— Groz eo ar mor, pôtred, groz eo ar mor.
Hag o zri, o fesketerez lakaet er vag, a deuas war beg uhella ar roc’h, henvel eus teir vran-vor pe eus leir marc’harid-goug-hir. Bag ebet ne welont o tont d’ar gêr.
— Eo, eme Yannig, setu unan o tifluka eus gourlaouenn [1] Roc’h-Ledan.
— Bag Yann e benn e-unan, a lavaras Bilzig, al laer koz !
— Oulierig a zo gant e dad ? a c’houlennas Fieg.
— Ya, ya, gant e dad eman.
Yann e benn e-unan a oa bet evel-se leshanvet gant e gonsorted, abalamour d’e imor. Abaoe maro e wreg (Doue d’he fardono !) e oa deut da vea evel divaoue. Ral e vije gwelet anean gant eur pesketer bennak. Ral e vije klevet anean o kôzeal nemet eus ar plac’h koz a zalc’he e diegez hag eus e bôtr Oulierig. N’eus forz petra an nije grêt evit ober plijadur d’e vabig Oulier. Hag e-pad an hanv, pa vije brao an amzer, Yann a gase gantan d’an ôd e bôtr bihan. O daou evel-se e tremenent an amzer an eil gant egile. Yann an nevoa eur vag, hanvet an Deureugenn, eur vag du, pounner, koz douar : ar vartoloded a lavare penôs e oa brein-put. Ma ! gant ar vag-ze, Yann a vije atao er-mêz, noz-de. Kevell, higennou a lakae, hag, abret eus ar beure ha diweat eus an noz, Yann a vije War ar mor. Evel just, Yann peurvuia a rê pesketerez vat, hag ar besketerien all gourvennek [2]. Ha, pa gollent kavell, oring [3], pe kordenn, kablus Yann : Yann an nevoa hep mar ebet laeret anê. Ne oa ket diês d’ean, a lavare an holl, tapout pesked diwar goust ar re all. Hag evel-se a-nebeudou ar besketerien a bellae diouz o c’honsort ; sellet a-dreuz outan a rênt, Ha pa vije aet eur c’havell bennak d’ar gourlenn, pe gollet gant an amzer fall, atao e vije tamallet da Yann ; Yann, a dra zur, an nevoa laeret anean. Laer ! laer !… Ha koulskoude ! koulskoude !