Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/116

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 116 —

veüt, skuiz ar vugale, hag int, evit en em ziskuiza ha debri o merenn, a falveas d’ê mont betek chapel ar Jaou.

Ar chapel a oa bet savet war c’houre ar run en kenver kastell bras Trémedern, diazeet war ar run all. Ar saon [1], eur saon doun o zispartie : en he c’hreiz, a-dreuz ar prajeier, eur wazennig dour beo ha seder a virbille, a c’hoarie gant ar yeot glas, gant an ozil, ar sekrep hag ar gwial, en disheol ar gwe pupli, ar gwern, an haleg hag ar c’helve, dindan kroz an avel en deliou, adalek Kergoualc’h betek Mengi hag ar Vouilhenn.

Ar vugale, gante pignet gra an ale fô, skuiz, a azeas war ar voger a ra tro ar zavenn war behini eo savet ar chapel. Bilzig, evit o diskuiza, a dorre d’ê kraon-kelve da zebri gant o bara, hag a gontas d’ê ar c’hôjou an nevoa klevet diwar-benn ar chapel e-pad ar goanv-noz.

— Gwechall, emean — pell, pell zo abaoe — Lokiregiz pa ’c’h ênt da Lanmeur pe da Vontroulez, abret eus ar beure, pa dremenent dindan ar chapel, a vije alïes spontet o welet prosesionou kaer meurbed o pignat gant ar vali, prosesionou tud varo.

— Kont d’emp eur gôz, Bilzig, unan vrao.

— Kôz chapel ar Jaou ?

— Ya, ya.

— Ma ! selaouit… Gwechall-goz, pell zo abaoe, e oa eur c’hastell kaer ha krenv meurbed war beg Kleger Tremedern, kaeroc’h ha brasoc’h kalz eget an hini a welet dirakoc’h. D’ar c’houlz-ze eta, Otrou koz Tremedern an nevoa daou vab. An hini yaouanka a falveas d’ean mont da vale bro ; goulenn a eure e ôtre digant e dad. Aet en e hent an den yaouank. Betek pelec’h ez eo bet ? n’ouzon ket. Ar pez a zo gwir, pell-pell eo bet aet, ken pell ken n’an neus ket bet klevet hano anean e-pad n’ouzon ket ped vlâ.

« Petra a oa bet c’hoarveet gantan ?… Dek, pemzek, ugent vlâ, ouspenn marteze, abaoe m’an nevoa kuitaet ar c’hastell. Ha kelou ebet anean. Maro e dad, maro e vamm, dimeet e vreur henan. Ankouaet ar breur yaouank…

  1. Saon, vallon.