Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/108

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —

loet hag a reas d’ean daou re lêrou stamm ha pitouilh ; unan all a roas d’ean eur c’hoz suroa : dreset eo bet, adeoliet, ha setu Bilzig sternet evel eur gwir martolod.

Poent e oa : ar goanv a oa deut, rust ha kalet. Miz du, miz kerdu : glao, avel, tourmant ru [1]. Ar Gwennili koulskoude a ranke mont war an a-rôk, dre war c’houre pe dre zindan. Saïg an nevoa pemp bugel, e vartoloded kemend-all pe vuioc’h, ha Bilzig war e lerc’h a leze e ti Izabel tri a vugale, hag a oa hir o dent ha doun o c’hof.

  1. Tourmant ru, tempête rouge.