Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/32

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —


MOGED
___________


Sellet ’ran en dro d’in, sellet ’ran a bep tu,
Ha tan a veofe c’hoaz, dindan berniou ludu ?
         Kalon va c’henvroïz a chomfe distagel ?
Daoust ha Breiz a vag c’hoaz, tud a nerz, a spered,
         Ne deint ket, en avel,
         Skampet holl e moged ?

Gwechall, pa oan-me iac’h, friand ha dibreder,
E moa kalz kenvreudeur, eveldon holl seder.
Dre hent ar blijadur e kerzchomp dorn ouz dorn,
Hag an eil d’egile e touchomp fealded,
         Dêvet an tan er forn,
         Ha savet e moged !

Gwechall, ’vel an dour red o vond dindan ar roc’h,
Va c’halon giz eun nenv karget a soniou kloc’h,
A dride birvidik en glander ar mintin,
Ha drant, eur plac’hig koant gomze d’in kaër meurbed :
         Musc’hoarz ha mouez lirzin
         Maint semplet e moged.

Gwechall ’moa tud ive, ’moa kerent, e ’moa ti.
Va zud kez dianket, va zi kouezet en pri,
A rann d’in va c’halon, hag a sklas va envor,
Pa hirvoud em spered va sonj paour ankeniet,
         Va iaouankiz, horor,
         Sklabezet e moged…