Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/11

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


BUGALEACH BILZIG
————


I


Bugaleach Bilzig. E c’hinivelez


Evel-se ’ta, en ti Bilzig oc’h. E-barz ar gwele-man e c’hanas, war an oaled-man eun amiegez hen mailhuras, hag eun amezegez a roas d’ean da zena,

E dad ? N’eus ket bet anaveet anean : beuet e oa bet, a-rôk ginivelez ar pôtr. Ar goaperien, an teodou fall a lavare « en stank ar vilin-avel » ; en gwirione, o tont d’ar gêr eus a Vro-Zaoz, evit dimeï da Janedig.

E vamm ? Ar paour kêz plac’h, mervel a eure, en eur wilioudi. En de-se, trubuilh ha glac’har en tiig : eur plac’h, ar vamm, war ar varv-skaon ; eur bugelig en e gavell, emzivad an de kenta eus e vuhe.

Hini pe hini eus an amezeien a deue, eur wech an amzer, da deuler dour binniget war ar vamm, da lavaret eur bedennig eviti. Pebez kalonad !

Eur plac’h a drebase dre an ti : an amiegez. Unan all kosoc’h, azeet en penn ar c’havell, sioul, sioul a ouele, eur chapeled en he dorn, soublet he fenn ganti.