an dud klanv, eeuna a rênt ar re gamm pe dort, ar gwel a roent d’ar re dall, ar c’hleved d’ar re vouzar. Ha breman !…
— Droug enne, marvad, eus an dud, eme Bilzig.
Ar pôtr koz a zellas a-dreuz ouz ar pôtr.
— Leaz a zo c’hoaz e beg da fri, marmouz !
— Ar pez a zo gwir, eme Jarlig koz, sant Kirek a wenve hag a ziwrienne ar goanvennou, an darvoedennou, ar gwenaennou ; sant Melar a roe nerz d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goullou, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar goriou ; santez Rosa a zigase leaz e bronnou dizec’het ar mammou ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklerijenne ar sperejou klanv gant an displijadur… Ar zent-ze a oa uhel er Baradoz, brudet meurbed war an douar. Ha breman !…
— Breman, pôtr kêz, eme Bipi an Drask, ar zent-ze a zo koueet e kas : maro int marteze !…
— Ho ho ho, maro !… ar zent ne varvont ket, Pipi.
— Ar zent ne varvont ket ? Ma ! perak ’ta neuze chapel sant Melar a zo koueet en he foull ?… Eus chapel santez Rosa aet ar zent gant al laer. Ah ! ah ! ah ! ya, gant al laer !… Ha marvad, ma vijent bet beo ?… Ha chapel ar Jaou ! Panevet an dud yaouank a deu, da ze ar pardon, da zansal en-dro d’ei, pell zo…
— Sant Kado ! fae eo gantan sellet ouz gouliou an dud klanv. Figus, ’m eus aon, eo deut da vea, eme Jarlig koz… Luduenn, c’houi ’oar, gouliou o dislina en e c’houg, teir pe beder gwech, a zo bet gant e vamm beteg e chapel, diarc’hen, e korf e roched, evit goulenn bea yac’haet. Bouar sant Kado : al Luduenn an neus dalc’het e c’houliou. Dislina a reont, dislina a refont… Piou ac’h a da bardon sant Haran ? Piou ?… Den !… Eur pagan, ya, eur pagan an neus prenet ar chapel hag ar feunteun, en pehini eman (goût a ret an dra-ze kouls ha me) bac’het, stlejet dindan gazul-gê, an Dukez Anna gant he holl zenzoriou.
— Nan eo ket eun diod ar pagan-ze ! eme Saïg. Hennez a glasko hag a gavo marteze an tenzôr.
— N’eo ket krenv a-walc’h ! eme Herve Yann, pehini, sonj hoc’h eus, a oa bet oc’h esa delivra an Dukez. Met, e gwirione,