— Nan int ket, m’en assur d’ec’h, mamm Izabel, c’hoaz war ar poent da dapout an daou-ze, ha gwell a ze !
— Gwell a ze ?
— Koatanlem hag e wreg a zo bet mat en kenver Madelen ha me, rak anez han… « Tevel hag ober ». — Ha breman eman o paouez rei d’in eur pez a zaou skoed.
— Ya, met evelkent, a lavare Izabel, eul laer bras ec’h eo hag eur muntrer !
— Ma ! petra fôt d’ec’h !… Hag an archerien n’int ket kalz gwelloc’h. Sonj hoc’h eus, mamm : pa skoent warnon gant o gwalinier er prespital, me n’am oa grêt netra a zroug. Debret em oa eur berenn, gwir eo, met laeret n’am oa ket. Gwaz a ze evite. Nan an-me ket, marvad, da glemm anê evit bea du-hont o pilpazat [1] e trêz gwak.
Izabel ne respontas ket.
Bilzig a gemeras an diou ronv [2], hag, eun nebeud goude, e touarent en porz Lokirek.
— Peoc’h war an traou-ze, Bilzig !
— Ya, ya ! mamm Izabel. « Tevel hag ober ». N’eo ket red d’ec’h kaout aon : ne vin ket tapet diwar-bouez va zeod.