Pajenn:Abgrall - Luc hed ha Moged.djvu/62

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


SKEUDENNOU
___________


D’am mignon, an doktor Charles Cotonnec,
drouiz « Paréour » euz Kemperlé.


Paréour, eun devez, pa deufoc’h en va bro,
Lec’h na n’euz nemet mene ha yuniou tro war dro,
Pa zirollfe an avel da stourm, kri, fall ha iud
Pa renfe bars ar c’houmoul, sonjou c’hwëro ha pud,
Daouste, c’houi c’helfe ive lakaat d’ar barr dirud,
Eun harz tener met krenv, vel reun al loaned mud,
Gouest da viret da heuzi, kreiz sebeliou an dud ?

Hag ar bloaveziou sklejet a hed an amzeriou,
Deuz kantvet da gantvet evel reuzeudiou,
Aman bars an draonien ken drouklivet ha kleuz
A zastum ar baourentez, an enkrez hag ar c’heuz.
Giz eur pec’hed marvel, kuzet dôn en hor c’hreiz,
Al lorc’h tenvel morgousket a skoach ebars he neiz
Ha mezuz hor c’houztians hirio a vo direiz
A voustro war an techou, rollet war naou ar bleiz !

Paréour, rag da stoui war ar vizer oc’h boaz,
Aman, holl reuz ar bed a zo dispak, en noaz.
Gouliou ar paour kez den, pebret gant fallentez,
A zo sallet ive gant poan, glac’har ha mez.
Ma ! gwelit, pell, an douar, trist vel dremm eur barner
En nenvou hep trugarez, oablet treut gant krizder,
Hirvoudou poblou brein a zisalan gant flêr,
Lec’h a rigogn ar maro ha teuziou diniver.