◄ Er verniken | Péden er moraer | Er voraerion ► |
De vestr ho de varteloded en Aquilon, é koun a viz est 1913, treménet d’emb a gevret é redek er mor.
Mestr, troeit hor bès er mor a houlern de hevred,
Pennet é biz hag é merùent,
Ha kaer redek hon higenneu n’ou dès skouret
Pesk erbet hed ha hed d’en hent.
Él livéieu darempredet get hon tadeu
Treménet omb ’n ur linenna ;
Nitra n’hor bès tapet léh m’ou doé bagadeu :
Mestr, hor haloneu e sanna.
Oeit omb bet er mor gouéù ha ne oérér dehon
En hor bro-ni hanù mat erbet ;
Ardro d’emb e neijé fru tonneu lùerhon ;
Pelloh ar er méz éh omb bet ;
E kornog pesk erbet nag é retér muioh
Hañni n’hor bès laket é dalh ;
A sol hon truhegeh, Mestr, e youhamb arnoh :
Ne gav ket d’Oh é ma treoalh ?
Skuih é hon deulegad é spial tro ha tro
Er mor ha ne ra d’emb krouéans ;
Siouah ! mar kendalha, er blé-man én hor bro
Er peur vo tenaù é véùans.
Er poénieu hor bès ni nen dé ket kalz a dra,
Hag ès eoalh ou doénehemb ;
Meit n’omp ket ’n hon unan, Mestr : più e rei bara
D’er ré e zo é sell genemb ?
O Hui hag e senté er mor doh Mou pouéh, kent,
Pe gerheh ar henteu mab-dén,
Hou péet truhé doh er moraer hag é gerent
E vo, hep Oh, beuhet ér boén !
Hui hag e saillezé er pesked ér rouédeu
Ar Hou konz, guéharal, o Mestr,
Dalhet koun én eur-man doh fé hon gourdadeu,
Béniget linenneu hon lestr...
Ni e béha, guir é. Ni zo goann ha distér,
Liès ’ramb d’Oh displijadur,
Meit Hui zo Doué er garanté hag en doustèr,
Meit mab-dén e zo Hou krouédur.
Er groéz e gaseh kent ar er Halvar, dré zoén,
Oé pounnér ; hon hani eùé :
Michér er martelod zo ur vichér a boén,
Bamdé ’ta d’emb unan neùé.
Bamdé é redek-mor ar ul lestrig distér,
E stléjal linenneu pé roued,
Zoh er Gornog é tamb endro ar er retér,
El un én-mor é klask é voued.
Liès éh amb d’en aod get hor bageu gouli,
Breùet d’er skuihdér ha d’er véh :
Er mor e zo hor mestr, ni zo é veùelli,
El ma kar e hra d’emb-dalbéh.
Liès é vé lakeit hor gouélieu a dammeu,
Get nerh diaolek en avél-ru :
O ! anù hor michér-ni zo splann ar hon dremmeu,
Ar hon dremmeu débret d’er fru ! . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Hou péet truhé enta, Mestr, doh er martelod,
Doh é vuhé a druhegeh,
Hag én hor bro duhont é vo kañnet Hou klod
A diegeh de diegeh !
(Er mor, est 1913, én ur zont d’en aod
get naù fesk, goudé trihueh dé mor).