Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/129

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

— Petra a c’hoarve ganec’h ? petra ?…

Gir ebet.

— Goude, goude, mamm Izabel, eme Bilzig d’e vamm, goude… Tremenet gante an Treiz, ha nebeut goude e oant er gêr…

Prennet an nor, Bilzig a gontas d’e vamm penn-da-benn ar pez a oa bet c’hoarveet gante.

— Gir da zen, bugale ! gir da zen !… Mestr al laeron hoc’h eus gwelet e Sant-Efflam. Gir da zen, pe omp kollet. Mestr al laeron !… Muntrer bras al Leo-Drêz !… Salver Jezuz ’ta va Doue !…

Bilzig na Madelen nag Izabel n’o deus kousket en noz-ze. An daou vugel, trelatet o fenn, a gleve en o diouskouarn ar giriou spontus.

Evelkent a-benn daou pe dri devez ar spont a oa aet eus o spered.

Eun eiz de bennak goude, Bilzig, hanter ankouaet gantan digouez al Leo-Drêz, a oa en e vag vihan stag eus eur peul war kaë Toull-ar-C’hirri. Deut e oa da zigas e vamm hag he boutegad meskl ha rigadell evit mont d’o gwerza da varc’had Plistin. Evit en em dizinoui e oa en em lakaet da walc’hi e vag (e vamm ne zaleo ket kalz : tre a ra) pa glevas :

— Hem ! hem ! pôtr, Psitt !… Klev ’ta, pôtr !… Na te a dremenfe ac’hanomp-ni en tu all ?

— Ya, ya, mar karet, eme Bilzig, o welet eur gwaz hag eur plac’h war ar c’haë.

Distaget ar vag, hag aet du-hont war penn ar chaoser.

— Hastit affo, tre mat a zo hag ar mor a ziskenn buan… Hastit affo !…

Bilzig a deuas gant e vag en eur boleat betek penn ar chaoser.

— Lammet er vag buan ha buan.

Ar pôtr n’an nevoa ket sellet eus e zaou dremeniad. Pa welas ar gwaz, bantet e chomas da zellet outan. Anaveet gantan an ôtrou hag an itron. Ar re-man ive o devoa anaveet ar pôtr.

— « Tevel hag ober » ! eme ar gwaz. Hast affo, pôtr, hon zremen.