Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann-Badezour
He doa touet d’ezan gant he mouezik ken flour,
Karantez peurbadus !
Hag a boan war al lê, a varve ar geriou
Pa zavas he c’halon eneb he muzellou,
Ar gaou heuzus !
Touet he doa d’ezan, penoz biken eun all,
Na lakche e ene da zoned da dridal,
Keit a vije er bed !
Ha dustu war al lec’h — faë war ar wirionez,
Dindan he malven hir, a guz, an draïtourez,
Eur falzente dibred !
Touet he doa d’ezan, tre da vetek mervel,
He c’horfik mistr ha meür, prof d’ar giz broadel,
Dre ar briedelez !
Ha neuze, tremenet flamm an tantadik ven,
Torret ar vaz-valan ha dilezet an den.
Foei d’an drubarderez !
Dirag ar Werc’hez sakr ha sant Yann Badezour,
War he daoulin pleget, gant he mouezik ken flour,
D’he c’halonig mignon,
Amzavas dre eul lê, ar feiz en he c’homzou,
Ar c’houeka karantez a c’hellfe an nenvou,
Binniga hep sermon !