Mareou bras ha brao an amzer anei, ar besketerien en o bagou bihan ac’h ê da veskla ha da ormela war gerigi Porz Biliek — Roc’h Louet, Penn-Ogès, Gouliart, Roc’h Krenn, Roc’h Ledan hag an Arar — gante peb a grog ormela, hag en pep bag eur walenn grog evit furchal ar c’haviou. Ar re n’o devoa bag ebet ac’h ê war droad war gerigi an daze.
Saïg Jelvest hag e vous Bilzig ac’h ê peurvuia da ober eun dro d’an ôd, hag end-eeun e-pad ar c’horaïz. Dastum a rênt meskl bras, boutegadou, hag ormel, hag Izabel ac’h ê d’o gwerza. E-pad ar c’horaïz ar meskl kaer-ze a vije mall warne.
Ar wech-man, Saïg Jelvest — tud diavêz gantan oc’h ober douar patatez — a oa red d’ean chom er gêr, ne oa ket evit dilezel e di.
Poan-galon da Vilzig : chom hep mont d’an ôd evit ar mare bras, na pebez pinijenn ! Hini ebet kaletoc’h.
— Mar karet, Saïg, va breur Yannig hag ho mab Fieg ha me, mar karet, Saïg, ac’h efomp hon zri. An daou vihan a ronvo, rae a boleo hag a levio. Brao an amzer.
Eun tammig houl a zo, pôtr, ha gant al lano ar mor a rustaio.
— Brao eo, Saïg. Ar bagou all, gwelit anê, a zo o vont.
— Ma ! it eta ho tri. Te ’levio. It war Roc’h Krenn, lakit ar vag en morlenn ar garreg : eno e vo brao ral, daoust pegen rust e teuio ar mor da vea. Ac’hane e teufet atao d’ar gêr gant ar mare.
— Trugare, Saïg.
— Evez, Bilzig ! Evez, pôtr !… Ha te ’oar, arabad koll an nord !
— Ya, ya, Saïg.