Ofromp d’an Env
◄ Deut me ho ped, Speret | Ofromp d’an Env | M’hoc’h ador gant doujans ► |
1. Ofromp d’an Env ar zakrifis
Na n-euz netra a gen kaer priz
Evel Jezuz stag ouz e Groaz,
War an Oter o tisken c’hoaz.
2. En oferen, e gwirione,
Korf ha goad Jezuz Mab Doue,
Elec’h ar bara hag ar gwin
Aman diragon a welin.
3. Gant ar belek me a fel d’in
Kinig ive an Oan divin
Vit adori vel m’eo dleet
An tri Ferson euz an Dreindet.
4. Vit trugarekat hon Otrou
Euz kement a vadelezou,
Warnon ha war an ol skuillet,
Aboe ma n-euz krouet ar bed.
5. Vit goulen pardon digantan
Euz ar pes a zisplij dezan
Enon hag en ol bec’herien,
Euz hon c’hrimou, euz hon ieinien.
6. Vit ma c’hado bemde enomp
Grasou da grenvat ac’hanomp
Eneb ar c’hig, an drouk-speret,
Hag eneb ar bed miliget.
7. Ofr a ran c’hoaz ar Zakrifis
Vit hon Mam zantel an Ilis :
Ma trec’ho dre-ol er brezel
Gret a bep tu d’an Aviel.
8. Breman-zouden, o ma Zalver,
E tiskenfet war an oter ;
Karget a fe grenv ma ine,
Ha ma c’halon a garante.
9. Ha c’houi bet zonj, Gwerc’hes Vari,
Ec’h euz hen ganet vidomp-ni ;
Tolet warnezan ha warnon
Eur zel a vam, zel ar galon.