Noz


skrivet gant Jakez Riou




NOZ


gant


Jakez RIOU



Noz eo. Sioul an deñvalijenn.
A vare da vare, c’hwitelladenn ur marc’h-du, er pellder.
Va c’heneiled a gousk, dianken.
Ar c’housked a bella ouzh va orilher
Perak ne gouskan ket, ’vel ma ra ar re all ?…
    Petra a vir ouzhin ?…
N’ouzon ket. Va daoulagad a sell dirazo, difiñv,
Hag a glask war ar voger skeudennoù an amzer gwechall.
Gwasket eo va c’halon etre dent un durkez,
    Ken e kinnigan yudal.
Va c’horf a c’houzañv gant poanioù va ene.
Va ene ?… Perak eo doaniet, hi ? N’ouzon dare…
N’ouzon dare ha gant an daeroù, hag an enkrez,
Eo c’hwezhet va feultrin ha gwasket va gouzoug,
    ’Vel gant kordenn ar groug.
Karet ’rajen gouelañ, ha n’on ket ’vit ober,
Karet ’rajen harzhal, ha tevel eo va youl.
Klevet a ran trouz a-dreñv ar voger,
Daoust ma ouzon mat-tre ez eo ar vanell sioul.
C’hoarzhin ’ran, a-wechoù, ’vel un den diskiant.
Pa vez krignet va c’halon gant ar velkoni.
    Droug em eus ouzh ar gisti,
Ha droug em eus ouzh an neb a zo sant ;
Droug ouzh an neb ’zo ’tre an daou,
Rak droug a vagan ’vit kement gaou.
Ar c’hi, pa grog, a zo ennañ kounnar.
Reizh eo, pa lip dit da zremm,
Pa vez gwasket gant ar glac’har,
E klever anezhañ o ’n em glemm.

Gwelout a reomp e zroug, e boan, e nec’h, hervez ma harzh.
    Ki eo, ki a darzh.
Tu enep an neuz eo tu gwir an den.
Ha bevet an neb a skop war hon douar gant heug santel,
Hag a bign pell diouzh ar boultrenn, pell diouzh ar glaour, a daolioù askell.

Klevout a ran ur vouezh, pell, pell, du-hont,
Ur vouezh marv abaoe pell ’zo.
Mouezh ur plac’h eo ?… Petra ’ lavarin dezhi peogwir eo va c’halon
    Goullo.
Yud a glevan, ha difronk, galvadennoù ha goaperezh.
    Glac’har ha truez
Feiz, kan ha dic’hoanag kri,
Pedenn karantezus ha garm ki,
    Dispac’h ha reuz.
En va c’halon eo em eus klevet.

’Vit tremen va amzer kemeret em eus
Al lizheroù ec’h eus din-me skrivet,
A-hed an amzer dibunet,
Ha dilavar on chomet, hep mennoz hag hep keuz.
Dastumet em eus da lizheroù,
Hag o lakaet el lec’h edont.
Er paperoù-se nag a huñvreoù,
    Nag a feiz dispont !

Ha va divrec’h a zo kouezhet a-hed va divesker,
’Vel divrec’h skuizh ar gourener.
Santout a ran va c’halon o c’hwezhañ ’giz ur gor,
    Gant goell ar gourvenn.

Noz eo. Sioul eo kement tra, nemet ’us d’am fenn
O klask lazhañ ar gouloù, e nij ur gelienenn
    Lor.

Versailhez, 8 Gouere 1925.
(Kaset gant Youenn DREZEN)