O va Doue, c’hui a zo mad !
Ne ell den e ignori ;
Pep tra er bed-mâ en e stad,
E lavar da bep hini :
Ha gouscoude an den divez
Ne sonch quet en quemen-se ;
Peguen dign eff en a druez,
Queit a ma chom er stad-se !
An Ee, ar môr, hac an douar ;
Va Doue, oc’h eus crouet ;
Evit an den, an oll en goar,
Eo oc’h eus-u furmet.
An den gouscoude, tra estoun !
Eo a deu d’oc’h offansi ;
Hac én zo monstr quen diræsoun
Ountâ da gomparachi ?
Va daoulagat squillit daëlou,
C’hui, va c’halon, hirvoudit,
O consideri dizurziou
Ar grouadurien divrid,
Pere a such d’o fassion,
Goas eguet anevalet,
O vouga moüez ar ræson
Evel pa vent egaret.
Ne songes quet fur, pec’her paour,
E teues da goll da ene,
N’eus gouscoude arc’hant nac aour
Da repari ar c’holl-se.
Ma songes er stad ma vevez,
Da galon a ve rannet,
Ha da gundui ur vuez nevez
Souden e vez rezolvet.
Ma songes piou a offanses,
Te a ve digonsolabl ;
Ha netra er bed ne gaffes
Eveldoud quer mizerabl ;
Lavaret a raes, me so sur,
En zo bras va c’hrueldet,
Da veza, buguel dinatur,
Ouz Doue en em revoltet !
Sell en dro did, hac e veli
Mad-oberou da Grouer ;
Ne ouffes quet o niveri,
Hac ez pe c’hoant d’e ober.
Penaus eta, va mignon quer,
Ec’h elles-te, hep scrija,
Outragi un Tad quen tener,
A ra evidout pep tra ?
Ar grouadurien hep rêson,
Mar o deffe ar parlant,
A c’houlenne punition,
Enep da gomportamant.
Consider-ta da zallentez,
Antre ennout da-unan,
Ha m’ec’h assur, e guiriones,
E c’houlenfes chench buan.
Heuill ar feiz ac’h eus recevet,
Selaou moüez ar ræsoun ;
Hac hep mare vezo touchet
Ha mantret oll da galoun.
Lavaret a ri an ifern
Ameus mil gueich melitet [sic],
Ha Doue a zeu d’am espern ;
Red eo dìn-eta, e garet.
Ma pe tanvead an douçder
A so e servich Doue,
Te lavare e peb amzer :
E petra e songen-me ?
Ar bed e meus, siouas ! caret,
Ha n’emeus cavet ennâ
Nemet poan gorf ha poan speret ;
En anzao a ràn bremâ.
C’hui ebquen, va Doue, so mad,
Ha capabl d’hor c’hontanti ;
Hep-doc’h ne gaver e peb stad
Nemed nec’h ha melcony.
Dirac an oll er prezegàn ,
Dre m’ameus en approuet ;
Ra vezo ar joa a zantàn,
Gant peb-unan savouret.
|