzon [43] ; Gutuatros « ar beleg », penvrezelour galian a stourmas ouz Kaesar ; Gerontios « ar c’hadour », ano douget, e derou ar Vet kantved goude H. S., gant eur Breizad a voe unan eus gwella pennou-arme Konstantinus [44] ; Virotutis « yac’haer-gwazed » pe « ar gwir vezeg ».

8) Anoiou diwar lec’hiou : Rotanos, Rênos, Rêna, anoiou stêriou douget gant paotred ha merc’hed eus kreiz Europa hag eus Italia-uhela ; Litavikos, uheliad galian (kenta kantved kent H. S.) d’ezañ eun ano diwar Litavos [45], ano-bro ; Ambidravos « o veva war diou c’hlann stêr Dravos », eur C’helt eus ar Bannonia ; Ambirênos « o veva war diou c’hlann ar Rênos », eur C’helt eus meuriad ar Rouriked (Rouriki Bâle) a reas evel gopr-soudard e trede « kohortad » ar C’halianed hag en devoe digant an impalaer Trajanus, e 105 goude H. S., e aotre-disoudarda gant ar vourc’hizegez roman ; Andeiouros, tad Moranos, genidik a Vesontion hag Anderouros, anavezet dre eun enskrivadur a Vedinobriga (Vezenobres, Gard) a zo d’ezo anoiou tennet an dibenn anezo, evit ar c’henta eus ano menez Jura (Iouros, Iouris), evit an eil eus ano ar stêr Ruhr (Rouros, Roura).

9) Anoiou-moumouna evel Lella « lellig », merc’h Genetos, e Galia ; Dada, mab Smertôn, e Galatia.

Eun niver anoiou heñvel, paotred ha merc’hed, a gaver war eun dro amañ hag a-hont dre ar bed keltiek, o rei testeni dre-se eus unvez ar yez a veze komzet gant mistri ar bed-se. Da skouer, Ambikatus eo ano eur biturix pe roue-meur Kelted an douar-bras (Vet kantved kent H. S.) hag eur c’hadour a Iwerzon [46] (kenta kantved goude H. S.) ; Korbos eo bet anvet eur C’helt a Vro-Spagn (206 kent H. S.), eur C’helt eus an Norikon (oadvez roman), eur barz iwerzoniat (IIet kantved goude H. S.) ; Darios a rôas e ano, en Arvorig, da Darioritus « roudouz Darios », kêr Gwenediz : hennez eo, en Iwerzon [47], ano perc’henn Donnos, eur c’hole brudet…, hag all.

Evel m’her gweler, ez oa an anoiou-tud en hen-geltieg lies-lies o doare ha d’ezo bepred talvoudegez ha dudi. Evelse e voe ivez e-touez Breiziz betek ar Grenn-amzer. Hervez m’en deus evesaet an aotrou Loth, n’oa ket tre diouz grad Breiziz an anoiou-badez kristen, dreist-holl evit ar merc’hed ; « Ha reiz e oa se ! Kalz barzoniusoc’h eo hon anoiou. » (Rev. Celt. 1903, p. 354, notenn 1.)


Anoiou-tiegez gant ar Gelted. — An anoiou-tiegez n’oant ket anavezet e-touez ar Gelted. Eun den a veze graet anezañ hepken « heñ-ha-heñ, mab heñ-ha-beñ », da skouer : Verkingetorix mab Keltillos. E keltieg, en engravaduriou deut betek ennomp, e verker se dre lakaat war-lerc’h ano an den ano e dad gant an dibenn-ger knos stag outañ. Dre-holl edo ar c’hiz evelse ; her gwelout a raimp dre ar skoueriou da heul : Koisis Drutiknos « Koisis mab Drutos » (Todi en Italia) ; Mosanos Artiknos « Mosanos, mab Artos » (Ankura, Azia-Vihana) ; Bratronos Nantoniknos « Bratronos mab Nantonos » (Neriomagos, Galia) ; Vênikni « mibien Vênos » [48], poblad war aodou gwalarn Iwerzon.

En eun engravadur eus Galia e welomp anoiou tri remziad : tad-koz, tad, mab : Aneunos Okliknos, Luguris Aneuniknos « Aneunos mab Oklos, Luguris mab Aneunos » [49].

A-wechou e veze lemet an dibenn-ger -knos ha graet gant ano an tad hepken er furm c’henidik : Doiros Segomari « Doiros, mab Segomaros » (Galia) ; Banona Bardi « Banona merc’h Bardos » (Norikon).

Gwechou a zo e veze savet, evel e latin, eun doare ano-tiegez diwar ano an tad, gant an dibenn-ger -eos, -ios : Uritakos Eluskonios « Uritakos mab Eluskonos » (Galia) ; Kondillios, Kondilleos [50] « mab Kondillos » (Galia, Iwerzon).

En Iwerzon, da vare an enskrivaduriou ogamek (IIIvet kantved goude H. S. ha kantvedou da heul), e raed gant ar geriou maqos « mab » (mapos e yez Breiz-Veur), inigena « merc’h » ; ouz o heul ano an tad er furm c’henidik : Sagramnos maqos Kunotami « Sagramnos, mab Kunotamos » ; Dalagnos maqos Dali « Dalagnos mab Dalos ».

Pa voe Kelted an douar-bras sujet d’ar Romaned, ar re anezo n’o devoe ket ar vourc’hizegez roman, da lavarout eo an darnvuia anezo da genta, a zalc’has d’ar c’hiz lakaat da heul o ano-i ano o zad ha, da stagell etrezo war an enskrivaduriou latin, ar ger filius (filia gwregel). Evelse e voe, e Galia, ar varc’heien Adbogius Coinagi filius natione Petrucorius « Adbogios, mab Koinagos, eus brôad ar Betrukored » ; Argiotalus Smertulitani filius, Namnis « Argiotalos, mab Smertulitanos, Naonedad » ; e-touez Kelted ar Spagn, ar re anvet Tritius Tangini filius « Tritios [51], mab Tanginos » ; Ambatus Pelendi filius « Ambaktos, mab Pelendos » ; Toncius Toncetami filius « Tonkios mab Tonketamos » (eul Luzitaniad e oa, soudard en eur gohortad-Luzitaniz) ; hag, e bro an Danuvios, ar merc’hed Kaletiu Adnamati filia « Kaletiu [52] merc’h Adnamatos » (Norikon) ; Atressa Vindonis filia « Atressa, merc’h Vindo » [53] (Pannonia).

Ar Gelted, graet anezo bourc’hizien roman, a reas diouz giz Roma o kemerout eur c’hent-ano, eun ano (pe ano-tiegez) hag eul lezano. Ouz heñ ober, avat, e heuiljont pevar hent disheñvel :

1) E latin e teue gant eur re kent-ano, ano ha lezano ; eus ar re-se e voe Caius Julius Florus, a zo bet, a-unan gant Sagroviros, unan eus pennou ar C’halianed en em savet ouz ar Romaned er bloaz 21 goude H. S. ; Caius Julius Vindez, Galian a wad roue, penn ar stourmad eus ar bloaz 68 ;

2) Gant re-all e oa latin ar c’hent-ano hag al lezano, ha keltiek an ano. Evelse, e Galia Lucius Carantius Atticus (Carantius a zo diwar ar ger keltiek Karantos) ;

3) Latin eo ar c’hent ano hag an ano, ha keltiek al lezano : Cnaeius Pompeius Trogus, tâd-koz an danevellour (eun ano keltiek eo Trogos) ;

4) Latin eo ar c’hent-ano ha keltiek an ano hag al lezano : Quintus Solimarus Bitus (Solimaros Bitus a zo keltiek).


  1. A-unvan ez oa diwar-benn se gwir ar Gelted gant gwir ar poblou indezeuropek all.
  2. *Manutera a zo diwar eur wrizienn goz nann indezeuropek man, a gaver war eun dro e keltieg, e latin hag e germaneg ; eus ar wrizienn-se e teu ar ger keltiek *manatla « dournad » aet, e brezoneg krenn, da manazl, malazn, hag e brezoneg-bremañ da manal (Gwened), malan (Leon, Treger) ; *manutera a zo deut da muinter en iwerzoneg. — Venios (aet da fine en iwerzoneg) a oa eun ano all d’an tiegez : venis (aet da fin en iwerzoneg) a veze graet eus pep ezel ouz hen ober ; anavezet e oa ar ger diweza-mañ gant an holl Gelted, evel m’hen gweler anat dre an anoiou-tud Venikaros « a gar e dud » (Breiz-Veur), Veniklutos « brudet e-touez e dud » (Galia), Venimaros « bras e-touez e dud » (Danuvios). Ar ger karans, liester karantes (hizio kar, kerent} a dalveze « mignon »,
  3. Diwar-benn an ano-se, sellout d’Arbois, Noms gaulois, pp. 54-5.
  4. Eburos, a zo deut da ibar « ivinenn » en iwerzoneg, ha da evor e brezoneg.
  5. Eun ano latin n’eo ken ; anat eo avat orin keltiek an hini e zouge dre ano e dad Enigenos « mab doue an Enos ». Enos (Inn hizio) a veze graet eus unan eus adstêriou glann dehou an Danuvios.
  6. Deut da fin en iwerzoneg.
  7. Deut da fine en iwerzoneg.
  8. Deut da fin-galach en iwerzoneg.
  9. Deut da ane en hen-iwerzoneg, ua en iwerzoneg-krenn, ô en iwerzoneg-bremañ, Rev. celt. 1908, pp. 93-4.
  10. An ano-se a zo bet laket gant Miss Warner (Elizabez Wetherell) da unan eus penvaouezed he romant Runiou ar Shatemuk.
  11. Eneb a oa gwechall da lavarout « dremm ».
  12. Journal des Savants, 1898, p. 245. Heñvel boaz a oa gant ar Skandinaved, sellout Dareste, la Saga de Nial, Paris, 1896, p. 29. Diwar-benn an testou cf. Geffroy, Des Institutions et des Mœurs du paganisme scandinave ; l’Islande avant le christianisme d’après les Gragas et les Sagas, Paris, 1897, p. 126. Diwar-benn talvoudegez ar ger brezonek dimezi, sellout ouz Rev. celt. 1902, p. 204.
  13. An ozac’h a c’helle kaout, ouspenn, eur serc’h pe veur a hini. E Kembre, ma tegoueze d’ar wreg-pried mervel ha menel an ozac’h heb addimezi, e teue ar serc’h da bried reiz a-benn seiz vloaz. Er Jutland, goude tri goañvez, goude ugent e Bro-Norvej.
  14. Bena, deut da veza ben e brezoneg, a zo anezañ c’hoaz el lavar an eil hag eben (he ben). Kile, el lavar an eil hag egile, a dalv « kenseurt ». Kile Doue, en iwerzoneg Cele De « kenseurt Doue » (socius Dei), ez oa ano ar manac’h iwerzoniat er Grenn-amzer.
  15. Neuze e tizjont beza disammet dioutañ. Pell a oa e tinac’hent e baea a youl frank ha ne gouezent da se nemet goude sevel stourm ha beza trec’het. Boroma a dalv da lavaroüt ger evit ger « Saout Roma ». Henvelster eo d’an anglizsaozneg Rom-feoh. Bez ez eus bet anezan e gwirionez an truaj a veze paeet da Rom. Kerkent hag an IXet kantved goude H. S. e vez keal anezan er skridou deuet betek ennomp. Da ouel sant Per e veze paeet, Rev. celt. 1896, pp. 428-30.
  16. Diwar-benn an arroudennad-se sellout d’Arbois de Jubainville, Etudes sur le Droit celtique, I, pp. 210-4, 240-1.
  17. Sellout ar pez a lavar Strabon, VII, 3, 4.
  18. Dimezet e oa an drouized.
  19. Sellout Zimmer, Sitzungsberichte der köng. preussischen Academie der Wissenschaften, 1911, pp. 174-227. Sellout a-hend-all, al lies « panevet » savet a-enep gant Vendryès, Rev. Celt. 1911, pp. 232-6. Diwar-benn orin al liesozac’hiez lenn Demolins, Comment la route crée le type social ; G. Le Bon, Les premières civilisations de l’Orient, Paris, 1899, pp. 51-62. Ouz an ano indezek Pandavâ, kenveria ano ar roue Pandion, tad Aegaios, Lukos, Pallas, Nisos, e raghenistor an Hellaz. An Dermiled eus Azia-Vihana (Karia, Lukia) a zo bet e-touez ar poblou a yeas eus ar C’hornog da aloubi an Indez e-kerz an trivet pe an eilvet milved kent H. S. Eus o ano e teuje da zugroc’heneien an Dekkan o ano a Zravidiz (Dravida, furm disleberet eus Tramila, Termila). Anat eo bezans gwenn-groc’heneien glas o daoulagad ha melen o bleo e-touez alouberien an Indez. Glaslagadek ha melenvlevek e oa an doue Indra, uhel-skouer ar vrezelourien gant Arianed India, Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, pp. 184-5. Evit Pandion, Pandava, C. Autran, Mithra, Zoroastre… 1935.
  20. Medua a zo deut da « Medb » e skridou iwerzonek ar Grenn-amzer.
  21. Diskieriet en e dra e oa pried Medua. Ma vije bet dindan dourn e dad, da heman eo he dije ranket Medua paea ar brenadenn.
  22. Buhez Medua a zo bet miret d’eomp gant danevellou marzus ar Grenn-amzer hepken, kemmesket enno ar gwir hag ar gaou. En enep, Kartismandua a anavezomp dre zanevellou kempred ganti.
  23. Rômaikê historia, 76, 16, 25.
  24. Hist. IV, 55.
  25. Deut da veza Conchobar en iwerzoneg.
  26. Da geltiek eo bet laket an ano Tarkondarios gant Herri d’Arbois de Jubainville, (Noms gaulois) dre ma veze teirc’hevrennet gantan an ano-se evel-hen : Tar (kentger), kond evit kondo (ano-kadarn), arios (dibenn-ger). Bihanaziadek e vije, hervez C. Autran, dre ma wel da benrann ennan an ano-doue anatoliek Tarku, Tarkon (Tarkondemos, 1922, pp. 37-89). Gwir e c’hell beza an eil pe egile eus an daou c’houlakadur-se. — Hervez d’Arbois de Jubainville e vije bet *Dêviotarvos « tarv-doue » ha *Brogitarvos « tarv an harzou-bro » furmou keltiek reiz an daou ano galatek meneget en danevell. Broga, brogi, e keltieg an Douar-bras, mrogi e keltieg Iwerzon, a dalveze kement ha « harzou eur vro ». Diwar an hevelep gwrizienn-c’her hag ar germaneg marka « marz » e oa ar ger-se ha henvelster gantan. Dinaouet eus broga, brogi, e oa ar galianeg brogilos « maez » (hervez Geriadur galianek Endlicher). Ar galleg breuil « koad-med garzet da gledouri ar jiboes » a zo diwar eur furm latinaet brogilus. Beo-mat e yezou romanek Kreisteiz Galia eman stummou-breman ar c’heltieg brogi, broga. Ar furmou-se, bro, brovo, h. a., a dalv « bevenn, ribl, or, ore, gwrimenn, garzad, kaead strouez etre daou bark », Rev. celt. 1894, pp. 216-9.
  27. Veadia, evit *vegiadia, a zo deveret eus *vegio-, deut dioutañ an iwerzoneg fighe (*vegion), hag ar ger diveret *vegiato deut d’ar brezoneg gwiad (J. Loth).
  28. Cohortes vigiles a veze graet eus ar bagadou oc’h ober ar strollad-se. Seiz bagad a oa, mil soudard e pep hini. Pep bagad a oa en garg evezia ouz diou ranngêr eus ar pevarzek a oa e Rom. Tribuned oa e penn ar bagadou hag e penn ar strollad eur praefectus vigilum.
  29. Volto-, deut d’an iwerzoneg folt, d’ar c’hembraeg gwallt, « pennad-bleo ».
  30. Kembraeg coch « ruz ».
  31. Uros e oa ano an ejen gouez pe ejen-meur.
  32. Kembraeg ehafn « ezaon ».
  33. Deut da veza mael e brezoneg-krenn ha mell « bras-meurbet » e brezoneg bremañ e lavariou evel « eur mell den, eur mell marc’h, eur mell tra ». Mell, evel e henvelster pikol, a gemer merk al liester : lavarout a raer mellou tud, mellou bugale, mellou loened, evel ma vez lavaret pikolou tud, pikolou bugale, pikolou loened.
  34. Cf. ar sanskriteg vasam raja « roue broiz ».
  35. Iwerzoneg cond « den gouest », « den sui juris », « keodedour », « citoyen » e galleg. Diwar-benn *kondo, cond, gwelout d’Arbois, Noms gaulois.
  36. Ar c’heltieg vassos a zo an hevelep ger hag ar gresianeg wastos ; talvout a rae da genta « den o chom er vro, kevannezour, brôad », ha da c’houde « gwaz, mevel, sklav ». Keñveria evit ar stêr ar gresianeg oiketês « mevel » diwar oikos « ti » hag ar galleg domestique diwar domus « ti ».
  37. Eus vokanos « brudet » ez eo deveret vokania « brud » deut da gogonedd e kembraeg.
  38. Deut da « Budik » pe « Buzik » e brezoneg.
  39. Da vihana, ar c’hembraeg gwefr, diwar vebro, a dalv « goularz ». Eur ster-all a oa marteze gant vebro pa ’z eo gwir e vez kavet evel ano-stêr e Germania hag en enez-Vreiz.
  40. Hervez Vacher de Lapouge e vije bet marmouzed o veva e koadou Iberia hag e koadou enez Korsika e-pad an Hen-amzer. Marmouzed eus eur ouenn afrikat (Inuus sylvanus) a gaver breman c’hoaz war Roc’h Jibraltar.
  41. Deut an tri ano-se en iwerzoneg da Echaire (*Equarios), Loegaire, Conaire ; douget int bet gant roueed-veur Iwerzon.
  42. Pe c’hoaz marteze « douger arouezintiou-brezel ». Lounorios a zo deut da Luner bremañ. E kembraeg hag en hen-vrezoneg llun, lun « patrom, skeudenn ».
  43. Iwerzoneg Tuathach. Eus touto, teuto « mat », laket, dre dro-ziwallusaat, da envel an tu fall (an tu kleiz), an tu na dleer ket envel, Rev. celt. 1912, p. 256.
  44. Gerontios a zo deut da Gerent, ano-den e brezoneg ha da gerat, gerait « kampion » en iwerzoneg.
  45. Deut da Llydaw e kembraeg ; an ano-se a vez graet eus hor Breiz. « An Douar-bras » a ziskouez beza kosa ster ar ger. Kenveria Latium en Italia, hag e keltieg Litavis, ano doueez an douar, litanos « ledan ».
  46. Deut eo an ano-se da Imchad en iwerzoneg.
  47. Deut da Daire, Dare en iwerzoneg.
  48. Deut da veza fian « brezelour » en iwerzoneg, Rev. celt. 1924, p. 352.
  49. An dibenn-ger knos a yae da stumma anoiou traou, stêriou, traezou oberiet, h. a., kerkouls hag anoiou tud : keliknon « tour, peulvan » (keli « uhel » diwar an hevelep gwrizienn-c’her hag al latin celsus), Iouriknos, en Helvetia ano eur froud a zo he mammenn e menez Iouris (ar Jura) ; ar Gerignoz eo hizio, e bro Frivourc’h, Rev. celt. 1924, p. 108. Kenveria Iourassinkos, hizio Joressant, bourc’h etre lenn « Morat » ha lenn Neuchâtel, id. pp. 106-9. Iouris « meneziad-saprenned », iourassos « forestig », id. p. 107.
  50. Deut da Condle, Condla en iwerzoneg.
  51. Deut da trede e brezoneg. Ezomm ebet da lavarout n’en deus an ano hen-geltiek Tanginos netra d’ober gant an ano brezonek Tangi. Touellus an henvelder etrezo.
  52. Diwar kaletos « kalet ».
  53. Diwar vindos « gwenn ».