Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/145

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 145 —

beg garreg hag a ro d’ê c’hoaz en he angoni eun tammig skoazell a-rôk mervel. Eno emaint o zri : unan maro, an daou all ?…

Bilzig a zo dirag ar beg garreg.

— Kê da boleat, te, Yannig, hag evez, evez, pa lavaran d’it ! Ha tôliou-mor a freg en-dro d’ê : golo a reont pep gwech an tad hag e vugel. Red eo o sikour pe ec’h eont da vea didroadet gant al lamm pe friket war ar garreg.

— Diwallet, Yann ! a grias Bilzig. Ec’h an da deuler an eor d’ec’h… mar gallet e dapout.

— An nord !… Arabad koll an nord !… a gleve Bilzig en e skouarn.

— Pole, pôtr, pole, Yannig… Azez aze en fonz ar vag, te, Fieg… Pole !… An tôl bras ’zo tremenet… Pole, pôtr, goustad, goustad…

Ho ! hag e taol an eor war ar garreg.

Eun tôl-mor a freg war diarog ar vag, hag a c’holo anei a zour hag a inoenn. Skanv ar vag, hanter leuniet evelkent an neus anei. Kilet he deus gant an tôl-mor, ken eo bet darbet d’ei mont e-barz, dre e diadre.

Eus a-ziwar an ôd, e savas eur griadenn spontus :

— Kollet int ! kollet int !… Pevar bugel hag eur gwaz !…

Ha deus pep kalon e savas eun huanadenn a frealzidigez, pa eo bet gwelet ar vag c’hoaz war c’houre an dour.

— Karget eo a zour ! a lavaras unan bennak. Bilzig a lavaras d’an daou bôtr :

— Dour er-mêz, pôtred !… Gant ho poutou !…

Hag hen a grogas er bouteg leun a veskl hag hen ziskargas er mor. Sellet a eure eus Yann hag eus Oulierig, o daou war o c’harreg, o krial, goloet gant pep tôl-mor.

— Alo ! alo ! an ormel ive er-mêz !… Taolit dour er-mêz, ha buan ha buan !

Bilzig a deuas war diarog ar vag, ha chacha a rês goustadik war e bos [1] : an eor a oa krog mat er garreg.

  1. Bos, corde qui attache l’ancre au bateau.