Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/109

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 109 —


II


Nozvez ar morgazed [1]


Arabad eo eta bea aonik pa ver war ar vicher-ze, na kennebeut kizidik. Red eo d’ar paour kêz mont, mont atao dindan n’eus forz petore amzer, evit gonit e vara hag hini e diegez.

Koll e vuhe gant ar Gwennili eo bet darbet d’ean : eur wech dreist-holl. Konta a rin-me d’ec’h an dro-ze ?

Eun nozvez a zivez miz du, ar Gwennili a oa o tragi etre Beg-ar-Fri hag ar C’hadorou-Bihan. Bouk an amzer ha tenval, eur briz reut a avel, daou riz er gouel bras. An drag er-mêz, an daou vartolod a oa en tilher oc’h ober eur voredadenn, Bilzig a oa war ar varrenn, Saïg gourveet en disklo en abourz, e-kichen ar pôtr.

— Pa vi erru, eme Saïg, da ziskregi ar garreg a ra Beg-ar-Pri eus ar steredenn a welez aze en e noroa, e tihuni ac’hanon ; ive ma c’hoarve eun dra bennak all.

Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rê aketus ar steredenn a zigore, gwechik a vije, he lagad a-zindan ar malkennou gwentet gant an avel. Goustad, goustadik, ar vag a dostae ouz ar merkou. Pounner an drag.

— Daoust hag hi a vefe krog en eur garreg bennag ? Seblantout a ra d’ean evelkent penôs ar vag ac’h a, ac’h a nebeud ha nebeudou. Ha koulskoude er merkou eman. Setu karreg Beg-ar-Fri, setu ar steredenn : emaint an eil dre eben.

Hag en noz tenval ar Gwennili ac’h a, ac’h a, pounner : kouea a ra en plegiou ar gwagennou, sevel a ra war o c’hein, pleget dindan an avel, glebiet gant an strinkadennou [2].

  1. Morgazenn (pl. morgazed), pieuvre.
  2. Strinkadennou, embruns.