O Jezus, o Hosti zantel
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 15-16)
N° 6. — An o Salutaris.
War an ton latin.
1. O Jezuz, o Hosti zantel,
a zalc’h digor porjou an Env,
Spontus ouzomp e sav brezel,
Roet nerz hag e vezimp krenv. Amen, amen, amen.
2. Deut oc’h war an oter aman,
Elec’h ar bara hag ar gwin,
Da zigas, evit o magan,
D’hon ineou eur boed divin.
3. D’an tri Ferson euz an Dreindet
Gloar a beurz an oll groadurien :
Gras d’imp heb dale d’o gwelet,
En hon gwir vro da virviken !
Amen, Amen, Amen.
K. G.