Na Job ar c’hloc’her a oa laouen e galon o vont d’ar gêr da ouel an Anaon klemmus ! Ar re-all a oa kañv ganto. Heñ avat, heñ hag a lakae ar c’hleier da leñva pa sone glaz d’ar re varo en devoa touchet eun dornad mat a vouneiz en deiz-se, ha setu perak e oa seder e-giz eur pennglaouig. Evel just dao e oa bet ober pant (en em vezvi), ha meur a bicherad sistr hag a chopinad « la goutte » a oa aet gantañ da zistana e gorzailhenn. Ha Job a oa mezo dall.
Sonet e oa an Añjeluz gantañ pell a oa, hag edo c’hoaz en ostalidi (tavarn).
Noz du-dall a oa anezi pa savas diouz taol-ar-gwer a lugerne an hini melen er boutailhou warnezi. Hag heñ er maez. Ne gav ket d’in eo ret lavarout e vralle. Ne wele ket eur banne, (eur banne sklerijenn, banneou gwin-ardant ne lavaran ket), ha mont a rae, eus an eil tu d’an hent d’egile, da c’houlenn ouz mogeriou an tiez pelec’h edo e wele. Meur a wech e voe an douar gleb eur gador evitañ. Saotret e oa e vragou, hag e chupenn taraset (kailharet) gant ar pri. E dog a oa chomet war e lerc’h, ne ouie ket pelec’h. Diou wech e oa bet pilet gant an avel diwar e benn ha diou wech en devoa Job tapet eur mell pez lamm o klask dastum anezañ. Kignet en devoa Job e fri, bloñset e dal, disklipet e ziou chot. Heñ avat ne ouie dare, dre c’hras Doue.
N’en devoa poan ebet, nemet en e javed a oa kras-kras, war a lavare. Trempet mat e oa bet koulskoude. Hag heñ da youc’hal a-bouez e benn :
« Eur banne « la goutte » d’ar sklañker ! (krier). Eur banne ! eur banne !! hag eur banne-all !!! hag unan-all c’hoaz ! hag unan-all goude !! hag unan-all adarre !!! Netra gwelloc’h ! hag eur banne-all ouspenn a rafe mil vad d’am c’halon ! »
An holl, nemet siouaz ! eun ostizez pe ziou, a oa dastumet kloz etre o liñseriou tomm, ha Job ne reas kristen van ebet outañ.
…O tremen dirak chapel ar Werc’hez, e loc’has treid ar c’hloc’her war e lerc’h, hag e voe ret d’ezañ chom eur frapad da ziskuiza. Pounner e oa e benn, c’hoant kousket en devoa, hag heñ :
« Deomp d’ar gêr ! deomp d’ar gêr! paotr! Riou a-walc’h am eus er mod-mañ ! Hag e lavarez c'hoaz e tigas tomm ar boeson ! Ne ra ket, siouaz ! Ha neuze me a gav d'in emañ Paol Gornek o klask ober goap ac’hanoun ! Me a wel anezañ : eur forc’h tri bez a zo gantañ ! Stlepel a ra al loñkerien en tan ! Aiaou ! va c’hroc’hen ! Hag heñ c’hoaz, al lorgnez a zo anezañ ! pa verv mel o eskern gant ar flammou, heñ a strink anezo en dour sklas ! Hag eo permetet ober traou e-giz-se d’an dud ? Al loen vil ! ar poezon ! m’hen argas ! Ma taolfe anezo e barrikennadou gwin-ardant c’hoaz ! Neuze ez afe mat ar stal ! Met dour, sistr glesker, ta-ta-ta, ne blij ket d'in ! »
Hag heñ sellout. Ne welas netra gant an teñval ma oa an noz, netra nemet an ankelc’her a tañsal war ar beziou, er vered. Spontet e voe, eun tammig, e c’hellit kredi.
« Bah ! » emezañ, « pa n’emañ ket an diaoul o c’hoari ’r c’hilhou, ne ran foueltre kaer ebet gant den na netra ! Me n’em eus ket lec’h da gaout aon. Daou vell pez dorn am eus, hag an hini en devezo bet eur flac’had (stlafad) diganin ne glasko ket daou ! Mat ar stal bremañ ! Ne welen ket sklaer, kaer am boa difoeltra va daoulagad, ha setu goulou ! Mat ! mat sur ! Gwella pez a zo eo n’emaoun ket pell diouz ar gêr. Dao d’ezi, Job ! eun taol c’hoaz, paotr, ha c’houi a zo en ho kwele, ha tomm da benn ho fri ! Ya, ya, mat eo ! Hag evit an diaoul, avat, n’em eus tamm aon ebet razañ, rak evidoun-me eo bet savet ar son :
Me zo bet en ifern e-pad miz gwengolo
Ne baoueze ket da zrailha komzou ar seurt-se.
« Deomp ac’han ! » a lavaras heñ goude c’hoaz. « Deomp ac’halen ! Flaer an ifern a zo amañ ! Me a glev c’houez ar c’hig suilhet ! Deomp ac’han ! » Hag heñ ha bale, pe gentoc’h klask bale. Met ret e voe d’ezañ chom eno astennet war an douar yen. E porz ar chapel edo, hag heñ goulenn eun tamm gwasked bennak. Ma yeas a-ruz betek al lec’h ma krede d’ezañ ne oa mouch avel ebet, rak c’houeza start a rae ar gorventenn. Ne voe ket sioul tre e gousk, rak a-benn eur pennad e vrallas an nor gantañ. Ruilha a eure en diabarz, ha Job war livenn e gein war he lerc’h, roc’h atao gantañ avat.
Setu hanternoz o son en iliz. An avel a red er chapel dre an noz divarc’het. Ha Job a gousk. Met riou (anoued) en deus betek re ; kement ken a zihun, kropet e izili.
Chom a ra souezet. Goulou a zo war elum e kantoloriou ar chapel. Hag heñ, o kredi emañ en iliz, hag heñ mont da son an oferenn : met ne gav korden ebet. Diluzia a ra neuze e damm spered.
« Er chapel eo emaoun ! Penaos an diaoul ? A ! kornandoned vrein ! c’houi eo a zo o c’hoari troiou d’in, mil c’hagn an anduilh a zo ac’hanoc’h !… O ! Job, peoc’h ! genaoueg a zo ac’hanoun !… Me o lavarout traou ar seurt-se e chapel an Itron Varia ! Pardon ! va Doue benniget, pardon ! ne rin ken !»
Hag e wel e-giz eun hanter deiz er chapel, evel an amzer pa vez eur vrumenn warnezi.
« Al loar eo a zo o para bremañ, » a soñj d’ezañ. « Poent a-walc’h eo d’ezi, al lustrugenn, lakaat he fenn melen er-maez ! Koulskoude, noz du eo anezi, hep loar na steredenn ebet en oabl ! Trelatet oun ! Me a zo kollet va fenn ganin ! »
Dibikouza a ra e zaoulagad da gas e gousked en e dro. Estlammet-mik eo pa wel tud, eun ugent bennak anezo, war bennou o daoulin e-kreiz ar chapel. Met, o veza ma n’eo ket digor frank e zaoulagad, e kred ez int labour e benn badaouet. Ne oar ket petra a zo en dro d’ezo : lavaret e vefe ez int gwisket gant teodou tan. Pa flachont an distera e wel flammijennou tan, hag int a zo en o c’hreiz.
Divadaoui a ra Job neuze. Gant aon da veza gwelet gant ar speredou, e ra eur bedenn d’e baeron, hag heñ didrouz da vont er-maez. War an treuzou emañ. Sellout a ra c’hoaz. E-harz an aoter ez eus eur beleg gwisket e du e-giz evit lavarout oferenn an Anaon.
« Introibo ad altare Dei, » eme ar beleg.
E vouez a zo kentoc’h mouez eur morzol war an anneo eget mouez eun den.
« Introibo ad altare Dei, » a lavar heñ adarre.
Ha den ne respont d'ezañ. Emañ Job o vont da lavarout ar c’homzou a vez distaget gant ar marchigod (kurust), met ne gred ket, an aon o vorza d’ezañ e deod en e c’henou.
Eun deirvet gwech a lavar ar beleg :
« Introibo ad altare Dei. »
Ha grik ebet c’hoaz, nemet c’houec’hvet taol an hanternoz. Ar beleg a dro neuze war-du Job hag a lavar d’ezañ dont d’e gavout. Ar re holl a zo eno a sell ouz ar c’hloc’her, e-giz evit her pedi d’ober ar pez a c’houlenn ar beleg outañ. Senti a ra Job o vralla, n’eo ket gant ar boeson avat, gant ar spont ne lavaran ket.
Kaset eo an oferenn da benn, hep ma voe netra-all er chapel. Didrubuilha a ra spered ar c’hloc’her, teurel a ra pled (evez) ouz ar beleg da c’houzout hag heñ e c’hello e anaout. N'hen anavez ket.
« Requiescant in pace. » eme ar beleg.
« Amen, » eme Job.
Neuze ez eus trouz er chapel, e-giz trouz eskern o steki kenetrezo. Sabaturet, Job a dro e benn da sellout. An hanter-sklerijenn a oa kent er chapel n’eus ken anezi : ar re a oa tud a zo bremañ ugent ankou. Spontus eo o fenn ; ar gern a lugern e-giz koar, toullou o daoulagad a zo goullo, o dent a zo hir-hir… Terzienn an enkrez a zo gant Job, met ar beleg a lavar d’ezañ :
« Mignon, arabat d’eoc’h kaout aon ; n’eo ket ni eo a ray droug d’eoc’h. O ! nann ! eur skor talvoudus meurbet hoc’h eus roet d’eomp o respont va oferenn d’in. Hanter-kant vloaz ’zo oun maro, hag er purgator emaoun abaoe abalamour da ziou oferenn n’am boa ket lavaret evit an anaon emañ o eskern amañ. Bep bloaz e teuen amañ da geñver an noz-mañ. Hogen den ebet ne zeuas morse da respont va oferenn d’in, ha nikun eus ar re a zo amañ ne c’hell ober… Setu me bremañ paet ganin da Zoue an hanter eus va dle, ha dre ho skoazell-c’houi, den mat ar gwella. Ma fell d’eoc’h dont warc’hoarz da noz adarre, e vezo digoret doriou ar Baradoz d’an anaon geiz-mañ ha d’in… »
Mezvier e oa Job, met e galon ne oa ket beuzet enni ar c’hoant da ober vad. Toui a ra d’ar beleg distrei da respont e oferenn d’ezañ adarre. Stoui a ra da dapout e varetenn d’ar beleg. Poazet eo e vizied pa stok outi, e-giz m’en divije stoket ouz eur skod-tan, ha lezel a ra anezi da goueza war an douar.
« Na douchit ket ouzin, » eme ar beleg, « nag ouz netra a gement a zo d’in. It da welc’hi ho torn gant dour eus ar vured, ha pare e viot. Hogen, dalc’hit soñj mat, ma ne rit ket ar pez hoc’h eus lavaret, e krogo ar boan ennoc’h adarre. »
N’eo ket peurechu e gomzou gantañ ma faout an douar, hag ar beleg hag ar re-all a gouez er frailh. Job avat a red kuit, ha founnus. Hanter-varo eo.
Daoust d’ezañ beza skuiz, ne gousk berad. Gwelout a ra dalc’hmat anaon ar chapel. C’houezi a ra yen, e zaoulagad a zo dispourbellet, e vleo a sav sounn war e benn…
Pa darz an deiz e toull e brenestr, e ya d’ar red da gas d’ar Werc’hez kanaouenn an Anjeluz, ha lavarout a ra e bater.
A-benn eun hantereur goude, an aotrou person a zo er sakristiri, ha Job a zispleg e droiad d’ezañ.
Ne fell ket d’ar beleg e gredi.
« Re, kalz re, kalz-kalz re ho poa lonket, Job ! Moged ar chopinadou en devoa loariet ho penn. Evit dour sklaer traken hirio, ha diwar an dour-se, it d’ar chapel fenoz. Warc’hoaz vintin e tigasot kelou d’in. »
Kredi e berson, Job ar c’houlenn ket gwell.
« Ne din ket d’ar chapel, » emezañ… « na diwar zour na diwar netra. Mezo e oan ha, sur mat, netra n’em eus gwelet… Sot oun bet !… »
…Diouz an abardaez, memes tra, ne oar ket petra a c’hoari gantañ. E-giz keuz en deus.
« Roet em eus va ger, » emezañ. « Ha ma vefe gwir ivez ar pez a zo c’hoarvezet ganin ? Na me a vefe tapet ! Ha neuze, dreist-holl, ma vefen-me kaoz e chomfe eneou er purgator pell c’hoaz marteze ?… Bo ! Bo ! n’eus netra gwir ? Me a zo re sur ! Seurt ebet !… »
Ha Job da lonka banneou. Disoñjal ali mat an aotrou person en deus graet, siouaz ! Met, kaer en deus, ne c’hell ket mont badaouet zoken. E galon a sko eun dra bennak enni, ha yac’h e chom e benn.
Lazet eo ar goulou pell ’zo en ti. Unnek eur a son.
« Ma ’z an d’ar chapel, » a lavar Job, « eo poent d’in dibrada ac’halen. Roet em eus va ger, gwir eo, met kousket mik e oan. Ma ! ne din ket ! Bravoc’h emaoun em gwele amañ eget beza va fri e-kreiz etre ar peder avel. Kouskomp. Toutouig la la ! Eur banne, koulskoude, a ray vad d’in c’hoaz. Just, bez’ em eus aze eur restad « fine champagne bretonne ». Hennez a zo hini mat avat ! »
Hag heñ e zorn d’ar werenn. Buan e tiskrog diouti : e-giz eun houarn ruz e tev.
« Mat eo, » a lavar, « me a oar petra eo ! Pa vez lavaret ober eun dra bennak e vez ret hen ober. »
Sevel a ra hag ez a war-du ar chapel. Seul vui ma tosta outi seul vuioc’h e kren : soñjal a ra en nozvez diarok. Ugent gwech e tarb d’ezañ mont war e giz, met gant e viz, an tan ennañ, e rank kerzout.
E-tal toull an nor emañ. Hanternoz a son. Digeri ar ra an nor. (Savet en devoa anezi war he marc’hou.) E diabarz ar chapel n’eus nemet eur bann-loar. Kas a ra e anken da vale bro.
« Gouzout a-walc’h a raen n’em bije gwelet netra ebet, » emezañ, sart e galon. « Ha koulskoude, ar poan am eus bet em biz ? Mat, mont a ran kuit »
« Aiaou ! poan am eus adarre ! Dao eo d’in chom neuze. »
Hag ar boan kuit en-dro. Setu neuze eur sklerijenn vras hag e wel ar re a oa bet eno en derc’hent, ar goulou war elum hag ar beleg. Job a dosta ouz an aoter da respont. N’emañ ket hep anken o soñjal na vezo ket hir bras an oferenn. Ha petra a vezo goude ?…
« Requiescant in pace, » a lavar ar beleg.
« Amen, » eme Job.
War c’hed emañ hemañ eus trouz e-giz en noz a raok ha ne glev netra. Trei a ra e benn. Ar Chapel a zo sklaer evel e-kreiz an deiz bras. E lec’h relegennou, e wel tud gwisket e gwenn, heñveloc’h ouz aelez eget ouz tud.
« Mignon, » eme ar beleg, « setu dirazoc’h an anaon tennet eus tan ar purgator dre c’halloud an oferenn war galon Doue. C’houi eo hoc’h eus graet d’eomp dont ac’hano : ra viot benniget !… Bremañ ez eomp war eeun d’an neñv da welout an Doue mat, met just ivez. Ni her pedo evit ma teuoc’h di dizale. Dont a reot gant ma fello d’eoc’h suja ho kleñved : ar vezventi. Kenavo ! »
Peurlavaret e gomzou, setu gantañ eur sae wenn, gwennoc’h eget an erc’h. Sklerijenn a sav eus e zaouarn sakr e-giz horzennou-tan ; war e benn ez eus eur c’helc’h lugernus ; stag ouz e c’houriz, glas evel hon turban, eul lilienn c’hlan ha kaer, war e skoaz eur vantell ker skedus ma seblant graet gant eun tamm eus an heol. Hag holl e kanont kerkent kanaouenn al levenez da veza bet tennet eus o harlu. Hag e pignont da Di Jezuz war eur goabrenn splann.
Job, alvaonet, a zo kouezet, e dal war an douar. Pa sav ne wel netra ken. Ha goulenn a ra ouz Doue mont d’e gavout ivez.
Adalek an deiz-se ne evas ken nemet dour sklaer ; ha tri miz goude, an aotrou person a gase korf e gloc’her d’ar vered. E ene a on aet d’ar Baradoz.
Kroaz ar Vretoned :
du, kerzu 1903 ha genver 1904 ;
Ar Vro : du ha kerzu 1910.