Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/112

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 112 —

tad beg eur vrec’h, evel eun aer, a dro en-dro d’ho troad. N’oc’h ket, n’an neus den kap… Den ne c’houzanvas hep finval eun hevelep stokadenn… Sellet outi, pegen lemm eo he lagad gwer-c’hlas, hanter-digor war he mammenn, sklêr evel skorn, kri evel hini eur c’haz klanv arajet, evel hini eun aer-wiber, o c’hortoz piou da daga. Meret hoc’h eus-hu bet, eur wech bennak, gant ho taouarn, o c’horfou diaskorn, gwak ha gwevn ken nerzus ? Ha kroget o deus ennoc’h gant o beg du, kalet evel dir, lemm evel eun aotenn ? Labeet oc’h-hu bet gant o livaj ken du hag huzil ar chiminal ?

Ma ! neuze ec’h anaveet eur vorgazenn, neuze oc’h evit kompren e petore digoue euzus e oa martoloded ar Gwennili. Grevusoc’h hini ebet.

— Eun dro varv ha daou hanter kla [1] war an taked pe war ar bit [2] gant ar greling, ha bec’h war ar vag ! a gemennas Saïg… Hiset ar gouel bras hag ar gouel stê.

— D’ar fonz ec’h afomp gante !…

— N’ec’h afomp ket !… Hiset buan ha buan ar goueliou. Ar vag a-benn en ôd !… Diou heur dro a zo c’hoaz ; n’eus ket a houl. Dindan torrod Santez-Rosa, en abri ar C’hadorou, e vefomp brao meurbed evit en em disklabea eus an hudurnez-man.

Hag ar morgazed a grape, a bigno er vag, war an tilher, war ar goueliou ; sevel a reont gant ar wern, pega a reont eus an dud, labea a reont an dilhad. Ha penôs en em difenn ?… Ma vije bet ar vag pell diouz ar porz pe diouz an ôd, hep douetans ar vartoloded a vije bet debret gante.

Eun nebeudig goude ar Gwennili a oa war an trêz. Ha bec’h d’ei ! Gant poan hag araj ar vag hag ar roued a zo bet disklabeet eus ar morgazed. Evit ar vartoloded, daoust d’o anken ha d’o skuizder, na pebez laouenedigez.

  1. Eun dro varv ha daou hanter kla, un tour mort et deux demies clefs : ça fait un noeud. On dit proverbialement, et c’est d’ailleurs vrai : un tour mort et deux demies clefs, ça n’a jamais manqué.
  2. Bit, morceau de bois autour duquel on enroule la chaîne qui retient un bateau.