O Kalon Zakr
1. O Kalon zakr euz ma Jezus,
Kalon meurbet karantezus,
Plijet resev, me ho suppli,
An dezir am euz d’ho meuli.
2. C’houi zo ar zoursen bresius
Euz ar grasou krenv ha nerzus
A resevan da bep mare
Hag a douch kement ma ine.
3. O Kalon zakr, c’houi zo eun or,
Hag a welan bepret digor,
Da zigemer ar bec’herien,
Pa fel d’he ober pinijen.
4. Bet on ziouas ! o ma Zalver,
Dianoudek en ho kenver :
Zellet ouz ma ine ingrad,
Distrei a ran a galon vad.
5. Torret am euz lezen Doue
Kant ha kant mil gwej em bue :
Muntrer euzus, bugel divad,
Treuzet am euz Kalon ma Zad !
6. Pastor mad, c’houi ec’h euz klasket
An danvad a oe dianket,
Setu-hi o c’houlen pardon,
Digoret dezi ho Kalon.
7. Stouet ol betek an douar,
Hon c’halon rannet gant glac’har,
Kriomp gant eur vouez truezus :
Pardon, pardon, Kalon Jezus !
8. Pardonet d’imp-ni kristenien
An diegi hag ar ieinien
Hon euz bet ouzoc’h, keit amzer,
Er zakramant euz an Oter.
9. Pardonet c’hoaz an torfejou,
An dismegans, ar blasfemou,
Gret eneb d’ac’h gant ar re-fal,
Ken goaz hag er C’halvar gwejal !
10. Me garfe gant ma goad goalc’hi
Ma malis, ma ingrateri :
Da vianan me o gouelo,
Betek an heur euz ma maro.
11. Ouspen-ze en hoc’h ilijou
Gant doujans e rin pedenou :
Ila lies er gomunion
E tigorin d’ac’h ma c’halon.
12. An Oferen c’hoaz a glevin
Kel lies gwej ha ma hellin ;
Eno ’c’h ofrin genac’h d’ho Tad
Ho Kalon bev ha leun a voad.
13. Ho pet zonj ive, ni ho ped,
Euz kalon ho Mam, bet treuzet,
En harz ar Groaz gant seiz kleze
Dre an ners euz he c’harante.
14. Unanomp breman hon mouejou,
Ha laromp dre hon c’hantikou :
Gloar d’ho Kalon, Zalver Jezus,
Gloar d’ho Kalon, Mam druezus !