Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


AN DEN DIGALON
___________


Petra sonjaz krouer an douar,
’N eur lakaat ac’hanon er bed ?
Pegwir am bo anken ha glac’har,
Eürusted, plijadur a-bed !
Rag va daoulagad a chomm distan,
Na biken va gwad na vervo.
Ouz netra va c’halon ne ra van :
Me a zo eun den beo maro.

Bugel, na rêen morse musc’hoarz,
Sell dudiuz ouz mamm na tad.
Me oa egiz eul lapousig garz,
En ho touez, va c’hoarezed vad.
En eur greski, mignon na mestrez
Na vleuniaz d’in va iaouankiz.
Me a zo savet war ar menez
Evel an dreok kreiz ar gwiniz !

Breman, va zud, deut oun da faëza,
Kalz a bep tra am euz gwelet.
Deut eo va zro dond maez ar bed-ma
Hep am euz c’hoarzet na gouelet.
Eun divroad oun bet er vuhez ;
Pa vin maro, lakit varnon,
Eur roc’h kaled e lec’h eur men-bez,
Ma voustro stard war va c’halon.