Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Pa voe ganet Jezus hon Zalver.

A. Prud’homme, 1934  (p. 149-150)



N° CXII. — Pa voe ganet Jezuz.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=88
      \key f \major
      \override Rest #'style = #'classical
      a'4 a8. g16 a4 a8( c) | c4. bes8 a4 f8 r \break
      a4 a8. g16 a4 a8( c) | c4. bes8 a4. r8 \break
      a4 a8. g16 a4 a8( c) | c4. bes8 a4 f8 r
      a4 a8. g16 a4 a8( c) | c4. bes8 a4. r8 \break
      c2(^\markup {\italic Diskan} d8 c bes a) | bes2( \stemDown c8 bes a g) | \stemNeutral a2( bes8 a g f
      g4.) g8 c,4. r8 | f4 g a bes | a2 g4. r8 \break
      c2( d8 c bes a) | bes2( \stemDown c8 bes a g) | \stemNeutral a2( bes8 a g f
      g4.) g8 c,4. r8 | f4 g a bes | a2( g) | f2. r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Pa voe ga -- net Je -- zuz hon Sal -- ver,
      Ma -- ri e Vamm e vail -- hu -- ras,
      e Be -- tle -- em, en eur c’hraou dis -- ter,
      war eun tamm plouz e as -- ten -- nas
      Glo - -
      ri -- a in ex -- cel -- sis De -- o,
      Glo - -
      ri -- a in ex -- cel -- sis De -- o.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }


  1. Pa voe ganet Jezuz hon Salver,
    Mari e Vamm e vailhuras,
    E Betleem, en eur c’hraou dister,
    War eun tamm plouz e astennas.

Diskan.
    Gloria in excelsis Deo,
    Gloria in excelsis Deo.

  1. War ar maeziou edo pastored,
    War ar bale e-kreiz an noz,
    Evit diwall gwelloc’h o denved ;
    Dousik ha brao e oant war-gaoz.

  2. A-berz Doue eun ael a ziskenn,
    Hag a lavar d’ar bastored :
    « Bezit dinec’h, stankit hoc’h anken,
    Ma c’helou-me zo kaer meurbet.

  3. Ar Mesiaz d’an dud prometet
    Abaoe oar den pet mil vloaz,
    E kêr David zo nevez-ganet,
    Eno man war ar plouz, e noaz.

  4. D’e di, eur c’hraouig bihan dister,
    It, me ho ped da zaoulina ;
    It, dre garantez ouz ho Salver,
    D’e adori diouz ho kwella.

  5. Kerkent, en oabl aelez a-vandenn,
    A voe klevet o c’hantigou :
    Nijal ’raent ’kreiz eur sklaerijenn
    A bare a-us d’ar maeziou.

  6. Kanomp hirie evel an aelez,
    Meuleudi d’ar Mabig Jezuz,
    Da c’hortoz kana c’hoaz a-nevez,
    Ganto en o bro eürus.