evit ober kevell ha boutegou
D’ar zul goude lein, ha war ar pemde pa vije divalo an amzer ha pa n’ac’h ê ket ar bagou er-mêz, Bilzig ac’h ê gant e vreur Yannig, a-wechou ive gant e c’hoarezed, da glask beüt ha gwial, balan-bugel ha raden.
Balan-bugel ha raden a vije ezomm, pep sizun, evit gwalc’hi ar bagou ha golo ar pesked.
Pep sul ’ta, gant e vreur hag e c’hoarezed ec’h ê a-dreuz koajeier ha prajeier Kerdrearnel, Mengi, Tremedern, Kergoualc’h hag ar Jaou da glask beüt ha gwial. Pa o dije troc’het ha dastumet er c’hirjer trawalc’h evit o zamm, ec’h ênt da graon-kelvea pe da gistina pe da vouara, da c’hregona, da avalaoua, herve ar miz. Hag e tistroent d’ar gêr, gante leiz o godellou, leiz o c’hrubuilh a frouez gante kuntuilhet, ha, war o diouskoa, peb a guchennad beüt ha peb a horzennig gwial, ozil, kelve, haleg pe wern.
Evit ober petra e c’houlennet diganen ec’h ê evel-se Bilzig da glask beüt ha gwial ? evit ober petra ?
Ar beüt a vije bervet, dibluskennet keit ha ma vije tomm. Saïg a raïo gantan e-pad ar goanv-noz panerou, ha gant ar gwial kevell evit bac’ha legistri, girvi-mor, boutegou evit mont d’o gwerza. Bilzig a roe an dorn d’e vestr evit sterna ar c’hevell hag ar boutegou, ha gantan e tiske steui gant ar beüt, gwea ar gwial en-dro da stern ar c’hevell.
Bilzig eta ac’h ê, pep sul, da redek ar c’hoajou.
Eur zulvez, en fe, sul a-rôk pardon ar Jaou, en miz gwengolo, e oa aet gant Yannig, Madelen ha Katellig, da Goad-ar-Jaou, da glask beüt ha da graon-kelvea. Leun o godellou a graon-kelve, du o muzellou gant ar mouar, kavet gante eur guchennad vat a