Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/106

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 106 —

laouen, pa vije fall an amzer anei, o welet penn barvek Saïg Jelvest o leviat e c’hober.

— Arabad eo koll an nord (hennez a oa e c’hir) ! a lavare d’ar c’habiten, en eur eva ar werennad gwin-ardant a vije kinniget d’ean.

Ha Bilzig ?… Bilzig a oa mous e bourz ar Gwennili gant eun hevelep kabiten, lorc’h ennan ; hag abaoe nan ê ken da c’hoari gant ar vugale all. Tra pe dra an nije atao da ober er bagou : teuler dour eus luseo [1] ar vag vras gant ar skop ; lakaat ar goueliou, ar skoujou, an drisou da sec’ha ; larda ar wern, ar stê [2], ar poleou, astenn ar fard war ar bili evit o digwea ; divailha an drag pe ar zein evit o dresa ; koltari, liva ar vag vihan pe an hini vras.

Ha Bilzig atao da heul e batron evel eur c’hi bihan, ha Saïg ive a garie gwelet ar pôtr en e gichen, en-dro d’ean, o tont hag o vont, dever ennan.

— Bilzig, gra an dra-man-dra… Bed e vo ober an dra-ze, pôtr… Ezomm a vo balan-bugel [3], raden… Erru an ampoent d’en em bourvei a wial, a veüt [4] : panerou, boutegou, manikinou, kevell, pôtr, a rankfomp ober e-pad ar goanv…

D’ar zul, goude an ofern-bred, leinet gant ar pôtr, pe war ar pemde, pa n’ ec’h ê ket ar vag d’an ôd, Bilzig a gerze dre al lanneier, hag e teue gantan e vec’h a raden hag a valan-bugel : raden evit klenka, paka ar pesked hag o delc’her fresk, balan-bugel evit ober skubelinier evit skuba ha gwalc’hi an diou vag.

E-pad an hanv, pa vije brao an amzer, an drag er-mêz, Saïg a ziske d’ar pôtr e vicher : ober skoulmou, spisa eur penn oser,

  1. Luseo eur vag, c’est le trou dans le bateau un peu vers 1’arrière où l’eau vient se réunir, et d’où, avec « eur skop » il est facile de la vider.
  2. Stê, l’étai. Cordage qui maintient le mât sur l’avant du bateau.
  3. Balan-bugel, arbuste à la tige cannelée, souple et forte, aux feuilles rudes, armées d’une épine très dure, qui sert à balayer les bateaux.
  4. Beütenn (pl. beüt), chèvre-feuille. Beüta, cueillir du chèvre-feuille.