da ober diouz ar paotrig ; hervez m’am eus bet klevet, mab ho mab ez eo.
Ha Marc’harid, soublet ganti he fenn, kuzet en he jobilinenn, a ouele goustadik.
— Ya, ôtrou person.
— Evelato savit anezan en doujans an Aotrou Doue.
— Ya, ya, ôtrou person.
— Ha gras d’ezan na heulio ket roudou e berc’hen ! Grit dioutan, dre ho kelennadurez, ar pez n’eo bet nag e dad nag e vamm.
— Kalet ar blanedenn, ôtrou person !
— Petra a fell d’eoc’h !… Pep-hini ac’hanomp a steu e hini, dindan dourn ha skoazell an Aotrou Doue.
Ar paour kêz Marc’harid, pleget dindan ar glac’har, a zistroas war he c’hiz.
Bilzig en e wele a oa kousket mat, juntret gantan ha start e zaouarnigou. En e gichen, war ar varv-skaon, e vamm lienet, diraki, eur c’houlaouenn goar binniget, eur chapeled hag eur groazig kouevr entre he daouarn ; ha panevet sklas ar maro en he c’herc’hen, hag an disliou war he zal, ho pije lavaret e vousc’hoarze d’he mabig bihan.
Ha Marc’harid, stouet d’an douar, a lavare dre he daerou :
— Va mabig eo, Janedig, va mabig eo !
Seblantout a eure d’ei pa zavas he daoulagad, penôs ar vamm he devoa eun tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-goz he bugelig, eus he c’harante hag eus he madelez.
— Janedig, va merc’h ! va merc’h !… It gant an ôtro Doue !… Doue d’ho digemer en e Varadoz !… It en peoc’h, Janedig, ho mab a vo va mabig !…
Ar plac’hig koz, savet en he zav, an daerou o ruilha war he diouchod a roas ur pok d’ar vamm, serri a eure d’ei he daoulagad.
— Kousk, va merc’h, kousk ! An dud ne absolvont ket… Doue a zo madelezus !…