Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/107

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 107 —

eur greling, eur raling [1], ober eur strop, gwriat eur gouel freget pe he zakoni. Saïg an nevoa roet d’ean eun noade gwriat, neud gouel hag eur bomelenn.

Gwevn e izili, Bilzig a grape gant ar Wern beteg he beg ; mont a rê a-c’haoliata war ar c’horn evit staga an anverguriou, sellet eus kreier ar poleou, eus dalc’h ar stê hag hini an obanchou.

Saïg, eur briz reud a avel anei, ar varrenn stur en e zorn dehou, en e zorn klei ar skoud vras troet war an taked, a ziskouee d’ar pôtr penôs dizaveli ar gouel bras, lofi dindan ar rizennadou. Rust an amzer, groz ar mor, pa ranke ar Gwennili loveal en antre ar porz, evit approu ar pôtr, e batron a fie ennan ar varrenn stur.

— Ac’hanta ! Bilzig, d’it da leviat ! Digor da zaoulagad ha frank, pôtr. Krena a ra da zorn.

Ha Bilzig ennan e-unan a lavare :

— Arabad eo koll an nord !

A-rôk an hanter vare, an tarziou-mor a frege war ar Vran a beb a du d’ar Gwennili, enk meurbed ar ganol evit antren er porz, eus a gichen ar Garreg-Kouet betek beg ar Roc’h-Danvad. Hag ar pôtr a zalc’he an nord, herr en e vag ; e lagad lemm, aketus a heuilhe red an tôliou-mor. Paravire ! Hag en ampoent ma ’c’h ê an tôl da zifarlea [2] : adieu vat ! Ar Gwennnili, skanv evel al lapous e baeron, pleget e listenn a-rez an dour, a save en avel war gein ar wagenn, ha, dindan dorn ar pôtr, sentus ar vag a vire a vourz evel eur gornigell. Chanje eo…

Sevel abret eus ar beure, herve ar mare, chom e-nad an de, a-wechou e-pad an noz dindan an amzer : setu doare ar pôtr. Fall an amzer anei, Saïg dre drue :

— Kê da ziskloia en tilher, ha buan, marmouz !

A-nebeudou evelkent Bilzig a bichotas tammouigou dilhad da vont d’an ôd. Saïg a roas d’ean eur borpant lïen gouel eoliet, eur martolod eur bragou ; Izabel a brenas d’ean eur boutou-koad go-

  1. Raling, ralingue : cordage qui sert à border une voile et à laquelle il est cousu.
  2. Difarlea, déferler.