Emile Bouillon, 1890  (Levrenn II, p. 312-314)



NOUEL AR ROUANE
____


   Daoust petra a zo a newe,
Mar e-man ar bobl war vale ?

   En Bethlehem, hon eus clewet,
Zo eur mabic newe c’hanet,

   Laket er bed, d’he repozin,
Gant he vamm, ar Werc’hes Vari.

   ’Vel ma teu ann noz da dremenn,
’Vel ann heol a-dreuz eur werenn,

   Ec’h ê gânet, hep offansi,
Jesus, en poul-calon Vari ;

   Mari, hep coll he furete,
A zo mamm da wir vab Doue ;

   Pried ê d’ar Speret-Santel.
Gloar da Vari, Gwerc’hes fidel !…

   Eur steredenn gaër ha brillant
Apparissas en Oriant ;

   Eur steredenn a gondue
Da Vethlehem ann tri Roue.

   Ann tri Roue a lavare
Da Herodès, nac ha neuze :

   — « Deus ganimp eta, Herodès,
D’adori mabic ar Werc’hes ! — » …..

   N’oa ket ho gir peurachuet,
C’h ê ’r steredenn disparisset…..

   En Bethlehem p’int arruet,
Na d’ann douar ec’h int stouet ;

   Ec’h int stouet war ho daoulin
Da adori hon Mestr divin ;

   Ha, gant ar joa defoa out-han,
Commansjont ho zri da oelan,


   Ha d’offr d’ez-han peb a brezant,
Tri frezant caër ha consecant,

   Tri frezant caër a gonzecans,
Ann aour, ar myrrh, hag ann ezans.

   Ann tri Roue carget a fe,
En eur oelan dre garante,

   A gimiad deuz ar Roue c’hloar
Ra he antre war ann douar :

   Adieu, adieu, mabic Jesus,
Adieu, mabic carantezus,

   « Adieu, adieu, Zalwer ar bed,
« Nimp a esper c’hoas ho kweled,

   « Hac a esper cânan Nouel
« Ganec’h er joaïo eternel ! »


Marianna ’r Grand Planiel.


____________