Péden al Labourérien

Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg  (p. 188-190)



Péden al Labourérien

War don : Santez Mari.


I

O sand Alan, sant brô Skaer, stéréden Breiz-Izel,
Lévénez ann élez kaer didan hô diou-askel,
Diouc’h hô kador alaouret ha saved dreist al loar,
Reid eur zell garantézuz d’é-omb oar ann douar.
 

II

Allas! ni a zô tûd paour, tûd paour dioar ar mez !
Gouskoudé d’hô tî santel é-teûomb aliez ;
Ia ! dre ar fallâ henchou, han-goan, é teûomp holl,
Skornet béb sûl gand ann erc’h, dévet gand ann héol.
 

III

Eunn difenner a glaskomp : krîz eo hor buhez ;
Oar-n-omb al labour atô, atô ar baourentez ;
Bemdez kalon ann douar a doullomp gand ann houarn,
Ré all a zebr ar guiniz hadet gand hon douarn.


IV

Hoghen, sellomb uhelloc’h ! Eur béd all a vézo,
Péb-unan diouc’hé ober neûzé en dévézô :
Fall labourer ann hini a gav hé véc’h ré vrâz,
Ha fall gristen ann hini ne oar doughen hé groaz.

V

Evel bugaligou kéz tostêd enn drô d’hô zâd,
Sétu ni holl daoulined enn drô d’é-hoc’h, sant mâd :
Kalz ac’hanomb er vrô-man, kalz ho deûz hoc’h hanô,
Er béd-man hag er béd all bézit gan omb atô.

VI

O sand Alan, sant brô Skaer, stéréden Breiz-Izel,
Lévénez ann élez kaer didan hô diou-askel,
Diouc’h hô kador alaouret ha saved dreist al loar,
Reid eur zell garantézuz d’é-omb oar ann douar,
 
Da gonforti ar Vrétoned
Ar béden-man em eûz saved,
 
Skaer, é miz Eost 1843.

————