Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/47

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —


JABADAO
___________


Laouenan,
Laouen a gan,
Ro d’in da ganaouen,
Ma tec’ho buan,
      Va foan,
Didrouz gant an ezen.

Me gar an heol, an nenvou,
Hag ar soniou lirzin,
Lagad ar merc’hedigou,
Hag ho dornig mibin.

Evelse e kanomp-ni,
Anken hag evurusted,
Tre daërou ha kaniri
Ar vuhez zo mesket.


_______________