Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/118

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —

— Piou an neus d’it-te, pôtr, disket an istor-ze ? eme an itron Tremedern, o tiskoach he fenn eus a-drek dor-dal ar chapel.

Deut e oa d’ar chapel evit he c’hempenn, he fenta ; he merc’h yaouank hag eur vatez a oa ganti.

— Deus aman, pôtr, deus aman !

Hag er chapel e tiskoueas d’ean eun daolenn hanter dislivet.

— Na gwelet a rez-te an daou varc’heg ? Sell oute o daou war ar c’hlazenn, an hini yaouank divarc’het, an henan o vont d’hen lac’ha… Setu int oc’h en em vriata. Ha sell er c’houign-man. War an daolenn-man, sell, pôtr, sell eus ar beleg a zo dirakout daoulinet. An den santel-ze ? An ôtrou Dom Mikêl an Nobletz, an diwea eus gouenn ôtrou yaouank Tremedern. Hennez eo, pôtrig, an hini a rê a-dreuz ar c’hoad, eus a Gergoualc’h d’ar chapel, ar prosesionou kaer a sponte Lokiregiz, pa ’c’h ênt abret eus ar beure da Lanmeur pe da Vontroulez… Ha breman, bugaligou, n’hoc’h eus-hu netra ken da ober ?…

— Nann, itron.

— Ma ! it er c’hoad da glask spouen d’in evit ober va garlanteziou, ha goude me a roio d’ec’h peb a dra vat da dafea goude o merenn.

Bilzig a glenkas e veüt hag e wial er porched.

— It gante ive, va merc’hig, da redek, da c’hoari er c’hoad… Ro da zorn d’ei, eme an itron da Vadelen.

Abaf ar vugale en kompagnunez dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, eur bôtrezig strij. En fe, Katellig a oa eur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

— Ped vlâ ec’h eus-te, Katellig ?

Homan, e biz-yod ganti siket en he fri, gir ne ranne.

— Eiz vlâ, itron, eme Bilzig.

— Eiz vlâ. Yaouankoc’h eget va merc’h… It da redek er c’hoad, ha dastumet d’in spouen hag eur vleuennig bennak. Taolit evez d’ei, ha diwallit na errufe droug ganti.

— Oh ! ya, itron.

Hag ar vugale d’ar red d’an traon gant ar vali, hag en eur