Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/12

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —


— Pebez kalonad !… O ! peet true oute, o va Doue !

— Red eo evelkent mont da gaout an ôtrou person, eme an amiegez.

— Ya, ya, eomp, a lavaras ar plac’h koz — Marc’harid a oa he hano, mamm-goz ar bugel, mamm e dad — red eo mont. Ar pôtr a ranko bea badeet, hag ar vamm sebeliet… Ne zebro ket ac’hanomp !…

Aet int o diou d’ar prespital.

Tok ! tok ! war an nor, hag ar garabasenn da zigeri.

— Petra a c’hoarvez ganeoc’h, Marc’harid ?… Petra a fell d’eoc’h ?…

— Er gêr eman an ôtrou person, Franseza ?

— Ya. Antreit en ti, eme ar garabasenn, eul Leonardez talfasek, eun dorgosenn a blac’h, teo ha ledan. Antreit, antreit.

Dirak an ôtrou person, abaf an diou blac’h, ken abaf ha na gredent digeri o ginou. Rust a oa an ôtrou person, den a zoare, mat d’ar paour, met striz war al lezenn. Leonard a oa, hag o paouez erruout er vro : ne anavee ket c’hoaz holl tud e barroz. Ha c’houi a oar : al Leonard pôtr rok mar gê, gwall goaper eo an Tregeriad, hag an eil atao en disfi eus egile.

— Eur maleür bras, ôtrou person, eme Marc’harid… Janedig a zo marvet en noz-man… Janedig, Janedig Tanguy…

— Ah !

— E-tro diou ha teir eur…

— Ah ! eme adarre an ôtrou person.

— Ha war he lerc’h e tilez eur mabig… Pegoulz e vo grêt ar vadeiant, pegoulz an interamant ?…

— Ar vadeziant, goude ar c’huz-heol, evelato, Marc’harid, c’houi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzoun ket, evelato… Maro hep anzav he fec’hed, maro hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.

— Petra ’vo grêt, ôtrou person ?

— Digasit ar pôtr d’ar vadeziant d’an abardaez, evelato, ar vamm en korn ar vered. Marc’harid, c’houi a dle gouzout petra