— Ya, itron.
— Kenavo, Madelen !
An daou vugel a gemeras krog pep-hini en e zorgenn. Hast da Vilzig mont gant e hent.
— Trugare, ôtrou ! a lavaras Bilzig.
— Trugare, itron ! eme Madelen.
An ôtrou hag an itron a vousgomzas entreê. Bilzig a glevas ar c’homzou-man :
— Lezit anê da vont, lezit anê, a lavare an itron. Daou vugelig int.
— Daou vugelig ! a c’hrozmole an ôtrou. Ar pôtr, ’m eus aon, a zo pôtr lemm.
— Daou vugelig, daou baour kêz. Lezit anê, me ho ped, evit eur wech, me ho ped !… Trawalc’h evit eur wech… Ho kopr ho po evit ar madober-ze, a lavare an itron.
— Ma ! gwaz a ze evidoc’h, evidon ive, marteze, a respontas an ôtrou.
Gelver a eure Bilzig :
— Deus aman, pôtr, deus aman !… Na klevet ec’h eus-te eun drouz bennak war an ôd ?
— ’M eus ket, ôtrou, nemet trouz ar mor war al Leo.
— Ma !
Hag e selle outan didrue, divergont, evel m’an nije bet c’hoant mont beteg e vennoz.
— Mar kavez war da hent tud o tont diweat eus foar Lannuon, ha ma c’houlennont diganit da belec’h ec’h ez, respont : « Tevel », ha ma ’c’h adgoulennont diganit : « Ha goude ? », adrespont a ri : « Hag ober ». Ha dreist-holl n’ankoua ket : « Tevel hag ober ».
— « Tevel hag ober », a zigeche ar pôtr, « tevel hag ober ».
Rak Bilzig ne oa ket hep goût ar galloud o devoa an tri c’hir-ze.
Kavet o deus war o hent teir vandennad tud : unan en eur guitaat Sant-Efflam, unan all a-rôk erruout gant Roc’h-al-Laz,