Ra vezi enebour d’ar Gevier,
Gra sell Iorc’hek ouz ar Glorus ;
Mez na sones morse da gleier ;
Ro skoazel d’ar re falleürus.
Barz, te a rei skwer d’an holl skweriou
Brezel d’ar bec’h, bec’h d’ar brezel,
D’ar Peoc’h, d’ar Vad kan meuleudiou,
Da galon grenv, da benn uhel.
Da lagad war an traou da zoned,
Sell euz an Araokaat skedus ;
Evid ma heuillo ar Vretoned,
Roudou da gammejou kredus.
Ma tihano ar broiou terra
An eil d’eben d’ober brezel,
Vid na zeuio ken gwad da vera,
Barz, trec’h d’ar ganiri varvel.
Malloz d’an Droug ha d’an droug-komzou !
Malloz d’an neb a c’houez an tan,
D’ar pinvidik a c’hronn e vadou,
Da biou bennag a zo distan !
Méz d’an dud ien ha d’ar re glouar,
A gemenn ar fall, an drubuill,
Heb em sevel outê gant kounnar,
Heb kaout ar galon d’o diskuill !
Peoc’h war ar bed d’al Labourerien,
Peoc’h d’ê bepred war an douar ;
Ma vo an dud gwir amezeien,
Ma tec’ho ac’hann ar glac’har ;
Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/49
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —