O zant Josep, ni ho suppli

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Sant Jozeb, ni ’zeu d’ho pedi.

Eskopti Sant-Brieg ha Landreger
Ti René Prud’homme, 1924  (p. 81-82)


N° 71. — O zant Jozep, ni ho stupli.
War don : Bosen Elliant hag Evnig a gan er c’hoat, N° 71.


Diskan.
O zant Josep, ni ho suppli,
En hano Jezus ha Mari,
Douget hon peden da Zoue,
Ha zikouret ho pugale.

1. Eveldoc’h ni garfe miret
Lezen Doue e kreiz ar bed,

trec’hi war hon ol fablegou
Ha mont eün gant hent an Envou.

2. Ho ti zo bet ti hon Zalver,
Ho c’heuill a re war ho micher :
Evel en ho ti ni garfe
E chomfe ’n hon c’halon noz-de.

3. Ha mar deufemp dre ar pec’het
D’hen pellat ouzimp gwej ebet,
Ni garfe raktal hen kavet,
Eveldoc’h p’ho poa hen kollet.

4. Gant ar c’houezadur euz ho tâl
Ec’h euz maget Jezus gwejal :
Dre hon oberou ni garfe
Magan e c’hras en hon ine.

5. Dreist-ol war hon heur divezan,
Pa vo ret kuitat ar bed-man,
Eveldoc’h gwelet a garfemp
Mari ha Jezus etal d’emp.

6. Ha neuze goude bezan bet
Aman war-eun-dro ho pedet,
Er Barados c’hoaz war-eun-dro
Da virviken ni ho meulo.

K. G.