Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/113

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 113 —

— Ac’hanta ! pôtred, eme Saïg, n’am eump ket kollet evelkent hon nozvez, goneet ganemp hon drag, hon fard, hag an traou-ze a dalv eun dra bennak. Arabad eo koll an nord, pa lavaran d’ec’h !

Tenna a eure e suroa diwar e benn : e-barz e leuskas da gouea e chik.

— Unan neve, pôtr, eme Saïg da Vilzig : goneet eo !

Ha gant e gontell e troc’has eun tamm karot, oh ! ya, hep gaou, ken hir hag ho piz-meud. Sika a eure anean en e c’hinou.

— Ha peb a vannac’h gwin-ardant, gwazed, a vo en eur diskenn en ôd… Tomm eo bet d’hon c’holierou… Met lano ’zo, lano krenv. Bremaïk ar vag a vo war flot… Dirap an eor, pôtr… Hiset ar gouel bras, ar gouel stê… lïen war ar Gwennili, ha d’ar porz !

Pell amzer a oa, abaoe ma oa ar bagou all er porz. Pelec’h e oa daleet ar Gwennili ? Pelec’h ?… Petra ’zo erruet gantan ?

Ha dindan ar weenn dilh ar prezegennou ac’h ê en-dro : pelec’h eo chomet ar Gwennili ?

Met ne oa ket peurechu gante o displegiou ma weljont ar Gwennili o tifluka eus ar Garreg-Kouet.

— Setu ar Gwennili !

Hag, eun nebeud goude, ar vag a oa eoriet e-touez ar re all. Hag ar vartoloded en ôd. Evurus, sioul, ec’h event o bannac’h gwin-ardant en osteleri ; evurus e c’houzanvent ar joaüsted a zave a-nebeudou war o spered hag a zispege diwar o c’halon ar moustrer [1] a oa bet darbet d’ean o mouga.

Dre ma sklerae o mennoziou, o zeodou ive en em zivorze, ha pep-hini a gonte d’ar vartoloded all, deut d’an osteleri evit goût an doare, ar pez a oa bet c’hoarveet gante. Ha kôz ar morgazed ac’h ê en-dro : ar morgazed ac’han, ar morgazed alese !

— Ya, ya, eme Saïg en eur baea ar skodenn, an holl draou-ze a zo gwir, met… met… arabad e ye koll an nord !

Ha Bilzig ?… Bilzig ne oa ket bet pedet da vont da eva eur

  1. Moustrer, cauchemard.