ar bazenn genta evit ober eun diskuizadenn — pounner eo eur boutegad pesked — a-rôk diskenn war drêz al Leo. Al Leo-Drêz !… Tri c’hir spontus meurbed !
Sioul, an eil stok eus egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a zante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an drêzenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Efflam betek Lomikêl. Kroz hepken an tôliou-mor o frega war an trêz a dorre sioulder an noz hag a luskelle gant e vôuez hevel-hevel an dachenn morgousket dindan lijenn dem-sklêr al loar.
Ha dirake, a-zehou, Roc’h-al-Laz sklerijennet eus o zu, evel eur peul-mean en e zav, a zave e benn a-us d’al Leo, uhel, hag he zroc’he e daou rann. An hent a heuilhe ar gourlenn ; en em gromma a rê en-dro d’ean : pleg beo war behini ar sperejou dianket o devoa diazeet danevellou euzus meurbed. Eno, en-dro d’ar Roc’h… Ha Bilzig ped gwech an nevoa bet en ti-nean klevet ar besketerien…
Ha breman, azeet war ar bazenn vean a ziskenn d’al Leo dirak Roc’h-al-Laz, an holl draou spontus-ze a zave war e evor hag a lakae e galon da lammet en e greiz. Eno… ar besketerien — e-unan an nevoa klevet anê en ti-nean o lavaret — pa vijent o tragi war an ôd, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennou euzus ar paour kêz tremeniad muntret war al Leo.
Ha Bilzig elfek [1], e zaoulagad hag e ziouskouarn gantan digor-frank, stignet, bantet etrezeg ar Roc’h, daoust hag-en n’an neus ket, a-dreuz kroz ar mor, klevet du-hont… Daoust hag-en… oh ! ya, du-hont ! du-hont !… Hag eur c’houezenn sklaset a zivere deus e dal, hag eur grenidienn a grine e groc’hen. Ha kaer an neus breman selaou, sioulder an drêzenn n’eo torret nemet gant trouz ar mor o frega war an trêz. Daoust hag-en… a vefe gwir ?…
Madelen skuiz, ar baourez kêz, morgousket harp eus skoa he breur, ne wele ha ne gleve netra.
- ↑ Elfek, nerveux.