Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/48

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 44 —


KENTEL D’AR BARZ YAOUANK
___________



Na ganès morse war da delen
Enor d’ar gwad, d’an emgannou ;
Na verkes morse war da dolen
Lorc’h an Arme, ar Brezellou ;
Kan kentoc’h an amzer da zoned
Eur vuhez kaër meurbed skedus
Vid ma laro ar bobl estonet :
Ar Peoc’h zo eun dra burzudus.

Merk bepred en nerz da ganaouen
An uhelder sakr euz ar Gwir ;
Kan kalonek, hag a vouez lawen
Eur sonik flour gant anal hir.
Ia, kan ar gened, ar bravente,
Kan an Douar hag ar Furnez,
Ar merc’hed koant, ar bleuniou neve
An Nenv, an Heol, ar Garantez.

Em lak a-bez da zervich ar Vad,
An honestiz hag ar re baour ;
Na stages morse da zaoulagad
War iêo ar madou nag an aour.
En peb lec’h, diskuill al loustoni,
Sao da gounnar ouz ar re fall,
Ha frê dre-holl an holl sotoni
Bez atao den eon ha leal.