bannac’h. Mont a eure d’ar gêr en eur sutellat. Mall a oa d’ean erruout : naon an nevoa, anoued ive.
Evurus Bilzig pa erruas en ti : e skudellad a oa war an oaled, tomm bero el ludu. Ha p’an neus bet diwisket e zilhad gleb, gant laouenedigez e krogas en e skudell, ar vamm hag an tri vugel, o fevar eus taol gant Bilzig, aketus evit goût ar pez a oa bet c’hoarveet gantan.
— Petra a livirin-me d’ec’h ? Morgazed ! morgazed ! morgazed ! Trawalc’h da lakaat eun den fur da ziodi.
Hag Izabel a lavaras en eur c’hoarzin :
— Ha Saïg kollet gantan an nord ?
— Saïg, eme Bilzig, Saïg, martolod ebet n’eus er vro henvel outan. An daou vartolod, kollet o fenn gante, Saïg an nevoa dalc’het an nord. Savetaet an neus d’emp hon buhe, hag e vag hag e zrag.
Hag en koun Bilzig, doun-doun dindan evor, en em sikas ar gentel a nerz-kalon roet d’ean gant Saïg Jelvest, en nozvez ar morgazed, eur gentel a hardiegez sioul ha fur.
— Arabad eo koll an nord, ya, ya ! a vousgomze ar pôtr, arabad eo koll an nord !…