Ne oa ket hep abeg e lavare ar gwaz hasta affo : daou archer a ziskenne gra « Toull-ar-C’hirri » hag a zirede war-zu ar porz.
— Daou archer, eme Bilzig en eur boleat.
E zaou dremeniad o devoa gwelet anê.
— Hast affo, pôtr !…
— N’eo ket red d’ec’h kaout aon, ôtrou : ne dizfont ket ac’hanoc’h.
Ha Bilzig a bolee a nerz e gorf.
An archerien war penn ar c’haë a youc’he, tre ma c’hallent :
— Deus aman, pôtr, deus aman !
— Ya, ya, bremaïk ! a lavare Bilzig en eur c’hoarzin. Bremaïk !… Aman ec’h an d’ho lakaat en douar, ôtrou : an trêz a zo kalet. Hastet affo mont da guz e Koad-ar-Zal pe e Koajou-ar-Jaou. An archerien ne vefont ket war ho lerc’h a-rôk eur pennad mat a amzer.
— Dal ! pôtr, eme an ôtrou.
Hag an neus kinniget d’ean eur pez a zaou skoed.
— Kemer, pôtr.
— Ha bennoz Doue d’it, Bilzig ! eme an itron… Va gourc’hemennou da Vadelen.
— « Tevel hag ober » : gant an tri c’hir-ze, pôtr, entre Montroulez, Lannuon ha Gwengamp, e kavi atao skoazell ha repu. Kenavo ha trugare !
An archerien gant Izabel war penn ar c’haë a grie war Bilzig :
— Hast affo ! hast affo !…
Met Bilzig ne oa ket ken presset se : ar mare a oa enep d’ean, ha c’hoant an nevoa ive da lezel an ôtrou hag an itron da ober eur pennad mat a hent a-rôk lakaat an daou archer da redek war o lerc’h. Bilzig forz ne rê eus an archerien : n’an nevoa ket ankouaet an tôliou gwialenn an nevoa tapet war e bensou e-barz sal vras prespital Lokirek evit ar per an nevoa bet tafeet.
— Ha ! ha ! a vousc’hoarze ar pôtr, pep-hini d’e dro !
Poan an neus bet Bilzig o poleat eneb ar mare. Evelkent ec’h erruas e-tal ar chaoser.