Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/121

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 121 —

Debret o c’hoan gant ar vugale, skuiz, ezomm ebet d’o luskellat.

Antronoz vintin, da bemp heur, Bilzig a oa war ar bale : ar Gwennili ac’h ê er-mêz da c’houec’h heur. Izabel he deus tommei d’ean e zijuni, siket d’ean en e zac’h eur skolpennad bara hei hag eun tamm kig-sall. Ha Bilzig ha d’ar red d’ar porz. War flot e oa c’hoaz ar vag vihan, hag hen en bourz ar Gwennili, ha da zisplega ar gouel bras, ar gouel stê, da lakaat ar fok war ar bopre. N’eus ket a zour el luseo, eun tôl skubellenn d’ar pont ha d’an tilher.

— Errufont pa garfont Saïg hag an daou vartolod, pep tra en urz !…

Ar Gwennili, hou !…

Saïg hag an daou vartolod a zo war ar chaoser. Bilzig a lamm er vag vihan : eur boleadenn.

— Prest, pôtr ? eme Saïg.

— Prest.

— His ar gouel bras… largez tout… His ar fok !… Aet ar Gwennili da besketa.


————